1 Lavared a ree ive d’e ziskibien : « Bez’ e oa eun den pinvidig hag e-noa eur merer. Tamallet eo hemañ, dirag e vestr, da veza dispignet e vadou. 2 E gelver a ra ha lavared dezañ : “Petra a glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz rag ne hellez ket ken beza ma merer”. 3 Hemañ a lavar ennañ e-unan : “Petra ’rin, peogwir e lam kuit ma mestr ar merèrèz diouzin ? Pigellad ? Non ket kreñv a-walh. Goulenn an aluzenn ? Mez am-eus. 4 Gouzoud a ran petra ober evid ma vin degemeret ganto en o zier, pa vo bet lamet kuit ar merèrèz diouzin”.
5 Ha gervel a ra dirazañ peb unan euz dleourien e vestr. D’an hini kenta e lavar : “Pegement a vankez d’am mestr ?” 6 Respont a ra : “Kant barrikennad eoul”. Lavared a ra dezañ : “Kemer da lizer, azez buan ha skriv kanter-kant”. 7 Goude-ze e lavar d’unan all : “Ha te, pegement a vankez ?” Respont a ra : “Kant sahad gwiniz”. Lavared a ra dezañ : “Kemer da lizer ha skriv pevar-ugent”. Hag ar mestr da veuli ar merer dizonest, evid beza bet poelleg en e zoare-ober. Rag poellekoh eo mibien ar rummad-mañ eged mibien ar sklêrijenn e-keñver o fared. »
9 « Ha me a lavar deoh : grit mignoned deoh gand arhant an dizonestiz. Evel-se, pa ’z aio hemañ da get, e viot degemeret ganto en teltennou peurbaduz. 10 An hini feal evid ken nebeud, a vo feal ive evid kalz. An hini dizonest evid ken nebeud, a vo dizonest ive evid kalz.11 Setu ma n’hoh ket feal evid arhant an dizonestiz, piou a fizio ennoh ar madou gwirion ? 12 Ma n’oh ket feal evid traou an dud all, piou a roio deoh ar pez a zo deoh ?
13 Mevel ebed ne hell servicha daou vestr. Rag, pe e kasaio unan anezo hag e karo egile, pe e talho da unan hag e raio fae war egile : ne hellit ket servicha Doue hag an arhant ».
14 Ar farizianed, hag a zo mignoned d’an arhant, a glev an oll draou-ze hag a ra goap anezañ. 15 Lavared a ra dezo : « C’hwi eo ar re hag en em ziskouez beza just dirag an dud, med Doue a anavez ho kalonou : an dra uhella e-touez an dud a zo kasauz dirag Doue. » 32
16 « Al lezenn hag ar brofeted a bad beteg Yann. Adaleg neuze eo embannet kelou mad rouantelez Doue ha peb unan a ya e-barz gand e oll nerz.
17 Esoh eo e tremenfe an neñv hag an douar eged ne kouezfe d’an traoñ eur ger hepken euz al lezenn.
18 Nep piou bennag a gas kuit e wreg hag a zimez gand unan all, a zo eun avoultrer. Hag eun avoultrer eo ive an hini a zimez gand eur vaouez kaset kuit gand he gwaz. »
19 « Bez’ e oa eun den pinvidig. Gwisket e veze gand danvez moug ha gand lin, ha bemdez e ree festou braz. 20 Eur paour-kêz den, anvet Lazar, a veze astennet dirag an nor-dal, gand eur bern gouliou-beo war e gorv. 21 C’hoant e-noa d’en em vaga gand ar pez a goueze euz taol an den pinvidig. Hag ouspenn-ze e teue ar chas da lipad e houliou.
22 Hogen, mervel a ra an den paour ha douget eo gand an êlez war galon Abraham. Mervel a ra ive an den pinvidig ha lakeet eo er bez. 23 E bro an anaon, e sav-eñ e zaoulagad, e-kreiz e boaniou kalet : gweled a ra Abraham, pell alese, ha Lazar war e galon. 24 Hag eñ da grial ha da lavared : “Tad Abraham, az-pez truez ouzin ! Kas Lazar da zouba penn e viz en dour, evid distana ma zeod, rag tourmantet on en tan-mañ”. 25 Med respont a ra Abraham : “Mab, dalh soñj : resevet az-peus da vadou e-pad da vuhez, ha Lazar e-neus bet drougou. Bremañ eo-eñ frealzet amañ, ha te tourmantet. 26 Hag ouspenn-ze, laket ez eus bet eur mell islonk etrezom, Evel-se, ar re o-deus c’hoant mond ahann beteg ennoh, ne hellont ket, na treuzi alese beteg ennom-ni”.
27 Lavared a ra-eñ : “Goulenn a ran eta diganit, tad, e gas beteg ti ma zad, 28 rag pemp breur am-eus, da roi dezo testeni hag evid na zeufent ket, int ive, d’al leh-mañ, le un a dourmantou”. 29 Respont a ra Abraham : “Bez’ o-deus Moizez hag ar brofeted : ra vint selaouet ganto !” – 30 “Nann, tad Abraham, emezañ, ma yafe unan euz ar re varo beteg enno, e cheñchfent buhez”. 31 Lavared a ra dezañ : “Ma ne zelaouont ket Moizez hag ar brofeted, gaude ma zavfe zoken unan a-douez ar re varo, ne vint ket lakeet da gredi”. »