Euz an 23 d’an 29 a viz Mezeven 2024
35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Treizom da vond d’an tu all ».
36 Goude beza lezet an dud, e kemerjont Jezuz ganto er vag, evel ma oa ; hag e oa bagou all ouz e heul.
37 Sevel a reas neuze, eur barr avel diroll. Lammad a ree an tarziou er vag, beteg dezi beza karget a zour.
38 Kousket e oa Jezuz avad, war an dorchenn, e penn-a-dreñv ar vag. Dihun a reont anezañ o lavared :
— « Mestr, kollet om ! ne ra netra kement-se dit ?
39 Eur wech dihunet, e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :
— « Chom sioul ! Ro peoh ! »
Ha terri a reas an avel, hag e renas eur peoh kaer.
40 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :
— « Perag kaoud aon evel-se ? N’ho-peus ket c’hoaz ar feiz ? »
41 Hag e krogas eur spont braz enno, hag e lavarent kenetrezo :
— « Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »
57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouenn ganti.
59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.
60 Lavared a reas e vamm, avad :
— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».
61 Med, lavared a reas ar re all dezi :
— « N’eus dén e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».
62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.
64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.
65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar péz a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :
— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »
Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.
80 Kreski a ree ar hrouadur ha digeri e spered. Mond a reas da jom en dezert beteg an deiz m’ en em ziskouezas da bobl Izrael.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
6 « Na roit ket d’ar chas ar péz a zo sakr, ha na daolit ket ho perlez d’ar moh, gand aon na zeufent da bresa anezo, ha da drei war-zu ennoh evid drailla ahanoh.
12 « Kement ho-peus c’hoant eta, e rafe ar re all evidoh, grit kemend-all, c’hwi ive evito : setu aze ar péz a lavar al Lezenn hag ar Brofeted ».
13 « Kerzit tre dre an nor striz. Frank eo an nor, ledan eo an hent a gas da goll ; hag ez a e-leiz a dud dre an hent-se. 14 Med striz eo an nor, hag n’eo ket frank an hent a gas d’ar vuhez, ha n’int ket stank ar re a gav anezañ ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
15 « Diwallit ouz ar fals-profeted : dond a reont etrezeg ennoh gwisket evel deñved, nemed e vint bleizi kriz anezo en diabarz. 16 Diouz o frouez eh anavezot anezo. Daoust ha kutuillet e vez rezin war ar spern, pe fïez war an askol ?
17 Evel-se, e ro kement gwezenn vad frouez kaer, hag e ro kement gwezenn vrein frouez fall. 18 Ne hell ket eur wezenn vad dougenn frouez fall, nag eur wezenn vrein dougenn frouez kaer. 19 Kement gwezenn ha na zoug ket a frouez kaer a vez trohet ha taolet en tan. 20 Diouz o frouez eta, eo eh anavezot anezo ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
21 « N’eo ket kement hini a lavar din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo a yelo e Rouantèlèz an Neñvou, med an hini a ra bolontez va Zad a zo en neñvou.
22 « En deiz-se, e lavaro din kalz a dud : « Aotrou ! Aotrou ! daoust ha n’eo ket en da ano eo on-eus komzet ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus kaset kuit an droug-sperejou ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus greet kalz burzudou ? »
23 « Disklêria a rin dezo neuze : « N’em-eus biskoaz anavezet ahanoh. Kit pell diouzin, c’hwi hag a ra an droug. 24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad, savet ti gantañ war ar garreg. 25 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, c’hwezet o-deus an aveliou war an ti gand kounnar. N’eo ket pilet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.
26 « Heñvel eo avad an dén a zelaou va homzou hep senti outo, ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, savet eo an aveliou hag o-deus c’hwezet war an ti. Pilet eo bet an ti en e boull ha dizahet en e béz ».
28 Echu gand Jezuz komz evel-se, e chome an dud skoet gand e gelennadurez. 29 Rag kelenn a ree anezo evel eun dén galloud dezañ, ha n’eo ket evel o Skribed.
1 Pa ziskennas Jezuz diwar ar menez, ez eas e-leiz a dud d’e heul. 2 Ha setu ma tosteas eun dén lor outañ, hag en eur stoui dirazañ, e lavaras :
— « Aotrou, ma kerez, e hellez parea ahanon ».
3 Oh astenn e zorn, e touchas Jezuz outañ en eur lavared :
— « Felloud a ra din, bez pareet ».
Ha kerkent e oe pareet euz al lorgnez.
4 Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Selaou mad ahanon : na lavar netra da zén, med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig ar prov gourhemennet gand Moizez : eun testeni e vo kement-se evid an dud ».
13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :
— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »
14 Respont a rejont :
— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».
15Lavared a reas Jezuz dezo :
– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »
16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :
— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »
17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :
— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».