Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Lukaz  -  Traduction Danielou  -  An aviel hervez Sant Lukaz – Pennad 20

An aviel hervez Sant Lukaz
Pennad 20

Pennad ugent

Piou e-neus roet dit ar galloud-se ?

1 Hogen, e-pad unan euz an deveziou-ze, p’ema o kelenn an dud en templ, hag oh embann ar helou mad, e teu dirazañ ar veleien-veur hag ar skriverien, gand ar pennou-braz. 2 Komz a reont outañ : « Lavar deom, emezo, dre beseurt galloud e rez an dra-mañ ? Pe c’hoaz, piou e-neus roet dit ar galloud-se ? »

3 Respont a ra dezo : « Eun dra, emezañ, am-eus da houlenn diganeoh ive. Lavarit din : 4 badeziant Yann, bez’ e oa a-berz an neñv pe a-berz an dud ? ». 5 Divizoud a reont etrezo : « Ma lavarom : “A-berz an neñv”, e responto : “Perag n’ho-peus ket kredet ennañ ?” 6 Ha ma lavarom : « A-berz an dud, e vim meinatet gand ar bobl a-bez, rag kredi a reont e oa Yann eur profet ». 7 Respont a reont : « N’ouzom ket a-berz piou ». 8 Ha Jezuz da lavared dezo : « Me kennebeud ne lavarin ket deoh dre beseurt galloud e ran an dra-mañ ».

Lazet eo ar mab gand ar winierien

9 Krogi a ra da lavared ar barabolenn-mañ d’ar boblad-tud : « Eun den a blant eur winieg. He feurmi a ra da winierien ha mond kuit pell evid hir amzer. 10 Pa ’z eo deut ar mare, e kas eur zervicher d’ar winierien evid ma raint dezañ frouez euz ar winieg. Med skoi a ra ar winierien gantañ ha kaset eo kuit heb netra. 11 Ober a ra kemend-all ha kas dezo eur zervicher all. Hemañ ive a zo skoet warnañ, dismegañset ganto ha kaset kuit heb netra. 12 Ober a ra memez tra c’hoaz ha kas dezo eun trede servicher. Hennez ive a zo gloazet ha taolet ganto er-mêz.

13 Lavared a ra mestr ar winieg : “Petra ’rin ? Kas a rin dezo ma mab, an hini karet. Marteze o-do doujañs evid hennez ?” 14 Ouz e weled, e tiviz ar winierien etrezo, o lavared : “Hemañ eo ar pennhêr ! Lazom anezañ ha deom-ni e vo an hêrez” ! 15 E daoler a reont e-mêz ar winieg, hag e laza. Ahanta ! petra a raio mestr ar winieg dezo ? 16 Dond a raio, lakaad ar winierien-ze d’ar maro ha roi e winieg da dud all ». O veza klevet kement-se, e lavaront : « Nann ! Arabad e c’hoarvezfe an dra-ze ».

Ar mên-korn

17 Para a ra e zellou warno ha lavared dezo : « Petra ’ta ’zo skrivet : “Ar mên taolet kuit gand ar zaverien, hennez eo a zo deut da veza ar mên-kom. 18 An neb a gouez war ar mên-se a vo brevet gantañ hag an hini a gouezfe ar mên warnañ a vo frigaset” ».

19 Klask a ra ar skriverien hag ar veleien-veur lakaad o daouarn warnañ d’ar poent-se. Med aon o-deus rag ar bobl. Rag anaoud a reont eo evito e-neus-eñ lavaret ar barabolenn-ze ».

Rentit da Zezar

20 O telher o evez war Jezuz, e kasont dezañ spierien hag a ra van da veza just, evid ma vefe-eñ paket en e gomzou ha roet da veza lakeet dindan galloud ha beli ar gouarnour. 21 Goulenn a reont digantañ : « Mestr, emezo, gouzoud a reom e komzez hag e kelennez en eun doare eeun. Ne vamez ket hervez diavêz an dud med kelenn a rez hent Doue hervez ar wirionez. 22 Daoust hag eo permetet deom roi an taillou da Zezar pe n’eo ket ? »

23 O weled o gwidre, e lavar Jezuz dezo : « Diskouezit din eun diner. Euz piou eo an enskrivadur hag ar skeudenn warnañ ? » 24 Respont a reont : « Euz Sezar ». 25 Hag eñ da respont dezo : « Neuze rentit da Zezar ar pez a zo da Zezar. Ha da Zoue ar pez a zo da Zoue ». 26 Ne hellont ket e baka en e gomzou, dirag ar bobl. Souezet int gand e respont ha chom a reont mud.

Ar zaduseaned hag adsao ar re varo

27 Tostaad a ra lod euz ar zaduseaned, ar re a lavar n’eus adsao ebed evid ar re varo. 28 Goulenn a reont digantañ : 28 « Mestr, emezo, skrivet e-neus Moizez evidom : “Ma varv breur unan bennag, o kaoud gwreg med heb bugel ebed, ra gemero e vreur ar wreg evid roi diskennidi d’e vreur”. 29 Bez’ e oa seiz breur eta. An hini kenta a gemer eur wreg hag a varv heb bugel ebed. 30 Hag an eil hag an trede he hemer ; hag evel-se evid ar zeiz anezo : mervel a reont heb lezel bugel ebed war o lerh. 32 Goude-ze, e varv ar vaouez ive. 33 Da biou eta e vo-hi gwreg, da zevez adsao ar re varo ? Rag gwreg eo bet hi d’o zeiz ».

34 Respont a ra Jezuz dezo : « Dimezi a ra mibien ar bed-mañ hag ar merhed ive. 35 Med ar re a zo bet kavet din da antreal er bed all, goude adsao ar re varo, ne zimezont ket, nag ar merhed kennebeud. 36 Ne hellont ket mervel ken, rag par int d’an êlez. Bez’ int mibien da Zoue, o veza mibien an adsao. 37 Hag e-keñver adsao ar re varo, henn diskouezet e-neus Moizez er Bod-Tan, dre m’eo bet anvet an Aotrou gantañ : “Doue Abraham ha Doue Izaak ha Doue Jakob”. 38 N’eo ket Doue ar re varo, med Doue ar re veo. Rag evitañ e vevont oll ». 39 Lod euz ar skriverien a respont : « Mestr, emezo, komzet ho-peus mad ». 40 Rag ne gredent ket ken ober goulennou outañ, war dra pe dra.

Mab da Zavid hag e Aotrou

41 Med lavared a ra deze : « Penaoz e lavaront ez eo ar Hrist mab da Zavid ? 42 Rag David, eñ e-unan, a lavare leor ar Zalmou : “Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou : azez en tu dehou din, 43 beteg ma lakin da enebourien e-giz eur skabell dindan da dreid”. 44 Gand David eta ez eo bet anvet “Aotrou”. Neuze penaoz eo-eñ e vab ? »

Kaoud disfiziañs ouz ar skriverien

45 P’ema ar bobl a-bez ouz e zelaou, e lavar Jezuz d’e ziskibien : 46 « Ho-pet disfiziañs ouz ar skriverien : c’hoant o-deus da vale gand saeou hir ; kared a reont kaoud saludou war al leurgêriou, ar hadoriou kenta er zinagogennou, hag ar gwella plasou evid ar prejou. 47 Debri a reont tier an intañvezed hag ober van da bedi e-pad pell. Seul wasoh e vint kondaonet ».