Mk 11, 1-10 (B)
1 Pa oe erruet Jezuz hag e ziskibien tost deuz Jeruzalem, e-kichenn Betfaje ha Betani, dirag Menez an Olived, e oe kaset gantañ daou euz e ziskibien, en eur lavared dezo :
2— « It d’ar vourhadenn a zo dirazoh. Kerkent hag eet e-barz e kavot eun azenig ouz ar stag, ha n’eus bet c’hoaz dén azezet warnañ. Distagit ha digasit anezañ ganeoh.
3 « Ma houlenn unan bennag ouzoh : « Petra emaoh oh ober aze ? », respontit : « An Aotrou e-neus ezomm anezañ ». Ha dioustu e vo lezet da zond ganeoh ».
4 Mond a reont eta, hag e kavont eun azenig ouz ar stag e-kichenn eun nor, er-mêz, war ar ru, hag e tistagont anezañ. 5 Tud a oa eno, hag a houlennas outo :
— « Da ober petra emaoh o tistaga an azenig-se ? »
6 Int-i da respont evel m’e-noa lavaret Jezuz, hag e lezer anezo da ober. Digas a reont an azenig da Jezuz, ha taoler o mantilli war e gein hag eh azezas Jezuz warnañ.
8 Leda a reas e-leiz a dud neuze o mantilli war an hent, ha lod all bodou bet trohet ganto er parkeier. 9 Koulz ar re a gerze e penn a-raog hag ar re a zeue warlerh, e youhent a-bouez-penn :
« Hozanna ! Benniget an hini a zeu en ano Doue !
10 « Benniget ar Rouantèlèz a zo o tond, hini David on Tad.
« Hozanna el lehiou uhel ! »
Mk 14, 1 – 15, 47 (B)
(lennadenn verreet : 15,1-39)
1 Bez’ e oa ar Pask, ha gouel ar Bara Dihoell da veza a-benn daou zevez ; hag e oa ar Veleien-Vraz hag ar Skribed o klask dre beseurt tro-gamm tapoud krog e Jezuz, evid kas anezañ d’ar maro, 2 hag e lavarent kenetrezo :
— « Arabad e vefe e-pad ar gouel, gand aon na zavfe trouz e-touez ar bobl ».
(Jezuz e Betani)
3 Bez’ e oa Jezuz e Betani, e ti Simon al Lor. E-pad ma oa ouz taol, e teuas eur vaouez, ganti eur podad louzou c’hwez-vad gwirion ha talvouduz meurbéd. Torret ar pod ganti, e skuillas al louzou c’hwez-vad war benn Jezuz. 4 Feuket e oa meur a hini, hag e lavarent kenetrezo :
— « Perag koll evel-se al louzou c’hwez-vad-se ? 5 Gellet e vije bet gwerza anezañ ouspenn tri hant diner, ha rei ar priz d’an dud paour ».
Ha droug a oa enno a-eneb dezi. 6 Lavared a reas Jezuz :
— « Lezit anezi. Perag ober poan-spered dezi ? Eun oberenn gaer he-deus greet em-heñver. 7 Rag dalhmad ho-peus tud paour en ho-touez, ha pa garit e hellit ober vad dezo. Me a-vad n’ho-pezo ket ahanon atao. 8 Ar péz e oa gouest da ober, he-deus greet ar vaouez-mañ. Balzamet he-deus va horv en-araog, a-benn ma vo sebeliet. 9 E gwirionez, e lavaran deoh, e kement leh ma vo prezeget an Aviel dre ar béd a-béz, e vo greet ano ive, en eñvor dezi, euz ar péz he-deus greet.
(Taol treid Judaz)
10 Mond a reas neuze Judaz Iskariot, unan euz an daouzeg abostol, da gaoud ar Veleien-Vraz, da ginnig dezo lakaad Jezuz etre o daouarn. 11 O kleved ar helou-ze, e oent laouen-kenañ, hag e lavarjont dezañ e-nefe arhant. Hag e klaske Judaz an tu da lakaad Jezuz etre o daouarn.
(Pourchasou ar pask)
12 Da zeiz kenta gouel ar Bara-Dihoell, ma veze lazet an Oan-Pask, e houlennas an diskibien outañ :
— « Peleh ez-peus c’hoant ez afem da bourchas kement a zo réd evid ma vo debret ar Pask ganit ? »
13 Kas a reas neuze daou euz e ziskibien, hag e lavaras dezo :
— « It beteg kêr ; en em gaoud a reot gand eun dén o tougen war e benn eur podad dour : 14 it d’e heul, hag e-barz an ti ma ’z aio ennañ, lavarit d’ar perhenn : « Lavared a ra ar Mestr kement-mañ evidout : E peleh ema ar zal ma hellin debri enni ar Pask gand va diskibien ? »
15 « Diskouez a raio deoh eur zal, war an neh, frank ha kempennet. Lakit aze evidom kement a zo réd ».
16 Mond a reas an diskibien kuit, hag ez eont e kêr. Kavoud a rejont pep tra evel ma oa bet lavaret dezo ; neuze e oe pourchaset ganto ar Pask.
(Ar goan ziweza)
17 Deuet an abardaez-noz, e teuas di Jezuz gand an Daouzeg. 18 E-pad ma oant ouz taol o tebri, e lavaras Jezuz :
— « E gwirionez, e lavaran deoh, unan ahanoh am gwerzo, hag ema o tebri ganin ».
19 Dond a rejont da veza trist, hag an eil goude egile e houlennjont outañ :
— « Daoust ha me an hini eo ? »
20 Lavared a reas Jezuz :
— « Unan euz an Daouzeg eo, hag a lak e zorn er plad asamblez ganin. 21 Evid gwir, ema mab an Dén o vond kuit, hervez m’eo skrivet diwar e benn, med an hini, gwaz-a-ze dezañ, ema o werza Mab an Dén, gwelloh e vije bet d’an dén-ze ne vije ket bet ganet ».
(Sakramant an Aoter)
22 E-pad ar préd, e kemeras Jezuz bara, hag o veza lavaret ar vennoz, e torras anezañ ha rei anezañ d’e ziskibien, en eur lavared :
— « Kemerit, va Horv eo kement-mañ ».
23 Kemer a reas ive eur haliriad gwin. O veza lavaret ar vennoz, e roas anezañ dezo, hag oll eh evjont anezañ. 24 Hag e lavaras dezo :
— « Va Gwad eo kement-mañ, gwad an Emgleo, skuillet evid e-leiz a dud. 25 E gwirionez, e lavaran deoh, ne evin ket mui euz frouez ar winienn, beteg an deiz ma ’h evin anezañ, nevez, e Rouantèlèz Doue ».
(Nah a raio Pèr e vestr)
26 Goude beza kanet ar Zalmou, ez ejont da Venez an Olived. 27 Hag e lavaras Jezuz dezo :
— « Oll emaoh da veza skoillet, rag skrivet eo : « Skei a rin gand ar pastor
« hag e vo strewet an dañvadez a bep tu ».
28 « Med, pa vin savet da veo en-dro, ez in en ho-raog da Vro-Halilea ».
29 Neuze e lavaras Pèr dezañ :
— « Ha goude ma teufe an oll da veza skoillet, me ne vin ket greet ».
30 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « E gwirionez, e lavaran dit, hirio, en noz-mañ, a-barz m’e-no kanet ar hillog diou wech, ez-po nahet ahanon teir gwech ».
31 Med derhel a ree Pèr da lavared startoh c’hoaz :
— « Ha pa vefe réd din mervel ganit, ne nahin ket ahanout ».
Hag oll e lavarent kemend-all.
(E Jetsemani)
32 Digouezoud a rejont en eul leh, Jetsemani e ano. Hag e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Azezit amañ keid ha ma vin o pedi ».
33 Kas a reas gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e teuas da veza skoet gand ar spont ha gand an anken. 34 Lavared a reas dezo :
— « Trist eo va ene, beteg mervel ; chomit amañ, ha beillit ».
35 Eet eun tammig pelloh, e kouezas war an douar. Goulenn a reas en e bedenn, ma tremenfe an eur-ze e-biou dezañ. 36 Lavared a reas :
— « Abba, va Zad ! Bez’ e hellez ober pep tra : pella diouzin ar haliriad-mañ. Evelato, ra vo greet da volontez-te, n’eo ket va hini-me ».
37 Dond a reas en-dro, hag e kavas e ziskibien kousket. Lavared a reas da Bèr :
– 38 « Simon, kousket out ? N’ez-peus ket gellet beilla eun eurvez zokén ? Beillit ha pedit evid diwall da goueza en tentadur. Prim eo ar spered, med gwan eo natur an dén ».
39 Eet pelloh adarre, e pedas gand ar memez komzou. 40 Deuet war e giz, e kavas anezo kousket c’hoaz, rag pounner e oa eet o daoulagad, ha ne ouient ket petra da respont dezañ.
41 Dond a reas en-dro d’an trede gwech, hag e lavaras dezo :
— « Kouskit bremañ ha diskuizit. Tra-walh eo ! Deuet eo an eur ! Ema Mab an dén o vond da goueza etre daouarn ar beherien. 42 Savit ! Deom ! Ema tost an hini a zo o werza ahanon ».
43 Komz a ree c’hoaz pa zigouezas Judaz, unan euz an Daouzeg, ha gantañ eur vandennad tud, klezeier ha bizier en o daouarn, kaset gand ar Veleien-Vraz, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl. 44 Eur zîn e-noa roet an treitour dezo :
— « An hini a roin eur pok dezañ, hennez eo, tapit krog ennañ ha bezit war evez evid kas anezañ ganeoh ».
45 Kerkent ha ma oe digouezet Judaz, e tosteas ouz Jezuz hag e lavaras dezañ :
— « Rabbi ! »
Hag e roas eur pok dezañ. 46 Teurel a reas ar re all neuze o daouarn warnañ, ha derhel mad ennañ.
47 Tenna a reas e gleze unan euz ar re a oa eno, hag a skoas eun taol gand mevel ar Beleg-Braz, hag a drohas dezañ e skouarn. 48 Komz a reas Jezuz, hag e lavaras dezo :
— « Evel pa vefen bet eul laer, ez oh deuet gand klezeier ha bizier da baka ahanon. 49 Bemdez e vezen, en ho touez en templ, o rei kelennadurez, ha n’ho-peus ket kroget ennon. Med bremañ eo evid ma teuio da wir ar péz a zo merket er Skritur-Zakr ».
50 Dilezet e oe neuze gand e oll ziskibien : tehel kuit a reas ar re-mañ. 51 Koulskoude, ez eas eur paotr yaouank da heul Jezuz, netra war e gorv nemed eul liñser. Kregi a rejod ennañ, 52 med en em zizober a reas euz e liñser hag e tehas kuit en noaz.
(Jezuz dirag ar sanhedrin)
53 Digaset e oe Jezuz dirag ar Beleg-Braz : en em voda a reas eno an oll Veleien-Vraz, Pennou braz ar bobl hag ar Skribed.
54 Euz a bell e-noa heuliet Pèr Jezuz beteg ti ar Beleg-Braz ; e diabarz ar porz, e oa eet da domma e-kichenn an tan, azezet e-touez ar zervicherien.
55 Klask ar reas ar Veleien-Vraz hag ar Huzul a-béz eun testeni bennag a-eneb Jezuz evid kondaoni anezañ d’ar maro, ha ne gavent ket. 56 Falz-testeni a veze douget a-eneb dezañ gand meur a hini, med ne oa ket heñvel an testeniou an eil re ouz ar re all. 57 Sevel a ree hiniennou da zougen testeniou faoz evel-henn :
58— « Klevet on-eus anezañ o lavared : « Diskar a rin an templ-mañ, savet gand dorn an dud, hag en eur ober tri devez e savin unan all, na vo ket diwar dorn an dud ».
59 Ha war ar poent-se zokén, ne oa ket heñvel o zesteniou.
60 Neuze, e savas ar Beleg-Braz en e-zav e-kreiz an dud bodet eno, hag e houlennas ouz Jezuz :
— « N’ez-peus netra da respont d’an tamallou greet dit gand ar re-mañ ? »
61 Chom a reas Jezuz dilavar, ha ne respontas netra. Hag adarre, e houlennas ar Beleg-Braz outañ :
— « Ha bez’ ez out-te ar Hrist, Mab an Doue benniget ? »
62 Respont a reas Jezuz :
— « Ya, bez’ ez on ! Ha gweled a reot Mab an Dén azezet en tu dehou d’an Doue Oll-Halloudeg, hag o tond war goabrennou an neñv ».
63 Regi a reas ar Beleg-Braz e zillad neuze, ha lavared :
— « Da betra on-eus ezomm c’hoaz da gaoud testou ? 64 Klevet ho-peus ar blasfem. Petra a zoñj deoh ? »
Hag e oe barnet d’ar maro gand an oll.
65 Hag e krogas lod da dufa outañ, ha moucha dezañ e zaoulagad, ha rei dezañ flahadou en eur lavared :
— « C’hoari da brofet ! »
Skei a ree ive ar vevelien gantañ.
(Nahet e vestr gand Pèr)
66 Keid ha ma oa Pèr en traoñ, er porz, e tigouezas eur vatez d’ar Beleg-Braz. 67 O weled Pèr o tomma ouz an tan, hag en eur zelled mad outañ, e lavaras :
— « Te ive a oa gand Jezuz a Nazared ».
68 Med naha a reas Pèr o lavared :
— « N’ouzon ket ha ne intentan ket petra a lavarez ».
Hag ez eas er-mêz, war-zu ar porched. Neuze, e kanas eur hillog.
69 Med gweled a reas ar vatez anezañ, hag e lavaras a-nevez d’ar re a oa eno :
— « Hennez zo unan anezo ».
Ha Pèr da naha adarre.
70 Eur pennadig goude-ze, e lavaras ar re a oa eno da Bèr, eur wech ouspenn :
— « A-dra-zur, ez out-te unan anezo, rag eur Galilead a zo ahanout ».
71 Staga a reas neuze da vallozi ha da doui :
— « Ne anavezan ket an dén a gomzit anezañ din ».
72 Raklal, evid an eilved gwech, e kanas eur hillog.
Hag e teuas da zoñj da Bèr euz ar gomz lavaret dezañ gand Jezuz : « Araog m’e-no ar hillog kanet diou wech, ez-po nahet ahanon teir gwech ».
Hag e tirollas da ouela.
(Penn-kenta al lennadenn verreet : )
(Jezuz dirag Pilat)
15 1 A-bréd diouz ar mintin, en em vodas ar Veleien-Vraz, Pennou-Braz ar bobl hag ar Skribed, gand ar Huzul-Meur en e béz. Goude beza ereet Jezuz, e kasjont anezañ da veza lakeet etre daouarn Pilat. 2 Goulenn a reas Pilat ouz Jezuz :
— « Ha bez’ ez out-te roue ar Juzevien ? ».
Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Te eo a lavar ».
3 Tamallou e-leiz a zave ar Veleien-Vraz a-eneb dezañ. 4 Goulenn a reas Pilat adarre ouz Jezuz :
— « N’ez-peus netra da respont ? Sell pegen pounner eo an tamallou a-eneb dit ? »
5 Med Jezuz ne respontas mui netra, ken ma chomas Pilat souezet.
6 Da geñver peb gouel, e veze roet gand Pilat e frankiz d’eur prizoniad, d’an hini a veze goulennet gand an dud.
7 Bez’ e oa unan, Barabaz a veze greet anezañ, hag a oa er prizon, bet tapet asamblez gand dispaherien all, lazet ganto eun dén e-pad eun taol-dispah.
8 Mond a reas neuze an dud beteg lezvarn Pilat, hag e houlennjont digantañ ar péz e oa kustum da rei dezo. 9 Respont a reas Pilat dezo :
— « Ha c’hoant ho-peus e laoskfen ganeoh roue ar Juzevien ? »
10 Gouzoud a ree tra-walh e oa dre warizi o-doa ar Veleien-Vraz lakeet Jezuz etre e zaouarn.
11 Med poulza a reas ar Veleien-Vraz ar bobl da houlenn kentoh ma vefe roet e frankiz da Varabaz. 12 Lavared a reas Pilat adarre dezo :
— « Petra a rin neuze euz an hini a rit anezañ « roue ar Juzevien » ?
13 Respont a rejont dezañ en eur youhal :
— « Stag anezañ ouz ar groaz ! »
l4 Ha Pilat dezo :
— « Peseurt droug e-neus greet eta ? »,
Kreñvoh c’hoaz, e youhas an dud :
— « Stag anezañ ouz ar groaz ! »
15 C’hoant dezañ plijoud d’ar bobl, e laoskas Pilat Barabaz ganto. Lakaad a reas skourjeza Jezuz, ha lezel anezañ ganto da veza staget ouz ar groaz.
16 Kas a reas ar zoudarded Jezuz e diabarz ar porz, e palez ar gouarnour, ha boda ar gohortenn a-béz.
17 Gwiska a rejont dezañ eur vantell liou-moug, hag e lakajont war e benn eur gurunenn spern blañsonet ganto. 18 Hag e stagjont da zaludi anezañ :
— « Salud dit, roue ar Juzevien ! ».
19 Hag e skoent war e benn gand eur gorzenn, e tufent outañ, hag e plegent o daoulin evid stoui dirazañ.
20 Goude beza greet goap anezañ, e lamjont diwarnañ ar vantell liou-moug, hag e lakajont dezañ e zillad en-dro. Kas a rejont neuze anezañ er-mêz evid lakaad anezañ da veza staget ouz ar groaz.
(Jezuz staget ouz ar groaz)
21 Lakaad a rejont, evid dougenn kroaz Jezuz, eun dén hag a dremene dre eno, o tond diwar ar mêz : Simon e ano, eun dén euz Siren, tad Aleksandr ha Rufuz.
22 Kas a rejont Jezuz beteg al leh a vez greet Golgota anezañ, ar péz a dalvez kement ha : Leh ar Glopenn. 23 Rei a reent dezañ gwin mesket gand mir, med ne gemeras ket.
24 Staga a rejont anezañ ouz ar groaz, hag e lodennjont e zillad kenetrezo en eur denna ar zord warno, evid lakaad e lod da bep hini.
25 An trede eur e oa (da lavared eo : nav eur diouz ar mintin), pa oa bet staget Jezuz ouz ar groaz ganto. 26 Ar skritell hag a verke perag e oa bet kondaonet, a oa merket warni ar geriou-mañ : « Roue ar Juzevien ».
27 Staga a rejont ive ouz ar groaz daou laer e-kichenn Jezuz, unan a-zehou dezañ hag egile a-gleiz. [ 28 Evel-se, e teue da wir komzou ar Skritur-Zakr : « E reñk an dorfetourien eo bet lakeet ».]
29 Komz a ree an dremenidi divalo outañ en eur heja o fenn, o lavared :
— « Ahanta ! Te hag a ziskar ar Zantual hag a zav anezañ a-nevez en eur ober tri devez, 30 en em zavete da-unan, diskenn euz ar groaz ! ».
31 Evel-se ive, e hoarze goap ar Veleien-Vraz gand ar Skribed kenetrezo o lavared :
— « Tud all zo bet saveteet gantañ, ha ne hell ket en em zavetei e-unan ! 32 Eñ ar Hrist, roue Izrael, ra ziskenno bremañ diouz ar groaz, ma welim ha ma kredim ennañ ! ».
Kunujennet e oa zoken gand ar re a oa staget ouz ar groaz, en e gichenn.
(Maro Jezuz)
33 Deuet ar c’hwehved eur (da lavared eo : kreisteiz), e teuas an deñvalijenn war an douar a-béz, beteg an naved eur (da lavared eo : teir eur). 34 D’an naved eur, e youhas Jezuz gand eur vouez kreñv :
— « Eloi ! Eloi ! Lema sabaktani ! » da lavared eo : « Va Doue ! Va Doue ! perag ez-peus dilezet ahanon ? »
35 O veza klevet anezañ, e lavare lod euz ar re a oa eno :
— « Setu m’ema o helver Elïaz ».
36 Redeg a reas unan anezo da zouba eur spoueenn e gwinegr. Lakaad a reas anezi e bég eur gorzenn, ha rei dezañ da eva, en eur lavared :
— « Lezit ’ta ! Gwelom ha dond a raio Elïaz da ziskenn anezañ d’an traoñ ».
37 Med, goude beza taolet eur youhadenn vraz, e rentas Jezuz e spered.
(Amañ, e stouer d’an daoulin, hag eh ehaner eur pennadig)
38 Hag e oe freuzet ar ouel euz ar Zantual dre an hanter, euz an neh d’an traoñ. 39 Gweled a reas an ofiser a oa a-geñver da Jezuz, penaoz e oa marvet, hag e lavaras :
— « E gwirionez, Mab Doue e oa an dén-ze ! ».
(Fin al lennadenn verreet)
40 Bez’ e oa ive merhed o selled euz a bell, en o zouez Mari-Madalen, Mari, mamm Jakez vihan ha Joze, ha Salome. 41 Deuet e oant da heul Jezuz, hag e serviche anezañ pa veze e Bro-Halilea. Hag e oa aze ive kalz merhed all savet d’e heul da Jeruzalem.
42 Deuet e oa dija an abardaez-noz ; o veza ma oa deiz an Aoza, da lavared eo : derhent ar zabat, 43 e teuas Jozef a Arimati. Bez’ e oa eun dén hag a oa hir e vreh, ezel euz ar Huzul-Meur, hag e oa eñ ive o hortoz Rouantèlèz Doue. Kredi a reas mond da gaoud Pilat da houlenn digantañ korv Jezuz.
44 Souezet e oe Pilat e vefe Jezuz marvet ken buan. Gervel a reas an ofiser da zond d’e gaoud hag e houlennas digantañ ha marvet e oa abaoe pell. 45 Goude beza klevet an ofiser, e roas Pilat urz da Jozef da gaoud ar horv.
46 Neuze, prenet eul liñser gantañ, e tiskennas Jozef ar horv euz ar groaz ; lakaad a reas al liñser en-dro dezañ, ha dougen anezañ en eur béz toullet er roh ; hag e ruillas eur mên da stanka ar béz.
47 Bez’ e oa avad, Mari-Madalen ha Mari mamm Joze o selled e peleh e oa bet lakeet korv Jezuz.