Yn 12, 1-11 (ABC)
1 C’hweh devez a-raog ar Pask, e teuas Jezuz da Vetani, el leh ma oa Lazar o chom, an hini e-noa Jezuz adsavet a-douez ar re varo. 2 Roet e oe eur préd en enor da Jezuz. O servicha e oa Marta, hag e oa Lazar unan euz ar re a oa ouz taol gand Jezuz.
3 Kemer a reas Mari avad, eul luriad louzou-c’hwez-vad, eoul nard digemmesk a briz braz ; skuilla a reas al louzou-c’hwez-vad-se war dreid Jezuz, ha seha anezo gand he bleo. Karget e oe an ti a-béz gand ar frond.
4 Neuze, e lavaras unan euz e ziskibien, an hini a oa o vond da werza Jezuz, Judaz Iskariot end-eün :
5 — « Perag n’eo ket bet gwerzet al louzou-c’hwez-vad-se tri hant péz arhant, hag e vijent bet roet d’ar re baour ? »
6 Komz a reas Judaz evel-se, n’eo ket abalamour ma oa chalet gand ar re baour, med dre ma oa eul laer : karget e oa euz ar yalh, hag e skrape ar péz a veze lakeet enni.
7 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Laosk anezi e peoh : greet he-deus kement-se da hortoz an deiz ma vin-me lakeet er béz. 8 Tud paour a vo dalhmad en-dro deoh, me a-vad, n’ho-po ket ganeoh da viken ».
9 Padal, klevet o-doa e-leiz a Juzevien, e oa Jezuz eno, hag e teujont, n’eo ket abalamour da Jezuz hepkén, med ive evid gweled Lazar, e-noa savet a-douez ar re varo. 10 Neuze, e oe greet o zoñj frêz gand ar Veleien-Vraz : kas Lazar ive d’ar maro, 11 rag abalamour dezañ, e kuitee anezo kalz Juzevien, hag e kredent e Jezuz.
Yn 13, 21-33.36-38 (ABC)
21 D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-man d’e Dad, hag e-pad ma oa ouz taol gand e ziskibien, e oe strafuillet en e spered, hag e tisklêrias frêz :
– « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : bez’ ez eus unan ahanoh o vond d’am gwerza ».
22 Selled a ree an diskibien an eil re ouz ar re all, o klask gouzoud euz piou e komze.
23 Bez’ e oa ouz taol, harpet ouz Jezuz, unan euz an diskibien, an hini a oa karet gantañ. 24 Sacha a reas Simon-Pèr e evéz, hag e lavaras dezañ :
– « Goulenn euz piou ez eus ano gantañ ».
25 Tostaad a reas eta an diskib ouz kalon Jezuz, hag e lavaras dezañ :
– « Aotrou, piou eo ? »
26 Respont a reas Jezuz dezañ :
– « Bez’ ez eo an hini a roin dezañ an tamm bara emaon o vond da drempa ».
Ha kemeret an tamm-se, e roas Jezuz anezañ da Judaz, mab Simon Iskariot. 27 Kerkent ha kemeret an tamm gantañ, eh antreas Satan ennañ.
Neuze, e lavaras Jezuz dezañ :
– « Ar péz az-peus da ober, gra anezañ buan ».
28 Med ne oe bet intentet gand hini e-béd euz ar re a oa ouz taol, perag e-noa lavaret Jezuz kement-se da Judaz. 29 Dre ma oa ar yalh gantañ, e soñjas lod anezo, e-noa lavaret Jezuz dezañ préna ar péz a oa réd evid ar gouel, pe rei eun dra bennag d’ar re baour.
30 Kemeret gantañ an tamm, ez eas Judaz er-mêz raktal. Noz-dall e oa.
31 Pa oe eet Judaz er-mêz, e lavaras Jezuz :
– « Bremañ, ez eo en em zikouezet gloar Mab an Dén, hag Ennañ en em ziskouez gloar Doue. 32 Ha ma en em ziskouez gloar Doue e Mab an Dén, e tisklerio Doue ive ennañ e-unan gloar ar Mab ; hag e raio kement-se dizale.
33 « Va bugaligou, n’emaon mui ganeoh nemed evid eur berr amzer c’hoaz.
Klask a reot ahanon, hag evel m’em-eus lavaret d’ar Juzevien : « D’al leh m’ emaon o vond, ne hellit ket mond-c’hwi » ; deoh-c’hwi ive, e lavaran bremañ kemend-all ».
36 Lavared a reas Simon Pèr dezañ :
— « Aotrou, da beleh emaout o vond ? »
Respont a reas Jezuz dezañ :
— « D’al leh m’ emaon o vond, ne hellez ket bemañ dond d’am heul ; dond a ri d’am heul diwezatoh a-vad ».
Lavared a reas Pèr dezañ :
37 — « Aotrou, perag ne hellan ket mond d’az heul bremañ dioustu ? Rei a rin va buhez evidout ».
38 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Da vuhez a roi evidon ? E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : ne gano ket ar hillog, a-raog m’az-po nahet ahanon teir gwech.
Mz 26,14-25 (ABC)
14 En amzer-ze, ez eas unan euz an daouzeg, Judaz Iskariot e ano, da gaoud ar Veleien-Vraz, 15 hag e lavaras dezo :
— « Petra a rofeh din a-walh, ma lakan Jezuz etre ho taouarn ? »
Rei a rejont dezañ tregont péz arhant.
16 Ha diwar neuze, e oa Judaz o klask an tu da rei Jezuz dezo.
17 Da zeiz kenta Gouel ar Bara-Dihoell, e teuas an diskibien da gaoud Jezuz, en eur lavared :
— « E peleh az-peus c’hoant e vefe aozet dit préd ar Pask ? »
18 Lavared a reas dezo :
— « It e kêr da di an dén-man-dén, ha lavarit dezañ : « Lavared a ra ar Mestr : « Tost eo va eur. En da di eo, ez an da ober ar Pask gand va diskibien ».
19 Ober a reas an diskibien evel m’e-noa Jezuz gourhemennet dezo, hag e oe aozet ar Pask ganto.
20 Deuet an noz, e oa Jezuz ouz taol gand an Daouzeg. 21 E-pad ma oant o tebri, e lavaras :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : gwerzet e vin gand unan ahanoh ».
22 Glaharet braz e oent, ha pep hini d’e dro da houlenn outañ :
— « Daoust ha me e vefe, Aotrou ? »
23 Respont a reas Jezuz :
— « An hini e-neus lakeet e zorn er pladad asamblez ganin, hennez eo a werzo ahanon. 24 Mond a ra kuit Mab an dén, evel m’eo skrivet diwar e benn ; med gwaz-a-ze d’an dén ma ’z eo gwerzet Mab an dén gantañ ! Gwelloh e vefe bet d’an dén-ze chom heb dond war an douar ! »
25 D’e dro, e houlennas Judaz, an hini a oa o vond da werza anezañ :
— « Daoust ha me e vefe, Rabbi ?
Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Lavaret az-peus-te da-unan ! ».
Yn 13, 1-15 (ABC)
1 Araog Gouel Pask, o houzoud e oa deuet an eur evitañ da dremen euz ar béd-mañ d’e Dad, hag o veza karet e re hag a oa er béd, e karas Jezuz anezo beteg penn.
2 Lakeet e oa bet dija gand an diaoul e kalon Judaz, mab Simon Iskariot, ez afe beteg gwerza Jezuz. 3 Gouzoud a ouie Jezuz e-noa lakeet e Dad pep tra etre e zaouarn dezañ, hag e oa deuet euz Doue hag e tistroe da Zoue.
4 E-pad ar préd eta, e sav Jezuz diouz taol, e lam e vantell, ha kemeret gantañ eul lienenn, e lak anezi en-dro d’e zargreiz.
5 Goude-ze, e skuill dour en eul lestr. Neuze, e stagas da walhi treid e ziskibien, ha da zeha anezo gand al lienenn a oa en-dro dezañ.
6 En em gavoud a ra evel-se e-tal Simon-Pèr, ha lavared a ra hemañ dezañ :
— « Te, Aotrou, gwalhi din va zreid ? »
7 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Ar péz am-eus da ober, ne ouezez ket bremañ ; diwezatoh eh intenti ».
8 Lavared a reas Pèr dezañ :
— « Nann, ne walhi ket va zreid din biken ! »
Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Ma ne walhan ket ahanout, n’az-po lod e-béd ganin ».
9 Lavared a reas Simon-Pèr dezañ :
— « Neuze, Aotrou, n’eo ket hepkén va zreid, med ive va daouarn ha va fenn ! ».
10 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « An hini eo bet gwalhet e gorv gantañ, n’e-neus ket ezomm d’en em walhi, nemed an treid : glan eo penn-da-benn. Glan ez oh-c’hwi ive, med n’ez oh ket oll ».
11 Rag gouzoud mad a ree piou a oa o vond da werza anezañ. Abalamour da ze eo e lavare : « N’oh ket glan an oll ahanoh».
12 Goude beza gwalhet dezo o zreid, ha gwisket e zillad en-dro, ez eas ouz taol, hag e lavaras dezo :
–« Hag intent a rit ar pez am-eus greet deoh ?
13 « Ober a rit ahanon : Mestr hag Aotrou, hag ema ar wirionez ganeoh, rag bez’ ez on. 14 M’am-eus-me, an Aotrou hag ar Mestr, gwalhet deoh ho treid, c’hwi ive a rañk gwalhi ho treid an eil d’egile.
15 « Eur skwér am-eus roet deoh, evid ma reot, c’hwi ive, evel m’em-eus-me greet deoh ».
Yn 18, 1 – 19, 42 (ABC)
(Jezuz lakeet harz warnañ)
1 Goude ar préd, ez eas Jezuz er-mêz, e ziskibien o vond d’e heul : mond a reas d’an tu all d’ar froud Sedron. Eno, e oa eul liorz : mond a reas enni gand e ziskibien.
2 Judaz, an hini a oa o vond da werza Jezuz e oa anavezet gantañ al leh-se ive, rag aliez, en em gave Jezuz eno gand e ziskibien.
3 En em gaoud a ra Judaz eno eta, e penn eur vandennad soudarded, ha gwarded kaset gand ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed. Bez’ e oa ganto leterniou, torchou-goulou hag armou.
4 Neuze, o houzoud kement a oa da hoarvezoud gantañ, ez eas Jezuz etrezeg enno, hag e lavaras :
— « Piou emaoh o klask ? »
5 Respont a rejont :
— « Jezuz an Nazarean ».
Lavared a reas dezo :
— « Me eo ».
Bez’ e oa ganto Judaz, an hini a oa o werza anezañ. 6 P’e-noa Jezuz lavaret dezo : « Me eo », ez ejont war o hiz, ha koueza d’an douar. 7 Adarre, e houlennas Jezuz outo :
— « Piou emaoh o klask ? »
Lavared a rejont :
— « Jezuz an Nazarean ».
8 Respont a reas Jezuz :
— « Lavaret am-eus deoh : Me eo. Mard-eo me eo emaoh o klask, laoskit ar re-mañ da vond kuit ».
Evel-se, e teuas da wir ar gomz e-noa lavaret Jezuz : « N’am-eus kollet hini e-béd euz ar re az-poa roet din ».
10 Neuze, e tennas Simon-Pèr ar hleze a oa gantañ, hag e skoas war mevel ar Beleg-Braz, o troha dezañ e skouarn dehou. Ar mevel-ze e oa e ano Malkuz.
11 Lavared a reas Jezuz da Bèr :
— « Lak da gleze er feur. Ar haliriad roet din gand va Zad, daoust ha ne evin ket anezañ ? »
12 Neuze, e oe paket Jezuz gand ar zoudarded, an ofiser ha gwarded ar Juzevien, hag e oe ereet ganto.
(E palez ar Beleg-Braz Hannaz)
13 Kas a rejont anezañ da genta da di Hannaz, tad-kaer Kaifaz, hemañ o veza Beleg-Braz er bloavez-se. 14 Bez’ e oa Kaifaz an hini e-noa roet d’ar Juzevien an ali-mañ : « Gwelloh eo e varfe eun dén hepkén evid ar bobl a-béz ».
15 Hogen, mond a ree Simon-Pèr hag eun diskib all da heul Jezuz. Anavezet e oa an diskib-mañ gand ar Beleg-Braz. Mond a reas asamblez gand Jezuz e porz ar Beleg-Braz.
16 Chom a reas Pèr avad, e-tal an nor, er-mêz. Neuze, e teuas er mêz an diskibl all, an hini anavezet gand ar Beleg-Braz. Lavared a reas eur gerig d’ar borziéréz, hag e oe lakeet Pèr da vond tre gand an diskib. 17 Lavared a reas neuze ar borziéréz yaouank-se da Bèr :
— « Daoust ha n’out ket, te ive, unan euz diskibien an dén-ze ? »
— « Nann, n’on ket ! », a respontas Pèr.
18 Yén e oa an amzer, ha setu perag o-doa ar zervicherien hag ar warded greet eun tan-glaou, hag e oant aze o tomma tro-dro dezañ. O tomma ganto e oa Pèr ive.
19 Goulennou a reas ar Beleg-Braz ouz Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurez.
20 Respont a reas Jezuz :
— « Komzet am-eus war-wél d’an oll hag evid an oll. Kelennet am-eus bepréd er zinagogennou hag en Templ, el leh ma vez bodet an oll Juzevien ; n’em-eus lavaret netra e-kuz. 21 Perag e rez goulennou ouzin ? Ar péz am-eus lavaret, goulenn ouz ar re o-deus klevet ahanon. Gouzoud mad a oar ar re-ze petra am-eus lavaret ».
22 O kleved kement-se, e roas unan euz ar warded a oa war al leh eur flahad da Jezuz, en eur lavared :
— « Evel-se eo, e respontez d’ar Beleg-Braz ? »
23 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « M’am-eus lavaret eun dra fall bennag, lavar deom pehini eo an dra fall-ze. Med m’am-eus komzet mad, perag e skoez ganin ? »
24 Neuze, e kasas Hannaz anezañ, ereet dalmad, da Gaïfaz, ar Beleg-Braz.
(Nah e vestr a ra Pèr)
25 Bez’ e oa Pèr eta o tomma eno. Lavared a rejont dezañ :
— « Ha n’out ket, te ive, unan euz e ziskibien ? »
Nah a reas o lavared :
— « Nann, n’on ket ! »
26 Lavared a reas unan euz servicherien ar Beleg-Braz, kar d’an hini e-noa Pèr trohet dezañ e skouarn :
— « Ha n’eo ket te eo am-eus-me gwelet el liorz asamblez gantañ ? »
27 Nah a reas Pèr adarre.
Raktal, e kanas ar hillog.
(Jezuz dirag Pilat)
28 Neuze, e oe kaset Jezuz euz ti Gaifaz da balez ar gouarnour roman. Ar mintin e oa. Ne ’z eas ket ar re o-doa digaset anezañ e diabarz ar palez gand aon da veza saotret, hag evid beza e stad neuze da zebri ar Pask.
29 Dond a reas Pilat eta er-mêz d’o haoud, hag e lavaras dezo :
— « Petra a damallit d’an dén-ze ? »
30 Respont a rejont :
— « Ma ne vefe ket eun torfetour, n’on-nefe ket lakeet anezañ etre da zaouarn ».
31 Ha Pilat dezo :
« Tapit krog ennañ, c’hwi hoh-unan, ha barnit anezañ hervez ho Lezenn ».
Lavared a reas ar Juzevien dezañ :
— « N’on-eus ket aotre da gas dén e-béd d’ar maro ».
32 Evel-se, e teue da wir ar gomz bet lavaret gand Jezuz, evid rei da houzoud dre beseurt maro e vefe lazet.
33 Neuze, e tistroas Pilat e diabarz ar palez. Gelver a reas Jezuz, hag e houlennas outañ :
— « Ha roue ar Juzevien out-te ? »
34 Respont a reas :
— « Hag ahanout-te da unan e lavarez kement-se, pe tud all o-deus komzet dit diwar va fenn ? »
35 Respont a reas Pilat :
— « Daoust hag eur Juzeo on-me ? Lakeet out bet etre va daouarn gand tud da bobl hag ar Veleien-Vraz : petra az-peus greet ? »
Respont a reas Jezuz :
36 — « Va Rouantèlèz n’eo ket euz ar béd-mañ. Ma vije bet va Rouantèlèz euz ar béd-mañ, o-defe stourmet va zoudarded evid mired na vefen ket bet lakeet etre daouarn ar Juzevien. Med va Rouantèlèz n’eo ket ahalenn ».
37 Lavared a reas Pilat dezañ :
— « Neuze ’ta, ez out roue ? »
Respont a reas Jezuz :
— « Te da-unan a lavar ez on-me roue. Ganet on-me, ha deuet war an douar evid kement-mañ : rei testeni d’ar wirionez. Selaou a ra va mouez kement hini a zo euz ar wirionez ».
38 Lavared a reas Pilat dezañ :
— « Petra eo ar wirionez ? »
39 Goude ar homzou-ze, ez eas Pilat er-mêz adarre da gaoud ar Juzevien, hag e lavaras dezo :
— « Ne gavan tammal e-béd ennañ evid kondaoni anezañ. Med bez’ ema ar hiz ganeoh e rofen e frankiz d’eur prizoniad da geñver gouel ar Pask. Ha c’hoant ho-peus e lezfen da vond roue ar Juzevien ? »
40 Neuze, e stagjont adarre da youhal o lavared :
— « N’eo ket hennez ! Med Barabbaz ! ».
Eun torfetour avad, e oa Barabbaz.
(Jezuz skourjezet ha kurunennet gand spern)
19, 1 Neuze, e roas Pilat urz da dapoud krog e Jezuz, dezañ da veza skourjezet.
2 Blañsona a reas ar zoudarded eur gurunenn gand spern, ha lakaad anezi war e benn. Gwiska a rejont anezañ ive gand eur vantell voug. 3 Dond a reent dirazañ ha lavared :
— « Salud dit, roue ar Juzevien ! »
Hag e tistagent flahajou dezañ.
4 Dond a reas Pilat er-mêz eur wech all c’hoaz, hag e lavaras dezo :
— « Sellit, digas a ran anezañ amañ er-mêz, deoh da houzoud ne gavan netra da damall ennañ ».
5 Dond a reas eta Jezuz er-mêz gand ar gurunenn spern war e benn hag ar vantell voug en-dro dezañ. Hag e lavaras Pilat dezo :
— « Setu an dén ! »
6 O weled anezañ, e stagas ar Veleien-Vraz hag ar warded da youhal :
— « Stag anezañ ouz ar groaz ! Stag anezañ ouz ar groaz ! »
Lavared a reas dezo :
— « Leusker a ran anezañ ganeoh, ha c’hwi hoh-unan, stagit anezañ ouz ar groaz. Rag evidon-me, ne gavan netra o tamall anezañ ».
7 Respont a reas ar Juzevien da Bilat :
— « Eul Lezenn on-eus-ni, hag hervez al Lezenn-ze, e rañk mervel, rak en em lakaad a ra da Vab Doue ».
8 O kleved kement-se, e krogas muioh a aon c’hoaz e Pilat. 9 Mond a reas en-dro er palez, hag e houlennas ouz Jezuz :
— « Euz a beleh out-te ? »
Med ne roas Jezuz respont e-béd dezañ.
10 Ha Pilat, neuze dezañ :
— « Ne fell ket dit komz ganin ? Ne ouezez ket eta, em-eus galloud da rei dit da frankiz, ha galloud da staga ahanout ouz ar groaz ? »
11 Respont a reas Jezuz :
— « Galloud e-béd n’az-pefe a-eneb din, ma ne vefe ket bet roet dit euz an Neñv. Setu perag e-neus brasoh pehed an hini e-neus lakeet ahanon etre da zaouarn ».
12 Diwar neuze, e klaske Pilat an tu da rei dezañ e frankiz ; med youhal a ree ar Juzevien :
— « Ma laoskez anezañ da vond, n’out ket mignon da Zezar : piou bennag en em lak da roue a zav a-eneb Sezar ».
13 O veza kleved ar homzou-ze, e reas Pilat kas Jezuz er-mêz ; lakaad a reas anezañ da azeza war eul leurenn, el leh anvet Lithostrotos (en hebreeg : Gabbatha).14 Derhent ar Pask e oa, war-dro ar c’hwehved eur (da lavared eo : kreizteiz).
Lavared a reas Pilat d’ar Juzevien :
— « Setu amañ ho roue ».
15 Hag ar re-mañ da youhal :
— « Stag anezañ ouz ar groaz ! Stag anezañ ouz ar groaz ! »
Ha Pilat a-nevez :
— « Staga a rin ouz ar groaz ho roue deoh-c’hwi ? »
Respont a reas ar Veleien-Vraz :
— « N’on-eus roue e-béd, nemed Sezar ».
16 Lakaad a reas Pilat neuze, Jezuz etre o daouarn evid beza staget ouz ar groaz.
(Staget eo Jezuz ouz ar groaz)
Tapoud a rejont krog eta e Jezuz. 17 O tougenn e groaz, ez eas Jezuz er-mêz euz kêr, evid mond d’al leh anvet « klopenn » (en hebreeg : « Golgotha »). 18 E leh-se eo e oe staget ganto ouz ar groaz, ha daou all gantañ, unan a beb tu dezañ, hag evel-se e oa Jezuz er hreiz.
19 Ober a reas Pilat eur skritell ive, ha lakaad anezi ouz ar groaz : skrivet e oa warni kement-mañ : an Nazarean, roue ar Juzevien.
20 Kalz a Juzevien a lennas ar skrid-se, rag al leh ma oa bet staget Jezuz ouz ar groaz a oa tost ouz kêr, hag e oa ar skrid en hebreeg, e latin hag e gresianeg.
21 Neuze e lavaras Beleien-Vraz ar Juzevien da Bilat :
— « Arabad skriva « Roue ar Juzevien », med kentoh : « Hemañ e-neus lavaret : bez’ez on roue ar Juzevien ».
22 Respont a reas Pilat :
— « Ar péz am-eus skrivet, a jom skrivet ».
23 Pa oe echu ganto staga Jezuz ouz ar groaz, e kemeras ar zoudarded e zillad, hag ober peder lodenn, unan evid pep hini anezo.
Kemer a rejont ive e dunikenn, gwri e-béd enni, gwiadet en eur péz hepken, euz an neh beteg an traoñ.
24 Lavared a rejont kenetrezo :
— « Arabad deom freuza anezi, med tennom anezi d’ar plouz berr, evid gouzoud gand piou ez ayo ».
Evel-se, e teue da wir komzou ar Skritur : « Lodennet o-deus va dillad kenetrezo, ha tennet va zunikenn d’ar zord ».
Kement-se a reas ar zoudarded.
(Mari e-tal ar groaz)
25 E kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.
26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :
— « Maouez, setu amañ da vab ».
27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :
— « Setu amañ da vamm ».
Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.
(Maro Jezuz)
28 Goude-ze, o houzoud e oa kaset peb tra da benn, hag evid ma teufe da wir ar Skritur, e lavaras Jezuz :
— « Sehed am-eus ».
29 Bez’ e oa eno eur pod leun a winègr. Lakeet e oe e penn eur gorzenn hizop eun tamm spoue, karget a winègr, ha tosteet ouz genou Jezuz. 30 Kemeret gantañ ar gwinègr, e lavaras Jezuz :
— « Peurhreet eo pép tra ».
Hag o soubla e benn, e roas ar spered.
(Amañ, e taouliner, hag eh ehaner eur pennadig)
(Ar gwad hag an dour)
31 Bez’ e oa derhent ar Pask (da lavared eo : ar gwener). Arabad neuze e chomfe ar horvou ouz ar groaz da zeiz ar zabat, hag e oa ar zabat-se unan braz. Rag-se e houlennas ar Juzevien digand Pilat ma vefe torret dezo o diwesker, ha ma vefent lammet kuit.
32 Mond a reas ar zoudarded da derri o diwesker d’an hini kenta ha goude-ze d’an eil, euz an daou a oa bet staget ouz ar groaz war eun dro gand Jezuz. 33 Digouezet dirag Jezuz, o weled e oa dija maro, ne oe ket torret e ziwesker dezañ, 34 med toulla a reas unan euz ar zoudarded e gostez da Jezuz, gand e hoaf ; ha raktal e teuas anezañ gwad ha dour.
35 Testeni a ro a gement-se an hini e-neus gwelet, ha gwirion eo e desteni ; hennez a oar e lavar ar wirionez evid ma kredot, c’hwi ive. 36 Rag, c’hoarvezet eo kement-se evid ma teufe da wir ar Skritur : « Askorn e-béd dezañ ne vo torret ».
37 Ha c’hoaz en eul leh all, e lavar ar Skritur : « Selled a raint ouz an hini o-deus treuzet dezañ e gorv ».
(Or Zalver lakeet er béz)
38 Goude kement-se oll, e houlennas Jozef euz Arimati digand Pilat an aotre da lemel kuit korf Jezuz. (Bez’ e oa Jozef diskib da Jezuz, med e-kuz, gand aon rag ar Juzevien). Aotre a roas Pilat dezañ.
Dond a reas eta Jozef da lemel kuit korv Jezuz. 39 Hag e teuas ive Nikodem, eñ hag a oa bet a-ziaraog, e-pad an noz, o kaoud Jezuz. Digas a reas gantañ eur hemmesk mir hag aloez, eur hant lur bennag a bouez.
40 Kemer a rejont eta korv Jezuz, erea anezañ gand lurennou, ha skuilla warnañ louzeier c’hwéz-vad, hervez m’ema ar hiz da zebelia ar horfou gand ar Juzevien.
41 War al leh ma oa bet staget Jezuz ouz ar groaz, e oa eul liorz, hag el liorz-se eur béz nevez na oa bet lakeet dén e-béd ennañ c’hoaz. 42 Abalamour ma oa derhent Pask ar Juzevien, ha ma oa ar béz e-kichenn, e oe lakeet Jezuz ganto ennañ.
D’ar Zadorn Zantel, an dud fidel, di-rag béz or Zalver a zeu da eñvori e Basion. Ne vez lavaret overenn e-béd, kén na vez kanet, e doug an Noz Fask, laouenedigez ar Pask.