Jud, breur da Jakez, a skriv d’ar gristenien evid lavared dezo beza war evez ouz ar fals-prezegerien ; ar re-mañ n’int nemed gwez difrouez, n’int mad nemed da veza kastizet kaled gañd Doue. D’ar gristenien vad en em zikour kenetrezo evid chom stard er gwir feiz.
I. 1 Jud, servicher Jezuz Krist, breur da Jakez, d’ar re a zo galvet ha karet gand Doue on Tad, ha miret evid Jezuz Krist, 2 ra vo puill ganeoc’h trugarez, peoh ha karantez.
3 Va mignoned, c’hoant braz am-boa da skriva deoh diwarbenn ar zilvidigez a zell ouzom oll, ha padal eo bet red din henn ober evid ho kennerza da stourm evid ar feiz a zo bet roet d’ar zent evid mad.
4 Rag en em zilet o-deus en ho touez tud hag a zo skrivet o barnedigez, en araog, abaoe pell amzer, tud difeiz hag a dro gras Doue d’eur vuez diroll, hag a nah an hini n’on-eus nemetañ da vestr ha da Aotrou, Jezuz Krist.
5 Felloud a ra din degas deoh da zoñj, daoust ma ouzoh peb tra evid mad, e-neus an Aotrou, goude beza saveteet e bobl euz bro Egypt, lakeet d’ar maro goudeze ar re o-doa diskouezet beza diskred.
6 An êlez ha n’ho-doa ket dalhet d’o renk, med o-doa dilezet o demeurañs, a zo dalhet gantañ da viken, chadennet en deñvalijenn, evid ar varnedigez d’an Deiz braz.
7 Sodom ha Gomor hag ar gêriadennou all diwar-dro, o-doa en em roet er memez doare d’ar zerhèrèz, ha redet war-lerh ar re a oa disheñvel outo dre natur, hag a zo miret bremañ, e-giz skouer, dindan kastiz an tan peurbaduz.
8 En heveleb doare, an dud-se, oh alteri, evel ma reont, a zaotr o horv, a zispriz an Aotroniez, hag a zismegañs an Elez gloriuz. 9 Koulskoude, an Arhêl Mikêl zoken o tebati ouz an diaoul hag o tabutal diwar-benn korv Moïzez, ne gredas ket dougenn a-eneb dezañ eur varnedigez dismegañsuz, med lavared a reas « Doue ho kastizo ».
10 Med an dud, ar pez n’anavezont ket, a vez dismegañset ganto, hag ar pez a ouzont dre ijin-natur ha diskiant al loened, ne dalve dezo nemed evid o holl. 11 Siwaz dezo, peogwir o-deus heuliet hent Kain, evid eur gopr o-deus en em lezet da faziañ evel Balaam, hag ez int eet da goll e taol reversi Kore. 12 Ar re-ze eo a vez o saotri ho prejou kenvreureg, pa reont chervad ha pa zebront re heb mez ebed : koumoul dizour skubet gand an aveliou, gwez euz fin an diskar-amzer, difrouez, maro diou wech, diwriziennet, 13 tonnou dirollet ar mor o strinka an eonenn euz o mez o-unan, stered kildroet, miret da viken e donder an deñvalijenn. 14 Diwar o fenn e-neus ive profedet Henok, ar seizved abaoe Adam, o lavared : 15 « Setu m’ema o tond an Aotrou gand e vilisou santel evid barn an oll dud ha lakaad an oll dud difeiz da anzao int kabluz euz o oll difeizded grevuz, hag euz kement komz divergont o-deus ar beherien difeiz lavaret a-eneb dezañ. »
16 Setu aze petra int ! Tud tagnouz, kounnaruz, renet gand o youlou fall, komzou direiz a zeu euz o genou. Ne brizont an dud nemed hervez ar gounid a zeu diouto.
17 C’hwi avad va mignoned, dalhit soñj er homzou bet lavaret deoh en araog gand ebestel or zalver Jezuz Krist. 18 Lavared a reent deoh : « Da fin an amzeriou e vo goaperien, youlou disakr o ren anezo ». 19 Ar re-ze int ! Dizunaniez a lakeont, douarel eo o homzou, ar Spered n’ema ket ganto. 20 Med c’hwi, va mignoned, kreskit war ziazez ho feiz santel meurbed ; pedit ar Spered Santel, 21 chomit e karantez Doue ; lakit hoh esperañs er vuez peurbaduz, e trugarez Jezuz Krist on Aotrou. 22 Ar re a zo nehet ho-pet truez outo. 23 Saveteit anezo o tenna anezo euz an tan. Evid ar re all, bezit truez outo, med bezit aon, kasait beteg an dillad saotret gand o horv.
24 D’an hini a hell ho mired da goueza, hag·ho telher dinamm dirag e hloar, el levenez, 25 d’an Doue n’eus nemetañ, or Zalver Jezuz Krist, gloar, brazder, galloud ha beli, araog an oll amzeriou, bremañ ha da viken. Amen.