Euz ar 1a d’ar 7 a viz Gwengolo 2024
1 Deuet euz Jeruzalem, en em vodas Farizianed hag eun nebeud Skribed en-dro da Jezuz.
2 Gweled a reont lod euz e ziskibien o trebi o fréd gand o daouarn dihlan, da lavared eo : heb beza bet gwalhet ganto.
3 Derhel a ra ar Farizianed hag an oll Juzevien zokén, da voaziou deuet dezo euz o zadou-koz, ha ne zrebont ket ma ne vez ket bet gwalhet mad o daouarn ganto. 4 O tistrei d’ar gêr euz plasenn ar marhad, ne zrebont ket ma n’o-deus ket strinket dour warno o-unan, ha meur a voazamañt all c’hoaz a heuliont deuet dezo a-berz o zadou-koz, pa vez kont da walhi kanafennou, podou, listri-arem.
5 Goulenn a ra eta, ar Farizianed hag ar Skribed ouz Jezuz :
— « Perag ne heuill ket da ziskibien giziou on tadou-koz ? Kemer a reont o frejou gand o daouarn dihlan ».
6 Respont a reas Jezuz dezo :
–« Re vad e-neus Izaïaz greet e brofet diwar ho penn, tud faoz ahanoh, evel m’eo skrivet :
« Enori a ra ar bobl-mañ ahanon,
« diwar bég he muzellou eo avad ;
« ema o halon pell diouzin.
7 « N’o-deus priz e-béd al lidou a reont en enor din,
« rag o helennadurez n’eus anezi,
« nemed reolennou-tud.
8 « Lakaad a rit, a gostez, c’hwi ive, gourhemennou Doue, evid mired boazamañchou an dud ».
14 Gervel a reas Jezuz neuze an dud, ha pedi anezo da dostaad outañ, hag e lavaras dezo :
— « C’hwi oll, selaouit ahanon,hag intentit mad. 15 N’eo ket ar péz a zo er-mêz euz an dén, hag a ya ennañ, a hell lakaad anezañ da veza dihlan. Med ar péz a zeu er-mêz euz an dén, setu ar péz a ra dezañ beza dihlan ».
(16)17 Pa oe eet Jezuz tre en ti, pell diouz an dud, e reas e ziskibien goulennou outañ diwar-benn ar barabolenn-ze. 18 Neuze e lavaras dezo :
— « Ha c’hwi ive a vefe ’ta berr a spered ? Ha ne ouezit ket n’eus netra a gement a ya e-barz an dén a hellfe lakaad anezañ dihlan, 19 rag an dra-ze ne d-a ket en e galon, med en e gov, da veza distaolet er foz ».
Hag evel-se, e tisklêrie Jezuz e oa glan kement boued a zo. 20 Hag e lavare :
— « Ar péz a zeu euz an dén, setu ar péz a vez louzet an dén gantañ. 21 Rag euz diabarz an dén, euz e galon eo e teu dezañ ar zoñj da ober an droug : ar vuhez diroll, al laeronsi, ar muntrèrèz, 22 an avoultriez, ar c’hoantègèz direiz, ar fallagriez, an tromplèrèz, an hudurnez, an avi, an droug-komz, an ourgouill, ar follentez dall. 23 Dond a ra an oll draou fall-ze euz an diabarz, hag e reont d’an dén beza dihlan ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
18 « M’e-neus ar béd kasoni ouzoh, e ouezot-c’hwi e-neus bet kasoni ouzin da genta.
19 « Ma vijeh euz ar béd, e-nije bet ar béd karantez ouz ar péz a vije dezañ. Med n’oh ket euz ar béd ; me eo am-eus dispartiet ahanoh diouz ar béd, ha setu perag e-neus ar béd kasoni ouzoh.
20 « Dalhit soñj euz ar gomz am-eus lavaret deoh : n’eo ket ar zervicher brasoh eged e vestr. M’o-deus gwall-gaset ahanon, e vezot-c’hwi ive gwall-gaset ganto.
21 « Kement-se a raint deoh abalamour d’am ano, rag n’anavezont ket an hini on bet kaset gantañ ».
16 Dond a reas da Nazared, el leh ma oa bet savet, hag ez eas d’ar zinagogenn, evel ma oa boaz da ober da zeiz ar zabat. Sevel a reas en e-zav evid ober al lennadenn.
17 Roet e oe dezañ leor ar Profet Izaïaz. Digoret al leor gantañ, e kavas ar pennad m’eo skrivet ennañ :
18 « Ema Spered an Aotrou warnon,
abalamour m’e-neus sakret ahanon.
19 Kaset on bet gantañ evid prezeg ar Helou Mad d’ar beorien,
evid embann d’ar brizonidi e vezint dijadennet,
ha d’an dud dall, e welint sklêr,
d’ar re zo gwasket, e vezint diboaniet,
19 hag evid embann eur bloavez a vadelez a-berz an Aotrou Doue ».
20 Serri a reas al leor, rei anezañ d’ar zervicher, hag azeza. Bez’ e oa an oll dud er zinagogenn, o daoulagad paret warnañ ganto.
21 Neuze, e lavaras dezo :
— « Hirio eo kaset da benn ar homzou-ze euz ar Skritur emaoh o paouez kleved ».
22 Rentet e veze testeni dezañ gand an oll, ha bamet e oant gand ar homzou leun a hras a zeue euz e henou. Hag e lavarent :
— « Ha n’eo ket hemañ mab Jozef ? »
23 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « Moarvad, emaoh o vond da lavared din ar hrennlavar : Medisin, ro ar pare dit da-unan ! Klevet on-eus pebez traou kaer az-peus greet e Kafarnaom ; gra kemend-all amañ en da vro ».
24 Lavared a reas Jezuz ouspenn :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : Profet e-béd ne vez digemeret mad en e vro. 25 E gwirionez, e lavaran deoh : Bez’ e oa kalz intañvezed e Bro-Izrael, en amzer Elïaz, pa jomas kloz an oabl e-pad tri bloaz hanter, ha pa oe eur gernez vraz dre ar vro a-béz. 26 Koulskoude, ne oe ket kaset Elïaz etrezeg hini e-béd anezo, med d’eun intañvez estren euz kêr Sarepta, e Bro-Zidon.
27 « En amzer Elizeaz, e oa kalz tud lor en Izrael, hag hini e-béd anezo n’eo bet pareet, nemed Naaman ar Sirïad ».
28 O kleved ar homzou-ze, ez ejont oll e fulor er zinagogenn. 29 Sevel a rejont en o-zav, ha bounta anezañ er-mêz euz kêr. Kas a rejont anezañ beteg penn eun tarroz euz an dorgenn, m’eo savet kêr warnañ, evid stlepel anezañ d’an traoñ.
30 Med, tremen a reas Jezuz dre o-zouez, hag ez eas gand e hent.
31 Diskenn a reas Jezuz e Kafarnaom, kêr euz Bro-Halilea, hag e veze, eno, o kelenn an dud d’an deveziou sabat. 32 Estlammet braz e vezent gand e gelennadurez, rag gand galloud eo e komze.
33 Hogen, béz’ e oa er zinagogenn eun dén hag a oa ennañ spered eun diaoul hudur. Staga a reas da youhal a-bouez penn :
34 — « A ! Petra a glaskez ouzom, Jezuz a Nazared ? Ha deuet out da gas ahanom da goll ? Gouzoud a ran piou out-te : bez’ ez out Sant Doue ».
35 Gourdrouz a reas Jezuz anezañ :
— « Ro peoh ! Kee er-mêz euz an dén-ze ».
Neuze, e taolas an diaoul an dén d’an douar e-kreiz an dud, hag ez eas er-mêz anezañ heb ober tamm droug e-béd dezañ. 36 Kregi a reas ar spont enno oll, hag e lavarent an eil d’egile :
— « Petra eo ar gomz-se ? Gourhemenn a ra gand galloud ha gand nerz d’ar sperejou hudur, hag ez eont er-mêz ».
37 Hag e oa skignet ar vrud anezañ e pep leh tro-war-dro.
38 Kuitaad a reas Jezuz ar zinagogenn, hag ez eas da di Simon. Bez’ e oa mamm-gaer Simon avad gwasket gand an derzienn vraz ; hag e oe pedet Jezuz da ober eun dra bennag eviti.
39 Stoui a reas a-uz dezi, gourdrouz an derzienn, hag ez eas an derzienn kuit. Kerkent e savas ar vamm-gaer, hag e stagas da zervicha anezo.
40 Da vare ar huz-heol, ar re oll o-doa klañvourien, gwasket gand kleñved pe glenved, a zigasas anezo dezañ. Hag oh astenn e zaouarn war bep hini, e roe Jezuz ar pare dezo.
41 Mond a reas zoken droug-sperejou er mêz euz kalz a dud, en eur youhal :
— « Te eo Mab Doue ! ».
Gourdrouzet e oent avad gand Jezuz, hag a zifenne outo komz, rag gouzoud a reent int-i, e oa Eñ ar Hrist.
42 Pa oe deuet an deiz, ez eas Jezuz er-mêz beteg eul leh distro. Bez’ e oa kalz a dud war glask anezañ. Deuet beteg ennañ, e talhent warnañ evid miroud outañ da vond kuit diouto.
43 Med lavared a reas dezo :
— « Ar heriou all ive, e rañkan embann dezo Kelou Mad Rouantèlèz Doue, rag evid-se eo ez on bet kaset ».
44 Hag e veze oh embann ar Helou Mad e sinagogennou Bro-Halilea.
1 Eun devez, e oa Jezuz war vord lenn Jenezared. Gwasket e oa gand eur mor a dud en em starde en-dro dezañ evid kleved komz Doue.
2 Gweled a reas diou vag, hag a oa war vord al lenn. Diskennet e oa ar besketerien diwarno, hag e oant o walhi o rouejou.
3 Sevel a reas Jezuz en unan euz ar bagou, an hini a oa da Zimon, hag e houlennas digantañ pellaad eun tammig diouz an aot. Azeza a reas, hag euz ar vag, e prezege d’an dud.
4 Pa oe echu gantañ e brezegenn, e lavaras Jezuz da Zimon :
— « Sko d’an donvor, ha taolit ho rouejou evid pesketa ».
5 Respont a reas Simon dezañ :
— « Mestr, goude beza poaniet e-pad an noz penn-da-benn, n’on-eus paket netra. Koulskoude, peogwir e lavarez, ez an da daoler ar rouejou ».
6 Ober a rejont, hag e pakjont kement a besked, ma oa kroget o roued da veza freuzet, pe dost.
7 Ober a rejont sîn d’o henseurted euz ar vag all, da zond da zikour anezo. Dond a rejont, hag e oa ken karget an diou vag, ma ’z eent dôn en dour.
8 O weled kement-se, e penndaoulinas Simon-Pèr dirag Jezuz, en eur lavared :
— « It pelloh diouzin, Aotrou, rag eun dén peher ez on-me ».
9 Evid gwir, e oa kroget ar spont ennañ, hag ive er re all a oa gantañ, o weled na pegement a besked o-doa paket. 10 Ken spontet all e oe Jakez ha Yann, mibien Zebede, kompagnuned Simon.
Med lavared a reas Jezuz da Zimon :
— « Ne d-a ket da gaoud aon ! Tud eo a baki hiviziken ».
11 Neuze, goude beza sachet o bagou d’an douar, ha dilezet pep tra ganto, ez ejont da heul Jezuz.
33 En amzer-ze, e oe lavaret da Jezuz :
— « Ober yun a ra diskibien Yann-Vadezour aliez, hag ober pedennou ; kemend-all ive diskibien ar Farizianed. Er hontrol, drebet hag evet e vez gand da re-te ».
34 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Daoust ha gelloud a rit lakaad tud al lein-eured da ober yun, e-keid ha m’ema an Dén-nevez asamblez ganto ? 35 Med dond a raio deveziou ma vo lamet an Dén-nevez diganto ; neuze, en deveziou-ze, e raint yun ».
36 Lavared a reas eur barabolenn ive dezo :
— « Dén e-béd ne rog eun tamm diouz eun dillad nevez evid peñselia gantañ eun dillad koz. Peotramant, e vezo bet roget an hini nevez, ha ne vo ket a-zere ar peñsel tennet gand an hini koz.
37 « Dén kennebeud ne laka gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-néz, e lakaio ar gwin nevez ar zehier-lèr da darza ; fuillet e vo ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr.
38 Bez’ e rañker lakaad ar gwin nevez er zehier-lèr nevez.
39 Nep piou bennag bet evet gwin koz gantañ, n’e-neus tamm c’hoant e-béd da gaoud hini nevez. Rag lavared a ra : Gwelloh eo an hini koz. »
1 D’eun deiz sabat, e oa Jezuz o vond dre barkajou gwiniz ; hag e kutuille e ziskibien pennou-éd, da veza dizillet etre o daouarn ganto ha debret.
2 Neuze, e lavaras lod Farizianed :
— « Perag e rit-c’hwi ar péz n’eo ket aotreet ober da zeiz ar zabat ? »
3 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Ha n’ho-peus ket lennet petra a reas eur wech David, deuet naon dezañ ha d’ar re a oa asamblez gantañ ? 4 Mond a reas tre e ti Doue, kemered baraennou ar hinnig, debri e-unan diouto ha rei lod d’ar re a oa gantañ, pa n’eus nemed ar veleien beza aotreet da zrebi ar baraennou-ze ».
5 Lavared a reas dezo c’hoaz :
— « Mestr war ar zabat eo Mab an Dén ».