Iliz kêr Filip e Makedonia a zo bet brudet bepred evid he zentidigez parfed, he harantez tener hag an troet ma ’zeo da renta servij da Baol, an hini e-neus he zavet. Diouz e du, an abostol a gave enni e levenez hag e frealzidigez : diganti, ha netra nemed diganti, eh asantas reseo sikouriou ha donezonou… Amañ e tiskouez kaoud fiziañs enni, ha karantez eviti, o rei dezi eun nebeud kuzuliou war an doare da ren ar vuez.
I. 1 Paol ha Timote, servicherien da Jezuz Krist, d’an oll zent e Jezuz Krist a zo e Filip, gand o episkobed hag o diagoned, 2 deoh, gras ha peoh a-berz Doue on Tad hag an Aotrou Jezuz Krist.
3 Trugarekaad a ran va Doue, bewech ma teu da zoñj din ennoh, 4 e peb amzer, e peb pedenn, a galon laouen e pedan evidoh oll, 5 ablamour d’an unaniez ho-peus ganin en Aviel, azaleg an deiz kenta beteg bremañ. 6 Sur on a gement-mañ : an Hini e-neus boulhet ennoh al labour-se a gaso anezañ da benn beteg Deiz ar Zalver Jezuz. 7 Just eo din beza troet evel-se en ho keñver deoh oll, peo-gwir emaoh em halon, c’hwi hag a gemer oll perz er hras roet din, koulz pa vezan ar prizon ha pa vezan o tivenn hag o kennerza an Aviel. 8 Doue a zo test din, e karan ahanoh oll e kalon or Zalver Jezuz ; 9 ha setu amañ va fedenn : ma kresko muioh c’hoaz ho karantez, ha muioh-mui an anaoudegez euz ho feiz hag ar skiant evid deoh dibaba ar pez a zere ar gwella, 10 hag evel-se e vezoh divlam ha direbech a-benn Deiz or Zalver, 11 leun ho taouarn euz ar frouez a justis a zeu deom dre Jezuz Krist, evid gloar ha meuleudi Doue.
12 Me a fell din e ouezfeh kement-mañ, va breudeur : ar pez a zo degouezet ganin, a zo deuet da veza emsav evid kas an Aviel war araog ; 13 rag er pretordi a-bez, hag e kement leh all, eo sklêr bremañ, ez on ereet evid ar Hrist, 14 hag an darn vrasa euz ar vreudeur, kennerzet en Aotrou en-abeg d’am ereou, a embann dispont ar Gomz gand an hanter muioh a hardisegez. 15 Lod, gwir eo, her gra dre avi pe dre gevezèrèz, med re all a embann ar Hrist gand eur galon eeun. 16 Dre garantez eo e labour ar re-mañ. Goûd a ouzont emaon amañ evid divenn an Aviel. 17 Ar re all eo dre gevezèrèz eo eh ambannont ar Hrist. N’eo ket leal o menoz, soñjal a ra dezo laka ad c’hoaz da greski va foaniou er prizon. 18 An dra-ze ne ra netra, n’eus forz penaoz pe gand menoziou kuz pe gand lealded, embannet eo ar Hrist. Kement-se a ra din beza laouen ha kendelher a rin zoken da veza laouen. 19 Rag me a oar e troio an dra-ze d’am zilvidigez dre ho pedennou ha sikour Spered Jezuz Krist, 20 hervez ar pez a vezen o hortoz stard hag hervez va esperañs, n’am bezo ket da ruzia gand ar vez, med gand eun hardisegez stard eo chomet va fiziañs bremañ evel atao, ha beo pe varo e vefen, brazder ar Hrist a vo roet da anaoud em horv ; 21 rag evidon-me, beva eo ar Hrist, ha mervel a zo eur gounid evidon. 22 Med neuze ma hellan, o chom da veva em horv er bed-mañ, ober eul labour talvouduz, n’ouzon ket petra da zibaba, 23 rag etre an daou emaon : kared a rafen mond kuit euz ar bed-mañ, evid beza gand ar Hrist, rag kalz gwelloh eo an dra-ze. 24 A-hend-all, ablamour deoh-hwi eo talvoudusoh e chomfen war an douar. 25 Setu perag e kred stard din, goûd a ouzon e chomin, chom a rin en ho kichenn deoh oll evid hoh emsav hag evid levenez ho feiz, 26 evid ma lakin-me da greski, o tistrei davedoh, ar hloar ho-peus e Jezuz Krist.
27 Ha c’hwi, renit eur vuez din euz Aviel an Aotrou Krist, evid ma klevin, ma teuan davedoh pe ma ne zeuan ket, ma klevin ano, ha gouzoud e talhit stard er memez spered, o stourm asamblez, unanet a-galon, hervez feiz an Aviel. 28 Heb beza lenteet e netra gand hoh enebourien, ar pez a vo evito eur zin sklêr ez int kollet ha c’hwi salvet, hag an dra-ze a zeu euz a Zoue, 29 rag greet e-neus deoh ar hras, ablamour d’ar Hrist, n’eo ket hebken da gredi ennañ, med ivez da houzañv evitañ, o stourm, evel m’ho-peus va gweled o stourm, evel ma stourman hirio c’hoaz, her gouzoud a rit.
II. 1 Ma ’z eus eta eur galv er Hrist, ma kaver frealzidigez er garantez, unaniez er Spered, hag eul lañs a garantez hag a drugarez 2 neuze, lakit barr va levenez, oh en em gleved kenetrezoh, bezit eun heveleb karantez, eun heveleb kalon, klaskit an unaniez. 3 Na rit netra dre eur spered gwariziuz, netra dre lorhentez, med, izel a galon, prizit ar re all gwelloh egedoh, 4 peb hini, o telher kont, n’eo ket hebken anezañ e-unan, med ivez euz ar re all. 5 Bezit kenetrezoh, evel ma vezer er Hrist Jezuz, 6 eñ hag a zo e stad doueel, n’e-noa ket soñjet ez oa eur preiz da gregi ennañ, beza par da Zoue. 7 Er hontrol eo, dilezet e-neus peb tra, kemeret gantañ ar stad a sklav, o tenna da stad an dud ha, diouz e zoare anavezet evel eun den. 8 En em izelleet e-neus, o tond da veza sentuz beteg mervel ha mervel war eur groaz. 9 Setu perag e-neus Doue savet uhel anezañ ha roet dezañ an Ano a zo dreist peb ano, 10 evid ma plego peb glin da ano Jezuz, en neñvou, war an douar ha dindan an douar 11 ma teuio peb teod da ziskleria ez eo Jezuz Krist an Aotrou evid gloar Doue an Tad.
12 Setu eta, va re vuia karet, c’hwi hag a zo bet atao sentuz, sentit, n’eo ket hebken pa vezan war al leh, med kalz muioh bremañ pa n’emaon ket ganeoh. Gand doujañ hag en eur grena, poaniit gand ho silvidigez, 13 rag Doue eo a ra ennoh ar mennoud hag an oberia, hervez an hegarad m’eo evenoz. 14 grit peb tra heb grozmolad na tabutal, 15 evid beza direbech ha kaloneg, bugale dinamm da Zoue, e-kreiz eur rummad tud diroll ha dizonest, e skedoh en o zouez war ar bed evel eien a sklerijenn. 16 C’hwi hag a zo ganeoh ar gomz a vuez, va gloar eo evid deiz ar Hrist, peogwir n’am-bezo na redet, na kemeret poan en aner. 17 Ha goude ma vefe zoken skuillet va gwad e sakrifis hag er zervich euz ho feiz, an dra-ze a ra din beza laouen, ha laouen on asamblez ganeoh oll. 18 Evel-se, c’hwi ivez bezit laouen, ha laouen asamblez ganin.
19 Fiziañs am-eus, en Aotrou Jezuz, da gas deoh dizale Timote, evid beza frealzet, me ivez, gand ar heleier am-bo diwar ho penn. 20 N’am-eus den all ebed hag a wel an traou evel ma ran, hag a gemer soursi gand kement a zell ouzoh. 21 Evito oll, o zraou o-unan, eo a gont ha n’eo ket re Jezuz Krist. 22 Eñ avad, c’hwi a oar, e-neus diskouezet a betra e oa gouest ; evel eur mab e-kichenn e dad, e-neus en em lakeet ganin e servich an Aviel. 23 Eñ eo eta am-eus fiziañs da gas deoh, kerkent ha m’am-bo gwelet petra zeuan da veza. 24 A-hend-all, e kredan stard en Aotrou, e teuin ivez dizale. 25 Kouskoude, kavoud a ree din e ranken kas deoh Epafrodit, va breur, va hompagnun a labour hag a stourmad, degaset ganeoh evid va zervicha, pa edon en ezomm ; 26 rag braz e oa e hoant da zistrei d’ho kweled oll hag enkrezet e oa, en abeg m’ho-poa klevet ez oa klañv. 27 Gwir eo, klañv eo bet ha dare da vervel, med truez e-neus bet Doue outañ, ha n’eo ket hebken outan, med ouzin-me ivez, evid mired n’am-befe tristidigez war dristidigez. 28 Hasta buan a ran eta da gas anezañ deoh en-dro ma vezoh laouen adarre ouz e weled, ha m’am-bo nebeutoh a dristidigez. 29 Grit eta eur gwir degemer laouen dezañ en Aotrou ; grit stad ouz tud eveldañ, 30 peogwir evid labour ar Hrist eo bet darbet dezañ mervel, risklet e-neus e vuez evid ober en ho leh ar pez n’helleh ket ober hoh-unan evid va zervicha.
III. 1 Ha bremañ va breudeur, bezit laouen an Aotrou. Ne gavan ket diêz skriva deoh ar memez tra, ha dre-ze e vezoh-hwi starteet. 2 Taolit evez ouz ar chas, taolit evez ouz al labourerien fall ! Taolit evez ouz ar re fals-amdrohet ; 3 rag ni eo ar re amdroh, ni hag a rent, a spered gloar, da Zoue, a laka or gloar e Jezuz Krist, ha ne lakom ket or fiziañs ennom on-unañ. 4 Koulskoude n’eo ket heb abeg e hellfen kaoud fiziañs ennon va-unan. Ma kred da unan bennag all kaoud fiziañs ennañ-e-unan, me avad a hell kalz muioh, me, 5 amdrohet d’an eizved devez, euz gouenn Israel, euz meuriad Benjamin, Hebread, mab da Hebreiz ; evid al Lezenn, eur Farizian, 6 evid ar gred, heskiner an Iliz, evid ar justis a gaver el Lezenn, deuet da veza direbech. 7 Hogen an oll draou-ze, gounidou evidon, me am-eus kemeret anezo evel diouer en-abeg d’ar Hrist. 8 Ya avad, kavoud a ra din eo kement tra koll, e keñver an uhella mad m’eo an anaoudegez euz Jezuz Krist va Aotrou, ablamour dezañ am-eus kollet peb tra, ha kement-se a zo loustoni d’am menoz,evid beza d’ar Hrist, 9 ha beza kavet ennañ, n’eo ket mui gand eur justis din-me, a zeu euz al Lezenn, med gand an hini a zeu dre ar feiz er Hrist, ar justis a zeu euz a Zoue, hag a zo harpet war ar feiz. 10 Ar pez a gont eo e anaoud, eñ, ha galloud e adsao da veo, hag an unaniez gantañ en e boaniou, ha dond da veza heñvel outañ en e varo 11 evid degouezoud mar deo posubl en adsao a-douez ar re varo. 12 N’eo ket m’am-befe bet dija an oll draou-ze pe ma vefen deuet da veza parfed, med va lans a gemeran evid kregi ennañ peogwir, me va-unan a zo bet kroget ennon gand ar Zalver Jezuz. 13 Nann, va breudeur, ne gav ket din am-befe c’hoaz paket peg ennañ, med eun dra hebken a gont : heb en em jala gand ar pez a zo a-dreñv din, med o skei euz va oll nerz war-zu ar pez a zo en araog, 14 e kemeran va lañs war-zu ar pal, war-zu ar priz on galvet gand Doue da gaoud e baradoz an Aotrou Krist. 15 Ni oll, ar re barfed, greom eta evel-se, ha ma teu deoh e tra pe dra, ober en eun doare all, war gement-se ivez, Doue ho sklerijenno. 16 Da hortoz, er stad m’emaom degouezet, kerzom gand ar memez hent.
17 Kemerit oll skouer diwarnon, ha sellit ervad ouz ar re a vev hervez ar skouer a gavit ennom. 18 Siwaz, meur a hini a zo, dre o buez, eve ma lavaren deoh aliez, ha bremañ henn lavaran c’hoaz, an dour em daoulagad, enebourien da groaz ar Zalver, 19 d’en em goll ez eont. O hov eo doue, o fouge a lakont en o mez, ha ne brizont nemed traou an douar-mañ. 20 Ni avad, eo an nenv or gwir-vro ; ahano eo e hortozom da zond, evel Salver, Jezuz Krist on Aotrou, 21 a jeñcho, eñ, doare d’or horvou dister hag o lakaio par d’e gorv gloriuz, dre ar galloud e-neus da veza rener war beb-tra.
IV. 1 Evel-se, va breudeur ker, c’hwi hag am-eus kement a vall da weled a-nevez, va levenez, va hurunenn, dalhit stard evelse en Aotrou Krist, c’hwi va re muia-karet. 2 Evodia ha Sintika, o alia a ran d’en em gleved mad en Aotrou. 3 Ha te, kompagnun gwirion din, diganit e hou lennañ, deus war o zikour, rag poaniet o-deus evid an Aviel asamblez ganin ha gand Klemant hag oll ar re all hag o-deus kenlabouret ganin, o ano dezo a zo skrivet el levr a vuez. 4 Bezit bepred laouen en Aotrou or Zalver, ya, henn azlavared a ran : bezit laouen 5 ra vo anavezet ho madelez gand an oll. An Aotrou a zo tost. 6 Arabad eo beza enkrezet gand netra, med e peb degouez, a-bouez pedi hag aspedi, o trugarekaad, kasit ho koulennou dirag Doue, 7 ha peoh Doue, hag a zo dreist peb skiant, a ziwallo ho kalonou hag ho sperejou er Zalver Jezuz. 8 A-hent-all va breudeur : kement a zo gwir, kement a zo onest, kement a zo just, kement a zo glan, kement a zo din da veza karet hag enoret, kement a zo santel ha din da veza meulet, gand an oll draou-ze eo deoh trei ho spered. 9 Ar pez ho-peus desket ha resevet, ar pez ho-peus klevet euz va ferz ha gwelet ahanon oh ober, grit kemend-all hag an Doue a beoh a vo ganeoh.
10 Laouen braz on bet en Aotrou, o veza m’he-deus gellet pelloh ho karantez bleunia a-nevez evidon ; gwir eo, douget ez oah din, med n’ho-poa ket a dro d’henn diskouez. 11 N’eo ket an dienez eo a ra din komz, rag desket am-eus en em denna euz n’eus forz pe-seurt stad. 12 Gouzoud a ran beva en dienez ha beva en êzamant, goûd a·ouzon e peb degouez hag e peb doare kaoud va gwalh, hag ivez kaoud naon, beva gand kalz hag ivez gand re nebeud. 13 Ober a hellan peb tra en hini a ro nerz din. 14 Ha koulskoude, mad ho-peus greet o tond da gemer perz em dienez.
15 – Goûd a ouzoh, c’hwi Filipianed ; er penn kenta euz an Aviel, p’am-eus kuiteet ar Makedonia, Iliz all ebed n’he-doa va skoazellet, dre eur gont-red, nemedoh, 16 c’hwi, hag ho-poa e Tesalonika dija, degaset din, ha meur a wech, ar pez a ree diouer din. 17·N’eo ket ma vefen o klask provou, ar pez a glaskan eo, ma kresko ar frouez war ho kont deoh-hwi. 18 Ha neuze, etre va daouarn am-eus kement a zo red hag ouspenn zoken, awalh am-eus bremañ p’am-eus resevet ar pez e-neus Epafrodit roet din euz ho perz, provadenn a c’hwez vad, zakrifis kavet mad gand Doue ha plijuz dezañ, 19 ha va Doue a bourvezo gand largentez en eun doare dispar d’hoh oll ezonunou, hervez e binvidigez, en Aotrou Krist Jezuz. 20 Da Zoue an Tad eta gloar da virviken. Amen.
21 Saludit e Jezuz Krist an oll zent. 22 Ar breudeur a zo ganin ho salud. An oll zent ho salud hag ar re euz ti Sezar. 23 Ra vo gras an Aotrou Jezuz Krist gand ho spered.