Euz ar 7 d’an 13 a viz Ebrel 2023
Goude maro Jezuz e oa,19 d’an deiz kenta euz ar zizun, diouz an abardaez. Prennet e oa bet gand an diskibien doriou an ti ma oant ennañ, gand aon rag ar Juzevien.
Dond a reas Jezuz, hag e oa aze en e-zav en o-zouez.
Lavared a reas dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! »
20 Goude ar homzou-ze, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e gostez. O weled an Aotrou, e oe laouen-braz an diskibien.
21 A-nevez, e lavaras Jezuz dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! Evel m’e-neus va Zad kaset ahanon, e kasan-me ahanoh d’am zro ».
22 Distaget gantañ ar homzou-ze, e c’hwezas warno, hag e lavaras :
— « Resevit ar Spered-Santel. 23 Ar re ho-po pardonet o fehejou dezo, e vint pardonet dezo ; hag ar re ho-po dalhet o fehejou outo, e vint dalhet ».
24 Tomaz a-vad, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.
25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :
— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »
Med respont a reas Tomaz dezo :
— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».
26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».
27 Da houde e lavaras da Domaz :
— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».
28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.
29 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».
30 Stank eo ar zînou all bet greet gand Jezuz dirag e ziskibien, ha n’int ket bet skrivet el leor-mañ. 31 Med skrivet eo bet ar re-mañ, deoh-c’hwi da gredi eo Jezuz ar Hrist, Mab Doue, hag e-sèr kredi, kaoud ar vuhez en e ano.
Gouel-Meur ar 25 a viz Meurz treuzkaset d’an 8 a viz Ebrel
Lk 1, 26-38
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz e-béd ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
Lavared a ree Jezuz da Nikodem :
7 Ne d-a ket da veza souezet ma ’m-eus lavaret dit : « Red eo deoh beza ganet a-nevez ».
8 « C’hweza a ra an avel en tu ma kar : kleved a rez he mouez, med ne ouezez ket nag euz peleh e teu, na da beleh ez a. Evel-se ema kont gand kement dén a zo ganet euz ar Spered ».
9 Lavared a reas Nikodem d’e dro :
— « Penaoz e hell kement-se c’hoarvezoud ?
10 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Mestr-kelenner out en Izrael, ha n’ouzout ket an traou-ze ? 11 E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : Komz a reom euz ar péz a ouzom ; rei a reom testeni euz ar péz on-eus gwelet ; ha ne zegemerit ket on testeni. 12 Ma ne gredit ket pa gomzan ouzoh euz traou an douar, penaoz e kredot pa gomzin ouzoh euz traou an Neñv ? 13 Rag dén n’eo savet d’an Neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv, Mab an Dén.
14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ ».
Derhel a ree Jezuz da gomz ouz Nikodem :
16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.
17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ. 18 An neb a gréd ennañ n’eo ket barnet ; an neb ne gréd ket ennañ a zo dija barnet, peogwir n’e-neus ket kredet en ano Mab unganet Doue.
19 « Ha setu ar Varnedigez : deuet eo ar sklêrijenn er béd, hag an dud o-deus kavet gwelloh an deñvalijenn kentoh eged ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberou.
20 Rag kement hini a ra an droug e-neus kas ouz ar sklêrijenn : ne zeu ket er sklêrijenn, gand aon na vefe diskuliet e oberou. 21 Med an hini a ra ar wirionez, a zeu er sklêrijenn, evid ma vo anad ez eo e oberou greet e Doue ».
Hag e lavare Yann-Vadezour :
31 « An hini a zeu euz an Neh a zo a-uz d’an oll. An hini a zeu euz an douar e-neus da weled gand an douar, hag e komz euz traou an douar. An hini a zeu euz an Neñv a zo a-uz d’an oll ; 32 rei a ra testeni euz ar péz e-neus gwelet ha klevet, med ne ro dén digemer d’e desteni. 33 Med an hini a zigemer e desteni a embann ez eo Doue ar gwirionez.
34 Evid gwir, an hini a zo bel kaset gand Doue a lavar komzou Doue, abalamour ma ro Doue dezañ ar Spered hep konta.
35 Karet eo ar Mab gand an Tad, ha e laka pep tra etre e zaouarn.
36 An hini a gréd er Mab ema ar vuhez peurbaduz ennañ ; an hini na gréd ket er Mab ne welo ket ar vuhez ; med chom a ra kounnar Doue warnañ ».
1 Eet e oa Jezuz en tu all da vor Galilea, anvet ive : lenn Tiberiad.
2 War e lerh e teue e-leiz a dud, abalamour ma oa bet gwelet ganto ar zînou a ree war an dud klañv.
3 Sevel a reas Jezuz war ar menez, hag eh azezas eno, e ziskibien asamblez gantañ. 4 Tost a-vad, e oa ar Pask, gouel ar Juzevien. 5 Savet gantañ e zaoulagad, e welas Jezuz tud e-leiz o tond war-zu ennañ. Lavared a reas da Filip :
— « E peleh e hellfem prena bara evid rei dezo da zebri ? »
6 Komz a ree evel-se evid lakaad anezañ nehet, rag gouzoud a ouie mad-eñ petra e oa o vond da ober.
7 Respont a reas Filip :
— « Yalhad daou-hant deveziad labour ne vefe ket a-walh evid rei eun tammig bennag a vara da bep hini ».
8 Unan euz an diskibien, Andre, breur da Zimon-Pèr, a lavaras da Jezuz :
9 — « Bez’ ez eus amañ eur paotrig, pemp baraenn heiz ha daou besk gantañ. Med petra eo an dra-ze evid kement a dud ? »
10 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Lakait an dud da azeza ».
Founnuz e oa ar yeot en dachenn-ze. Azeza a rejont eta ; war-dro pemp mil gwaz a oa anezo.
11 Neuze e kemeras Jezuz ar baraennou, ha goude beza lavaret ar bedenn a drugarez, e roas anezo d’an dud a oa azezet eno. Rei a reas pesked dezo ive, kement ha ma karent.
12 P’o-doa bet o gwalh, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Dastumit an tammou chomet en dilerh, ma ne ’z aio netra da goll ».
13 Dastum a rejont anezo, ha karga daouzeg panerad gand tammou ar pemp baraenn heiz chomet a zilerh an dud o-doa drebet.
14 O weled ar zîn bet greet gand Jezuz, e lavaras an dud :
— « Hemañ eo, e gwironez, ar profet a zo da zond er béd ».
15 Med gouzoud a ouie Jezuz e oant o tond da dapoud krog ennañ evid lakaad anezañ da veza o roue. Neuze, en em dennas e-unan-penn, war ar menez.
Bez’ e oa goude burzud ar bara kresket.
16 Deuet an abardaez, e tiskennas diskibien Jezuz beteg ar mor. 17 Sevel a rejont en eur vag evid mond da Gafarnaom, en tu all d’ar mor. Deuet e oa dija an noz, ha ne oa ket deuet Jezuz c’hoaz beteg e ziskibien. 18 Kreñv-kenañ e c’hweze an avel, ha rust e oa ar mor. 19 Roeñvet o-doa an diskibien war hed pemp stad warn ugent pe dregont (da lavared eo : eur pemp kilometrad bennag), pa weljont Jezuz o vale war ar mor hag o tostaad ouz ar vag. Neuze e krogas aon enno.
20 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Me eo, n’ho pet ket aon ken ! »
21 O vond da gemer anezañ er vag e oant, med kerkent e oe digouezet ar vag d’an douar, el leh ma oant o vond.