Al liziri-mañ a zo bet kaset d’eun Iliz hag a oa war-nez trei gand eur fals-kredenn, an hini a nah eo Jezuz Doue. Evid mired ouz ar gristenien da fazia war ar poent-se, oberour al liziri a lavar beza war evez ouz ar fals-doktored, ar re a embann menosiou nevez. Ra jomint stag ouz kelennadurez an Ebestel.
1 Ar Hoziad, da Gaius muia-karet a garan e sklerijenn ar wirionez : 2 Mignon kêr, heti a ran e vefe mad ar bed ganit e peb keñver ha mad da yehed kenkoulz ha da ene, a zo hi e stad vad. 3 Kalz levenez am-eus bet, rag breudeur degouezet amañ a ro testeni d’ar wirionez a weler sklêr en da vuez, te hag a gerz ouz sklerijenn ar wirionez. 4 Va brasa levenez eo kleved e kerz va bugale e sklerijenn ar wirionez. 5 Mignon ker, hervez ar feiz e prederiez gand da vreudeur, ha kement-se evid tud estren.
6 Roet o-deus dirag an Iliz testeni euz da garantez. Mad a ri o pourvezi da ezommou o beaj en eun doare din euz a Zoue. 7 Rag evid an Ano eo ez int eet en hent heb reseo netra digand ar bayaned. 8 Ni eta a dle dond war zikour an dud-se, o kenlabourad ganto evid ar wirionez. 9 Skrivet am-eus eur ger d’an Iliz ; med Diotrefez hag a blij dezañ ober e vestr war beb tra, ne fell ket dezañ on degemer. 10 Setu perag, pa zegouezin e tiskuillin e droiou hag ar homzou droug a lavar a-eneb deom. Ha n’eo ket awalh an dra-ze dezañ ; ne fell ket dezañ rei degemer d’ar vreudeur hag ar re o-defe c’hoant d’o degemer e vir outo d’henn ober hag e kas anezo er mêz euz an Iliz.
11 Mignon ker, na gemer ket skouer diwar an droug, med diwar ar mad ; an hini a ra ar mad a zo euz a Zoue ; an hini a ra an droug ne wel ket Doue. 12 Demetriuz a-vad, an oll a ra e veuleudi dezañ, hag ar wirionez heh-unan med ni ivez a ro testeni dezañ, ha te a oar eo gwirion on testeni. 13 Kalz traou all am-befe da skriva dit, med ne felle ket din henn ober gand pluenn ha liou. 14 Rag fiziañs am-eus da weled ahanout dizale, hag e hellim komz an eil gand egile. 15 Ar peoh ra vezo ganit. Salud dit a-berz da vignoned. Salud ar vignoned peb hini anezo.