Accueil  -  Seitegved sizunvez war ar bloaz (B)

Seitegved sizunvez war ar bloaz (B)

Euz an 28 a viz Gouere d’an 3 a viz Eost 2024

Seitegved sul war ar bloaz

Yn 6, 1-15 (B)

1 Eet e oa Jezuz en tu all da vor Galilea, anvet ive : lenn Tiberiad.

2 War e lerh e teue e-leiz a dud, abalamour ma oa bet gwelet ganto ar zînou a ree war an dud klañv.

3 Sevel a reas Jezuz war ar menez, hag eh azezas eno, e ziskibien asamblez gantañ. 4 Tost a-vad, e oa ar Pask, gouel ar Juzevien. 5 Savet gantañ e zaoulagad, e welas Jezuz tud e-leiz o tond war-zu ennañ. Lavared a reas da Filip :

— « E peleh e hellfem prena bara evid rei dezo da zebri ? »

6 Komz a ree evel-se evid lakaad anezañ nehet, rag gouzoud a ouie mad-eñ petra e oa o vond da ober.

7 Respont a reas Filip :

— « Yalhad daou-hant deveziad labour ne vefe ket a-walh evid rei eun tammig bennag a vara da bep hini ».

8 Unan euz an diskibien, Andre, breur da Zimon-Pèr, a lavaras da Jezuz :

9 — « Bez’ ez eus amañ eur paotrig, pemp baraenn heiz ha daou besk gantañ. Med petra eo an dra-ze evid kement a dud ? »

10 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Lakait an dud da azeza ».

Founnuz e oa ar yeot en dachenn-ze. Azeza a rejont eta ; war-dro pemp mil gwaz a oa anezo.

11 Neuze e kemeras Jezuz ar baraennou, ha goude beza lavaret ar bedenn a drugarez, e roas anezo d’an dud a oa azezet eno. Rei a reas pesked dezo ive, kement ha ma karent.

12 P’o-doa bet o gwalh, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

— « Dastumit an tammou chomet en dilerh, ma ne ’z aio netra da goll ».

13 Dastum a rejont anezo, ha karga daouzeg panerad gand tammou ar pemp baraenn heiz chomet a zilerh an dud o-doa drebet.

14 O weled ar zîn bet greet gand Jezuz, e lavaras an dud :

— « Hemañ eo, e gwironez, ar profet a zo da zond er béd ».

15 Med gouzoud a ouie Jezuz e oant o tond da dapoud krog ennañ evid lakaad anezañ da veza o roue. Neuze, en em dennas e-unan-penn, war ar menez.

Lun 29 a viz Gouere
Santez Marta

Lk 10, 38-42

38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.

39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :

— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».

41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :

— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».

pe : Yn 11, 19-27

19 Deuet e oa kalz a Juzevien da weled Marta ha Mari, da ober dezo gourhemennou a gañv evid o breur.

20 Pa glevas Marta e oa Jezuz o tond, ez eas a-benn hent dezañ, e-keit ha ma chome Mari azezet en ti.

21 Lavared a reas Marta da Jezuz :

— « Aotrou, ma vijes bet amañ, ne vije ket marvet va breur. 22 Med bremañ c’hoaz, gouzoud a ran kement-se, petra bennag a houlenni digand Doue, a vo roet dit gantañ ».

23 Respont a reas Jezuz dezi :

— « Sevel a raio da vreur a varo da veo ».

24 — « Gouzoud a ran, a respont Marta, e savo da veo d’an deiz diweza, pa zavo da veo an oll dud varo ».

25 Lavared a reas Jezuz dezi :

— « Me eo an adsav da veo hag ar vuhez ; an neb a gréd ennon – ha pa vefe marvet – a vevo ; 26 ha kement hini a vév hag a gréd ennon, sur ne varvo ket da vikén. Ha kredi a rez kement-se ? »

27 — « Ya, Aotrou, emezi, kredi a ran ez out ar Hrist, Mab Doue, an hini a zo o tond er béd ».

Meurz

Mz 13, 36-43

36 Dilezet an dud gantañ, e teuas Jezuz d’ar gêr. Tostaad a reas e ziskibien outañ o lavared dezañ :

— « Displég deom frêz parabolenn an dreog er park ».

37 Respont a reas :

— « An hini a had ar greun mad eo Mab an Dén. 38 Ar park eo ar béd. Ar greun mad eo bugale ar Rouantèlèz. An dreog eo bugale an Droug. 39 An enebour hadet an dreog gantañ eo an diaoul. An eost eo fin ar béd. An eosterien eo an êlez.

40 « Evel ma vez tennet kuit an dreog da veza lakeet an tan, evel-se ive, e vo kont da fin ar béd. 41 Kaset e vo e êlez gand Mab an Dén, hag e vo tennet kuit ganto euz e Rouantèlèz, kement skwer fall ha kement dén a ra an droug ; 42 Taolet e vezint ganto e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent. 43 Neuze, e skedo an dud santel evel an heol e Rouantèlèz o Zad. An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

Merher

Mz 13, 44-46

Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :

44 — « Heñvel eo Rouantèlèz Doue ouz eun teñzor bet kuzet en eur park ; kavet eo gand eun dén, hag a guz anezañ en-dro. Leun a levenez, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar park.

45 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur marhadour o klask perlez kaer. 46 Kavet gantañ eur berlezenn a dalvoudegez vraz, ez a da werza kement a zo dezañ, hag e prén ar berlezenn ».

Yaou

Mz 13, 47-53

Lavared a ree Jezuz ar parabolennou-mañ d’an dud :

47 « Heñvel eo c’hoaz Rouantèlèz Doue ouz eur roued taolet er mor hag a zeu gantañ pesked a bep seurt. 48 Pa vez leun, e vez sachet gand ar besketerien war an aot ; azeza a reont hag e vez dastumet ar re vad e panerou, ha taolet kuit ar re na dalvezont netra.

49 « Evel-se, e c’hoarvezo da fin ar béd : dond a raio an êlez da zibab ar re fall a-douez ar re just, 50 ha stlepel anezo e-kreiz an tan : eno e vo daelou ha skrignadeg dent.

51 Daoust ha komprenet ho-peus kement-se ? ».

— « Ya ’vad, emezo ».

52 Hag e lavaras dezo :

— « Setu perag, kement skrib deuet da veza diskib Rouantèlèz Doue, zo heñvel ouz eur penn-tiègèz hag a denn euz e deñzor traou nevez ha traou koz ».

53 Echu gantañ e barabolennou, ez eas Jezuz kuit ahalese.

Gwener

Mz 13, 54-58

54 Mond a reas Jezuz en e vro, hag e kelenne an dud en o zinagogennou, en doare ma choment souezet ha ma lavarent :

— « Euz peleh e teu dezañ ar furnez hag ar burzudou-ze ? 55 Daoust ha n’eo ket mab ar halvez ? Daoust ha n’eo ket Mari ano e vamm ? Ha Jozef, Simon ha Jud, ano e vreudeur ? 56 Hag e hoarezed, daoust ha n’emaint ket oll en on-touez ? Euz a beleh e teu eta, kement-se dezañ ? » 57 Hag e oant feuket gantañ.

Lavared a reas Jezuz dezo avad :

— « Ne vez disprizet eur profet, nemed en e vro hag en e diad ».

58 Ha ne reas ket kalz a vurzudou eno, abalamour ma ne gredent ket.

Sadorn

Mz 14, 1-12

1 En amzer-ze, e klevas Herodez, hag a oa e penn Bro-Halilea, ano euz ar vrud greet diwar-benn Jezuz, 2 hag e lavaras d’e zervicherien :

— « Yann-Vadezour eo hennez ; adsavet eo a-douez ar re varo ; ha setu perag e ra burzudou ».

3 Rag greet e-noa Herodez tapoud krog e Yann, chadenna anezañ ha taoler er prizon. Bez’ e oa abalamour da Herodiadez, gwrég Filip, e vreur. 4 Ewid gwir, lavaret e oa bet dezañ gand Yann :

— « N’az-peus ket urz da gaoud anezi da wrég. »

5 C’hoant e neveze da gas anezañ d’ar maro, med aon e-noa bet rag an dud, hag a ree eur profet euz Yann.

6 Hogen da geñver deiz-ha-bloaz ganedigez Herodez, e tañsas merh Herodiadez dirag an oll, hag e plijas kement da Herodez, 7 ma touas dre le, rei dezi kement a houlennfe. 8 Atizet gand he mamm, e lavaras ar verh :

— « Ro din amañ, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».

9 Rannet braz e oe kalon ar roue, med abalamour d’e le ha d’an dud a oa gantañ ouz taol, e roas urz da rei dezi he hoant, 10 ha da zibenna Yann er prizon.

11 Digaset e oe ar penn war eur plad, ha roet d’ar plah yaouank. Ha kaset e oe ganti d’he mamm.

12 Dond a reas diskibien Yann da gerhad ar horv, hag e oe lakeet en eur béz ganto. Goude-ze, ez ejont da gas kelou da Jezuz.