Euz an 11 d’ar 17 a viz Eost 2024
41 Grosmolad a ree ar Juzevien diwar benn Jezuz, abalamour m’e-noa lavaret : « Me eo ar bara diskennet euz an Neñv ».
Hag e lavarent :
– 42 « Ha n’eo ket eñ Jezuz, mab Jozef, a anavezom e dad hag e vamm ? Penaoz e hell lavared : « Euz an Neñv on diskennet » ?
43 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Arabad deoh grosmolad kenetrezoh.
44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.
45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».
Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.
46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.
47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.
48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».
22 Pa oa Jezuz asamblez gand an diskibien bodet e Bro-Halilea, e lavaras dezo :
— « Bez’ ema Mab an Dén o vond da veza lakeet etre daouarn an dud ; 23 lazet e vo ganto, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».
Glaharet braz e oent o kleved kement-se.
24 Pa oant o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas paotred a zastum an daou drakm evid an Templ da gaoud Pèr, hag e lavarjont dezañ :
— Paeet e vez an daou drakm gand ho mestr, neketa ? »
25 — « Ya ’vad », emezañ.
Pa oe digouezet Pèr en ti, e stagas Jezuz da gomz da genta, o lavared :
— « Petra eo da zoñj, Simon ? Rouaned an douar, diwar goust piou e savont gwiriou pe taillou ? Diwar goust o bugale pe diwar goust an dud all ? »
26 — « Diwar goust an dud all », emezañ.
— « Neuze ’ta, eme Jezuz, o-deus ar vugale diskarg anezo ? 27 Koulskoude evid ma ne vo ket gwall-skweriet an dud-se, kerz d’ar mor, taol an higenn, kemer ar pesk kenta a grogo, ha digor e henou. Kavoud a ri ennañ eur péz a bevar drakm. Kemer anezañ ha ro anezañ evidon hag evidout-te ».
1 Tostaad a reas an diskibien ouz Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Piou ’ta eo ar brasa e Rouantèlèz Doue ? »
2 Neuze, e halvas Jezuz eur bugelig ; lakaad a reas anezañ dirazo, 3 hag e tiskêrias :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ma ne jeñchit ket evid dond da veza heñvel ouz ar vugale, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue. 4 Med an hini en em lakaio izel evel ar bugel-mañ, hennez eo ar brasa e Rouantèlèz Doue. 5 Hag an hini a zigemer, em ano, eur bugel evel hemañ, a zigemer ahanon me va-unan.
10 « Diwallit da zisprizoud hini e-béd euz ar re vihan-mañ, rag, lavared a ran deoh : ema o êlez en Neñvou o daoulagad o para dalhmad war va Zad hag a zo en Neñvou ».
12 « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? M’e-neus eun dén kant dañvadez, ha ma teu unan anezo da zianka, daoust ha ne laosko ket an naonteg-ha-pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini a zo dianket ?
13 « Ha ma teu a-benn da gaoud anezi en-dro, e gwirionez, e lavaran deoh : muioh a joa e-neus diwar-benn honnez, eged diwar-benn an naonteg-ha-pevar-ugent ha n’int ket bet dianket.
14 « Evel-se, ne fell ket d’ho Tad a zo en Neñv e vefe kollet hini e-béd euz ar re vihan-mañ.
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
15 « Ma teu da vreur dit da vankoud en da geñver, kee da rebech dezañ, etrezoh ho taou, te hag eñ hepkén. Ma selaou ahanout, ez-po gounezet da vreur. 16 Ma ne zelaou ket ahanout, kemer c’hoaz ganit eun dén all pe zaou, evid ma vo reñket an afer, war lavar daou pe dri dést.
17 « Ma ne fell ket dezañ selaou anezo, lavar ze d’an Iliz, ha ma ne fell ket dezañ selaou an Iliz kennebeud, ra vo evidout evel eur payan hag eur publikan.
18 « E gwirionez, e lavaran deoh : kement ho-po liammet war an douar, a vo liammet en Neñv, ha kement ho-po diliammet war an douar, a vo diliammet en Neñv.
19 « E gwirionez, e lavaran deoh adarre : ma teu da zaou ahanoh war an douar en em gleved evid goulenn eun dra bennag, e vezo roet dezo gand va Zad a zo en Neñvou. 20 Rag pa vez daou pe dri bodet em ano, e vezan eno ganto ».
39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.
40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.
41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :
— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».
46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :
— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.
« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.
50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.
51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.
52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.
53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.
54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».
56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.
3 Tostaad a reas Farizianed ouz Jezuz evid paka anezañ en e gomzou ; goulenn a rejont outañ :
— « Daoust hag aotreet eo ar gwaz da gas e wrég kuit, diwar bep seurt digarez ?
4 Respont a reas Jezuz :
— « Daoust ha n’ho-peus ket lennet ? Er penn kenta, e reas Doue anezo gwaz ha maouez, ha lavaret : 5 « Rag-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wrég, hag e teuint o-daou da veza eur horv kepkén ». 6 Evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med eur horv kepkén. Arabad d’an dén eta dispartia ar péz a zo bet unanet gand Doue ».
7 Respont a reas ar Farizianed dezañ :
— « Perag eta, e-neus Moïzez roet urz da rei eur paper a dorr-dimezi, pa gaser kuit ar wrég ? »
8 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Abalamour d’ar haledet m’eo ho kalon, e-neus Moizez roet an aotre deoh da gas kuit ho kwragez. Med er penn kenta, ne oa ket evel-se.
9 « Lavared a ran deoh avad : Kement hini a gas kuit e wrég, – nemed e vefe eur falz-dimezi, – hag a gemer unan all, a ra avoultriez ».
10 Lavared a reas an diskibien dezañ :
— « Mar d-ema evel-se stad ar gwaz e-keñver e wrég, eo gwelloh chom dizimez ».
11 Respont a reas dezo :
— « N’eo ket an oll a intent kement-se, med hepkén ar re a zo roet dezo da intent.
12 « Bez’ ez eus tud ha ne zimezont ket, rag ne hellont ket, o veza m’int bet ganet evel-se gand o mamm. Bez’ ez eus re all ha ne hellont ket dimezi, rag mahagnet int bet gand an dud. Ha bez’ ez eus re all hag a zo chomet dizimez abalamour da Rouantèlèz Doue. An hini a hell intent, ra intento ! ».
13 Digaset e oe bugale da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno gand eur bedenn. Med kaset e oent buan diwar e dro gand an diskibien.
14 Lavared a reas Jezuz :
— « Laoskit ’ta ar vugale, na virit ket outo da zond d’am haoud, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue ».
15 Ha goude beza astennet warno e zaouarn, ez eas kuit ahano.