1 Hogen, d’eun deiz-sabad, e teu Jezuz da zebri bara, e ti unan euz pennou-braz ar farizianed. Ar re-mañ a oa o zellou paret warnañ. 2 Ha setu ma ’z eus dirazañ eun den klañv gand an dour-goeñv. 3 Jezuz a grog da gomz, en eur lavared d’an dud a lezenn ha d’ar farizianed : « Daoust hag eo permetet, emezañ, parea d’eun deiz-sabad, pe get ? » 4 Chom a reont sioul. Eñ a gemer an den gantañ, e bare hag e gas kuit. 5 Ha dezo e lavar : « Piou ahanoh, ma kouez e vab pe e ejenn en eur puñs, n’e denno ket er-mêz dioustu, d’eun deiz-sabad ? » 6 N’int ket gouest da respont da gement-se.
7 Konta a ree eur barabolenn d’ar gouvidi. O veza gwelet penaoz e tibabent ar gweleou kenta, e lavar dezo : 8 « Pa vezez pedet gand unan bennag d’eur pred-eured, na astenn ket war ar gwele kenta, gand aon na vefe bet kouviet gantañ eun den uhelloh egedout, 9 ha na zeufe an hini e-neus ho kouviet ho-taou da lavared dit : “ro dezañ ar plas-se !” Ha neuze e krogfes, gand mez, da gemer ar plas diweza. 10 Med, pa ’z out bet pedet, kerz da astenn er plas diweza, ha setu ma teuio da ostiz da lavared dit : “Mignon, kerz uhelloh !” Neuze e vo roet enor dit dirag da oll genbrederien. 11 Nep piou bennag en em lak uhelloh a vo izelleet, hag an hini en em izella a vo lakeet uhelloh. »
12 Lavared a ra ive d’an den e-neus e bedet : « Pa aozez merenn pe goan, arabad pedi na da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidig, gand aon da veza pedet ganto d’az tro, ha kement-mañ a vefe eun digoll evidout. 13 Med pa aozez eur pred, ped ar beorien, ar re vahagnet, ar re gamm, ar re dall. 14 Eüruz e vi dre n’o-deus ket peadra da renta dit. Rag an dra-ze a vo rentet dit pa zavo ar re just a varo da veo ». O kleved kement-se, e lavar unan euz ar gouvidi dezañ : « Eüruz an hini a zebro bara e rouantelez Doue ».
16 Respont a ra Jezuz dezañ : « Eun den a ree eur goan vraz ha kouviet e-noa kalz tud. 17 Da eur ar pred, e kas e zervicher da lavared d’ar gouvidi : “Deuit ! Prest eo an traou bremañ”.18 Ha krogi a reont, oll anezo, pep hini war-lerh egile, da glask digareziou. An hini kenta a lavar dezañ : “Prenet em-eus eur park, dao eo din mond d’e weled. Da hedi a ran d’am digarezi”. 19 Unan all a lavar : “Prenet em-eus pemp koublad a ejenned hag ez an d’o êsea. Da hedi a ran d’am digarezi”. 20 Unan all a lavar : “Nevez-dimezet on, ha se tu ma ne hellan ket mond”.
21 Eur wech deut en-dro, e kont ar zervicher pep tra d’e aotrou. Neuze eo kounnaret mestr an ti hag e lavar d’e zervicher : “Kerz buan er-mêz, beteg al leuriou hag ar ruiou e kêr ; hag ar beorien, an dud vahagnet, ar re dall, ar re gamm, o lakit da zond amañ”. 22 Dond a ra ar zervicher da lavared : “Aotrou, greet em-eus ar pez az-peus gourhemennet, ha chom a ra plas c’hoaz”. 23 Respont a ra ar mestr d’e zervicher : “Kerz war-zu an heñchou hag ar girzier ; poursu war an dud da zond tre evid ma vo leun ma zi. 24 Rag, lavared a ran deoh : nikun euz ar re a oa bet kouviet ne dañvo ma hoan” ».
25 Pobladou-tud niveruz a ree hent gand Jezuz. Distroi a ra ha lavared dezo : 26 « Ma teu unan bennag davedon heb kaoud kas ouz e vamm hag e dad, ouz e wreg hag e vu : Bale, ouz e vreudeur hag e hoarezed, ouz e vuhez-dezañ zoken, ne hell ket beza diskib din. Nep piou bennag na zoug ket e groaz en eur zond war ma lerh, ne hell ket beza diskib din ».
28 « Rag, pehini en ho-touez, ma ’neus c’hoant da zevel eun tour, ne grog ket dre eun azez evid muzulia an dispignou : hag-eñ e-neus peadra evid echui ? 29 A-hend-all, ma lak an diazez ha ma n’eo ket gouest da gas an traou da benn, 30 en em lako an dud o selled outañ d’ober goap, en eur lavared : “An den-ze e-neus kroget da zevel tour ha n’eo ket bet gouest da gas an traou da benn” ».
31 « Ha c’hoaz : peseurt roue, ma ’z a d’ober brezel d’eur roue all, ne azez ket da genta, evid prederia : hag-eñ eo gouest, gand deg mil den, da ziarbenn an hini o tond a-eneb dezañ gand ugent mil ? 32 A-hend-all, e-pad m’ema egile pell c’hoaz, e kaso kannaded beteg ennañ, evid goulenn penaoz ober ar peoh.
33 Evel-se eta, nep piou bennag ahanoh na lavar ket kenavo d’e oll vadou, ne hell ket beza diskib din ».
34 « Mad eo an holen eta : med ma teu an holen zoken da veza fall, gand petra e vo salet ? 35 Ne dalvez netra, nag evid an douar nag evel temz : stlapet e vo er-mêz. Ra glevo an neb e-neus diouskouarn evid kleved. »