Euz an 21 d’ar 27 a viz Ebrel 2024
Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :
11 « Me eo ar pastor mad, ar mesaer gwirion, a ro e vuhez evid e zañvadezed.
12 « An hini a zo o labourad e koumanant n’eo ket ar pastor ; an dañvadezed n’int ket dezañ : ma wél ar bleiz o tond, e tilez an dañvadezed, hag e teh kuit. Skrapet e vezont gand ar bleiz, a ra dezo mond amañ hag ahont.
13 « N’eo ar mesaer-ze nemed eun dén o labourad e koumanant, ha n’eo ket chalet tamm e-béd gand an dañvadezed.
14 « Me eo ar pastor mad ; anavezoud a ran va dañvadezed, hag anavezet on ganto, 15 evel ma ’z on anavezet gand an Tad, ha ma’h anavezan-me an Tad. Ha va buhez a roan evid va dañvadezed.
16 « Dañvadezed all am-eus c’hoaz, ha n’emaint ket er hloz-mañ : ar re-ze ive e rañkan heñcha anezo. Selaou a raint va mouez : bez’ e vo eun tropell hepkén hag eur pastor hepkén ».
17 « Kared a ra an Tad ahanon, abalamour ma roan va buhez evid kemer anezi en-dro.
18 « Dén e-béd ne denn anezi diganin, med me eo a ro anezi ahanon va-unan. Galloud am-eus da rei anezi, ha galloud am-eus da gemer anezi en-dro. Kement-se zo bet gourhemennet din a-berz va Zad ».
Komz a ree Jezuz evel-henn d’ar Farizianed :
1 — « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini ne d-a ket e kraou an deñved dre an nor, med a bign dre eul leh all, hennez zo eul laer hag eur skraper.
2 « An hini a ya dre an nor eo pastor an deñved. 3 Digeri a ra ar porzier dezañ, ha selaou a ra an deñved e vouez. An deñved a zo dezañ, a vez galvet gantañ pep hini dre e ano, hag e lak anezo da vond er-mêz. 4 P’e-neus kaset e oll deñved er-mêz, e kerz en o-raog, hag ez eont d’e heul, rag anavezoud a reont e vouez.
5 « Ne d-aint ket da heul eun dén diavêz, med tehed a raint pell dioutañ, rag ne anavezont ket mouez an dud diavêz ».
6 Setu ar barabolenn lavaret gand Jezuz d’ar Farizianed, med ne gomprenjont ket ar péz e-noa c’hoant lavared dezo.
7 Abalamour da-ze, e lavaras Jezuz dezo adarre :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Me eo dor an deñved. 8 Laeron ha skraperien eo ar re oll a zo deuet em-raog ; med an deñved n’o-deus ket selaouet anezo.
9 « Bez’ ez on-me an nor : ma ’z eus unan o vond tre en eur dremen drezon-me, e vo salvet ; bez’ e hello mond ha dond, hag e kavo peuri. 10 Ne zeu al laer a-vad nemed evid laerez, laza ha distruja. Deuet on-me evid rei ar vuhez d’an deñved, ar vuhez e-leiz ».
22 Digouezoud a reas gouel Dedi an Templ, e Jeruzalem. Ar goañv e oa. 23 Mond ha dond a ree Jezuz en Templ, dindan porched Salomon. 24 En em voda a reas ar Juzevien en-dro dezañ, hag e lavarjont :
— « Beteg pe vare e laoski ahanom en arvar ? Ma ’z out-te ar Hrist, lavar deom frêz ».
25 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Lavaret em-eus deoh, ha ne gredit ket. An oberou a ran-me en ano va Zad, setu ar péz a ro testeni din. 26 Med c’hwi, ne gredit ket ahanon peogwir n’oh ket euz va deñved. 27 Va deñved a zelaou va mouez ; anavezoud a ran-me anezo, hag e teuont d’am heul. 28 Rei a ran dezo ar vuhez peurbaduz : ne d-aint biken da goll, ha dén e-béd ne ziframmo anezo euz va dorn. 29 Va Zad,hag e-neus roet anezo din, zo brasoh eged an oll, ha dén ne hell diframma anezo euz dorn an Tad.
30 « An Tad ha me n’om nemed unan ».
44 Sevel a reas Jezuz e vouez o lavared :
— « An hini a gréd ennon, n’eo ket ennon eo e kréd, med en Hini e-neus kaset ahanon ; 45 hag an hini a wél ahanon, a wél an Hini e-neus kaset ahanon.
46 « Me eo ar sklêrijenn : deuet on er béd evid ma ne jomo ket en deñvalijenn an hini a gréd ennon.
47 « Ma ’z eus unan bennag hag a glév va homzou, ha ne vir ket anezo, n’eo ket me eo a varno anezañ, rag n’on ket deuet evid barn ar béd, med evid salvi ar béd.
48 « An hini a zistaol ahanon ha na zigemer ket va homzou, e-neus e varner : ar Gomz am-eus lavaret. Ganti eo e vo barnet d’an deiz diweza. 49 Rag n’eo ket ahanon va-unan em-eus komzet : an Tad e-unan, hag e-neus kaset ahanon, e-neus kemennet din ar péz am-eus da lavared ha da gelenn ; 50 ha gouzoud a ran ez eo buhez peurbaduz gourhemenn an Tad. Kement a lavaran eta, e lavaran evel m’eo bet lavaret din gand an Tad ».
15 Lavared a reas Jezuz savet a varo da veo d’an unneg abostol :
— « It dre ar béd ar-béz, embannit Kelou-Mad an Aviel d’an oll dud. 16 An hini a gredo hag a vezo badezet, a vo salvet ; an hini a zinaho kredi a vo kondaonet.
17 Setu amañ ar zînou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : em ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered, 18 ha goude m’o-defe evet eur poezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag ar re-mañ a wellaio dezo ».
19 Goude beza komzet d’e eskibien, e oe douget an Aotrou Jezuz d’an Neñv, hag eh azezas en tu dehou da Zoue. 20 Evito a-vad, ez ejont da brezeg ar Helou-Mad e pep leh. A-unan ganto e laboure an Aotrou, hag e roe nerz d’ar Gomz dre ar burzudou a zigoueze d’he heul.
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
1 « Na laoskit ket ho kalon da veza strafuillet : kredi a rit e Doue, kredit ennon-me ive.
2 « E ti va Zad, ez eus meur a zemeurañs. Ma ne vije ket bet evel-se, daoust ha lavaret em-bije deoh : « Mond a ran da bourchas deoh eur plas » ? 3 Ha pa vin eet da bourchas deoh eur plas, e teuin en-dro da gemer ahanoh ganin, evid ma vezot, c’hwi ive, el leh m’emaon-me. 4 Evid mond d’al leh ma ’z an, eh anavezit an hent ».
5 Lavared a reas Tomaz dezañ :
— « Aotrou, n’ouzom ket da beleh emaout o vond. Penaoz e hellfem anavezoud an hent ? »
6 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Bez’ ez on-me an Hent, ar Wirionez hag ar Vuhez ; n’ez a dén d’an Tad, nemed drezon-me ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
7 « Peogwir eh anavezit ahanon, eh anavezot ive va Zad. A-vremañ, eh anavezit anezañ, hag ho-peus gwelet anezañ ».
8 Lavared a reas Filip dezañ :
— « Aotrou, diskouez deom an Tad, hag ez eo tra-walh evidom ».
9 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Keid-all zo emaon ganeoh, ha ne anavezez ket ahanon, Filip ? An hini a wél ahanon a wél an Tad. Penaoz e hellez lavared : « Diskouez deom an Tad ? »
10 « Ha ne gredez ket eta emaon en Tad hag ema an Tad ennon ? Ar homzou a lavaran deoh, n’eo ket ahanon va-unan eo e lavaran anezo. An Tad, hag a zo ennon, a ra e oberou dezañ e-unan.
11 « Kredit ahanon : Me zo en Tad hag an Tad a zo ennon ; ma ne gredit ket ennon, kredit da vihanna abalamour d’an oberou o-unan.
12 « E gwironez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gréd ennon a raio an oberou a ran. Ober a raio reou brasoh zokén, peogwir ez an da gaoud va Zad. 13 Ha kement tra a houlennot em ano, e rin anezañ, hag evel-se e vo roet gloar d’an Tad dre ar Mab. 14 Pa houlennot eun dra bennag em ano, e rin-me anezañ ».