Euz ar 30 a viz Mezeven d’ar 6 a viz Gouere 2024
21 Treuzet adarre ar mor er vag gand Jezuz, ha dre ma oa tost ouz an aot, e oa eur bobl tud bodet en-dro dezañ.
22 Neuze, e teu beteg ennañ unan euz renerien ar zinagogenn, Jaïr e ano, hag o weled anezañ, e kouez d’an douar e-harz e dreid, 23 o pédi stard anezañ en eur lavared :
— « Bez’ ema va merhig war he zremeñvan. Deus da astenn da zorn warni, ma vo pareet ha ma chomo beo ».
24 Mond a reas Jezuz gantañ, ha kalz a dud d’e heul, ken ma oa gwasket ganto.
25 Padal, e oa eur vaouez, klañv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz. 26 Kalz he-doa bet da houzañv a-berz e-leiz a vedisined. Dispignet e oa bet ganti kement a oa en he herz, hep kaoud gwellaenn e-béd, med kentoh o vond war wasaad.
27 Klevet ganti ano euz Jezuz, e teuas e-touez an dud, a-dreñv dezañ, hag e touchas ouz e vantell.
28 Lavared a ree dezi heh-unan :
— « Ha pa ne rafen nemed touch ouz e zillad, e vin pareet ».
29 Ha kerkent, e torras ar holl-gwad enni, hag e santas en he horv e oa pareet euz he hleñved.
30 Kerkent, e ouezas Jezuz e oa eet eur vertuz er-mêz anezañ. Distrei a reas war-zu an dud en eur houlenn :
— « Piou e-neus touchet ouz va dillad ? »
31 Lavared a ree e ziskibien dezañ :
— « Gweled a rez ez out gwasket gand e-leiz a dud, hag e houlennez piou e-neus touchet ouzit ? »
32 Med selled a ree Jezuz en-dro dezañ, evid klask gweled an hini he-doa greet kement-se. 33 Neuze, en eur grena gand an aon, rag gouzoud a ouie petra a oa c’hoarvezet ganti, e teuas ar vaouez hag e kouezas e-harz e dreid, hag e lavaras dezañ ar wirionez penn-da-benn.
34 Lavared a reas Jezuz dezi avad :
— « Va merh, da feiz he-deus saveteet ahanout. Kerz e peoh, ha bez pareet euz da gleñved ».
35 E-pad ma oa c’hoaz o komz, e tigouezas tud euz ti ar rener-zinagogenn da lavared dezañ :
— « Maro eo da verh. Perag direnka c’hoaz ar Mestr ? »
36 Med o veza klevet ar homzou-ze, e lavaras Jezuz d’ar rener-zinagogenn :
— « Arabad dit kaoud aon. Bez feiz nemetkén ».
37 Ne roas aotre da zén e-béd da vond asamblez gantañ, nemed da Bèr, da Jakez ha da Yann breur Jakez. 38 En em gaoud a reont e ti ar rener-zinagogenn. Gweled a ra Jezuz tud, o ouela hag o youhal forz, ha trouz braz ganto.
39 Eet en ti, e lavar Jezuz dezo :
— « Perag e rit trouz, ha perag e ouelit ? N’eo ket maro ar plahig. Kousket eo ! »
40 Ha goap a ree an dud anezañ. Med ober a ra dezo oll mond er-mêz ; kemer a ra gantañ tad ha mamm ar plahig, hag an diskibien deuet d’e heul, ha mond el leh ma oa ar plahig. 41 Kregi a ra en he dorn, hag e lavar dezi :
— « Talita koum ! da lavared eo : Plahig, me lavar dit : sao en da zav !
42 Kerkent e oa ar plahig en he-zav, hag e stagas da vale, rag daouzeg vloaz e oa. Kerkent ive, setu an dud-se er-mêz anezo o-unan, ken souezet e oant. 43 Difenn stard a reas Jezuz outo na vefe gouezet kement-se gand dén e-béd, hag e lavaras rei dezi da zrebi.
18 Pa welas Jezuz e oa e-leiz a dud en-dro dezañ, e roas urz da vond en tu all d’al lenn. 19 Tostaad a reas eur skrib outañ hag e lavaras dezañ :
— « Mestr, mond a rin d’az heul n’eus forz da beleh ez i ».
20 Med respont a reas Jezuz dezañ :
— « Bez’ o-deus al louarned o zoullou, ha laboused an neñv, o neiziou ; Mab an Dén a-vad n’e-neus leh e-béd da lakaad e benn da ziskuiza ».
21 Lavared a reas dezañ unan all, diskib dezañ :
— « Aotrou, laosk ahanon da vond da zebelia va zad da genta ».
22 Med Jezuz dezañ :
— « Deus d’am heul, ha laosk ar re varo da zebelia o re varo ».
23 Sevel a reas Jezuz er vag, an diskibien o tond d’e heul. 24 Ha setu ma tirollas eur gwall daol-amzer war ar mor, ken ma oa goloet ar vag gand an tarziou. Kousket e oa Jezuz avad. 25 Tostaad a reas an diskibien outañ, ha dihuna anezañ en eur lavared :
— « Mestr, deus da zavetei ahanom ! Emaom o vond da goll ».
26 Lavared a reas dezo :
— « Perag ho-peus aon, tud laosk en ho feiz ? »
Savet neuze en e zav, e hourdrouzas an aveliou hag ar mor, hag e renas eur peoh kaer.
27 Chom a reas an diskibien estlammet, hag e lavarent :
— « Peseurt dén eo hemañ ’ta, pa zent outañ an aveliou hag ar mor zokén? »
24 Tomaz, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.
25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :
— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »
Med respont a reas Tomaz dezo :
— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».
26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».
27 Da houde e lavaras da Domaz :
— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».
28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.
29 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».
1 Sevel a reas Jezuz en eur vag, treuzi al lenn, ha mond en e gêr, Karfanaom. 2 Ha setu ma oe digaset dezañ eun dén seizet, astennet war eur gwele. O weled o feiz, e lavaras Jezuz d’an dén seizet :
— « Bez fiziañs, va mab, pardonet eo dit da behejou ».
3 Ha setu ma lavaras lod euz ar Skribed enno o-unan :
— « Blasfemi a ra an dén-ze ! »
4 — « O houzoud ar péz a oant o soñjal, e lavaras Jezuz dezo :
— « Perag maga soñjou fall en ho kalon ? 5 Petra eo an êsa : Lavared : Pardonet eo dit da behejou, pe lavared : Sav ha kerz ! Ahanta ! evid ma ouezot e-neus Mab an Dén, war an douar, galloud da bardoni ar pehejou : 6 « Sav ! emezañ neuze d’an dén seizet, kemer da wele, ha kee d’ar gêr ».
7 Sevel a reas an dén, ha mond d’ar gêr. 8 O weled kement-se, e krogas an dud aon enno, hag e rentjont gloar da Zoue, evid beza roet eur seurt galloud d’an dud.
9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.
10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :
— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».
14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Perag ’ta, en-dra ma reom yun, ni hag ar Farizianed, ne ra ket da ziskibien-te yun ?
15 Hag e respontas Jezuz dezo :
— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.
16 « Dén e-béd ne gemer eur peñsel nevez da lakaad war eur péz dillad koz ; rag sacha a ra an tamm nevez war an tamm dillad koz, ha ne vo nemed brasoh a ze ar rogadenn.
17 « Ha ne vez ket lakeet gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-hend-all e tarz ar zehier-lèr hag e vez skuillet ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr. Er hontrol, lakeet e vez ar gwin nevez e sehier-lèr nevez, hag e vez mired evel-se an eil hag egile ».