1 P’e-neus Jezuz echuet kas an oll gomzou-ze beteg diouskouarn ar bobl, ez a tre da Gafarnaom. 2 Eur hantener e-noa eur mevel a yee fall hag a oa war-nez mervel : kalz istim e-noa evitañ. 3 Kleved a ra ano euz Jezuz ha kas davetañ eun nebeud pennou-braz a-douez ar Juzevien, da houlenn digantañ dond da zavetei e vevel. 4 Erruet e-kichenn Jezuz, e aspedont stard, en eur lavared : « An den-ze a verit e rafes an dra-ze evitañ ,5 rag kared a ra or broad hag eñ eo e-neus savet ar zinagogenn. »
6 Jezuz a ya ganto ha n’ema ket pell diouz an ti pa gas ar hantener mignoned da lavared dezañ : « Aotrou ! Arabad deoh en em skuiza, rag ne veritan ket e teufes dindan ma zoenn.7 Evel-se n’am-eus ket kavet, me ma-unan, beza din da vond beteg ennout. Med lavar eur ger hepken, evid ma vo pareet ma mevel. 8 Rag me, hag a zo dindan galloud unan all, am-eus soudarded dindannon. Lavared a ran da unan : “Kerz” hag ez a. Da unan all : “Deus” hag e teu. Ha d’am mevel : “Gra an dra-mañ” hag henn ober a ra. ». 9 O kleved ar homzou-ze, e chom Jezuz barnet. Troi a ra war-zu ar boblad-tud : « Me a lavar deoh, emezañ, e Izrael zoken, n’am-eus ket kavet seurt feiz. » 10 O tond en-dro d’ar gêr, e kav ar gannaded ar mevel pareet.
11 Hogen, goude-ze ez a d’eur gêr anvet Naim. E ziskibien hag eur bern tud a ra hent gantañ. 12 Tost ema da zor-kêr ha setu ma touged d’an douar eun den maro, mab nemetañ d’e vamm, ha homañ a oa intañvez. Eur boblad-tud euz kêr, niveruz a-walh, a oa ganti. 13 Ouz he gweled, eo an Aotrou glaharet eviti, e don e galon, hag e lavar dezi : « Na ouel ket ken. »
14 Tostaad a ra ha touch ar hravaz : an dougerien a jom a-zav. Lavared a ra-eñ : « Paotr yaouank, me a lavar dit : sav ! » 15 An hini maro a zav, a jom azezet hag a grog da gomz. Roet eo d’e vamm gand Jezuz. 16 An aon a grog enno oll, ha renta a reont gloar da Zoue, en eur lavared : « Eur profet braz a zo savet en on touez. Doue e-neus bizitet e bobl. » 17 Ar homzou-ze, diwar e benn, a red dre Vro-Jude a-bez ha penn-da-benn ar broiou tro-dro.
18 Kelou a zo kaset da Yann, gand e ziskibien, diwar-benn an oll draou-ze. Gelver a ra Yann daou anezo 19 hag o has war-zu an Aotrou da lavared dezañ : « Daoust ha te eo an hini o tond, pe red eo gortoz unan all ? » 20 Dond a ra an daou zen beteg ennañ, en eur lavared : « Yann-Vadezour or has davedout da houlenn : “Daoust ha te eo an hini o tond, pe red eo gortoz unan all ?” » 21 D’an eur-ze e ro-eñ ar pare da galz tud, diouz o hleñvejou, diouz an drougou ouz o heskina, ha diouz ar sperejou fall. Da galz tud dall, e ro ar hras da weled. 22 Respont a ra dezo : « It, emezañ, da gemenn da Yann ar pez ho-peus gwelet ha klevet : tud dall a wel sklêr, re gamm a vale, tud lor a zo glan, ha tud bouzar a glev. Dihuni a ra tud maro, ha da beorien eo kemennet ar helou mad. 23 Eüruz an hini na vo ket gwall-skweriet abalamour din ! » 13
24 Kannaded Yann a ya kuit. Ha krogi a ra Jezuz da gomz d’an dud diwar-benn Yann : « Piou oh-c’hwi eet da weled er goueleh ? Eur raosklenn hejet gand an avel ? 25 Med petra oh-c’hwi eet da weled ? Eun den gwisket gand dillad cheuh ? Setu m’ema e paleziou ar rouaned an dud a zo gwisket gand dillad cheuh hag en eun doare lorhuz. 26 Med petra oh eet da weled ? Eur profet ? Ya, hag e lavaran deoh, katz muioh eged eur profet. 27 Diwar e benn eo ez eus bet skrivet : “Setu ma kasan ma hannad dirag da zremm, kompeza a raio da hent dirazout”. 28 Lavared a ran deoh : e-touez ar re a zo ganet euz ar gwragez, n’eus ket brasoh eged Yann. Med ar bihanna e rouantelez Doue a zo brasoh egetañ. 29 AI bobl a-bez, ar bublikaned zoken, o-deus rentet justis da Zoue, o veza badezet dre vadeziant Yann. 30 Ar farizianed a-vad, hag an dud a lezenn o-deus diarbennet menoz Doue evito, dre jom heb beza badezet gantañ ».
31 « Gand piou eta keñveria tud ar rummad-mañ ? Ouz piou int heñvel ? 32 Heñvel int ouz bugale azezet war al leurgêr, o huchal an eil re d’ar re all, en eur lavared : “C’hoariet on-eus fleüt evidoh ha n’ho-peus ket dañset. Kanet on-eus gwerziou ha n’ho-peus ket leñvet !” 33 Rag deuet eo Yann-Vadezour, heb debri bara nag eva gwin, hag e lavarit : “Eun diaoul a zo ennañ” ; 34 ha deuet eo mab an den, o tebri hag oh eva, hag e lavarit : “Setu amañ eun den lonteg hag eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien”. 35 Med reiz eo bet kavet ar Furnez gand heh oll vugale ».
36 « Unan euz ar farizianed e bed da zebri gantañ. Antreal a ra e ti ar farizian ha mond ouz taol. 37 Ha setu eur vaouez a oa e kêr, eur beherez, hag a glev ema-eñ ouz taol, e ti ar farizian. Degaset ganti eul lestr-alabastr, Jeun a louzou c’hwez-vad, 38 e teu a-dreñv Jezuz, e-harz e dreid, hag en em lak da ouela. Gand he daelou e krog da zoura e dreid ha d’o zehi gand he bleo ; ha goude beza poket dezo e-pad pell, e lak louzou c’hwez-vad warno. 39 O weled kement-mañ, e lavar ennañ e-unan ar farizian e-noa e bedet : « Hennez, ma vije bet eur profet, a ouezfe piou hag euz pe seurt eo ar vaouez o touch outañ, rag bez’ eo-hi eur beherez ». 40 Komz a ra Jezuz : « Simon, emezañ, eun dra am-eus da lavared dit ». Respont a ra : « Komz, mestr ! »
41 – « Daou zleour o-doa ar memez kredour ; unan e-noa pemp kant diner a zle, egile hanter-kant. 42 Evel ma n’o-doa ket peadra evid restaol, e tilam o dle digand o daou. Evel-se, pehini anezo e garo ar muia ? » 43 Respont a ra Simon, en eur lavared : « Me ’zoñj din eo an hini a zo bet dilamet ar brasa dle digantañ ». Lavared a ra dezañ : « Mad az-peus barnet ». 44 O troi war-zu ar vaouez, e lavar Jezuz da Zimon : « Sell ouz ar vaouez-mañ : deuet on tre en da di ha n’az-peus ket roet dour din da walhi ma zreid. Hi he-deus douret ma zreid gand he daelou ha o zehet gand he bleo. 45 N’az-peus ket roet din eur pok. Hi n’he-deus ket paouezet, abaoe m’eo deut tre, da hirboka d’am zreid. 46 N’az-peus ket olevet ma fenn gand eoul. Hi he-deus olevet ma zreid gand louzou c’hwez-vad. 47 Evid kement-se, e lavaran dit, dilamet eo diganti he fehejou, ha kalz a zo anezo, peogwir he-deus-hi karet katz. An neb a-vad a vez dilamet nebeud digantañ, hennez a gar nebeud. 48 Ha lavared a ra dezi : « Dilamet eo da fehejou diganit ». 49 Ar gouvidi a-avad a grog da lavared an eil d’egile : « Piou eo hemañ hag a ya zoken beteg dilemel ar pehejou ». 50 Lavared a ra d’ar vaouez : « Gand da feiz out bet saveteet. Kerz e peoh ».
19 Erruoud a ra e vamm hag e vreudeur davetañ. Ne hellent ket dond beteg ennañ, en abeg d’ar boblad-tud. 20 Lavared a reer dezañ : « Da vamm ha da vreudeur a zo aze, er-mêz, ha c’hoant o-deus d’az kweled ». 21 Eñ a respont, en eur lavared : « Ma mamm ha ma breudeur eo ar re a glev komz Doue hag he mir ».
22 Hogen, eun deiz e pign-eñ en eur vag gand e ziskibien. Lavared a ra dezo : « Deom d’an tu all d’al lenn ». Hag int-i d’an donvor. 23 E-pad m’emaint o verdei, ema-eñ kousket. Eun aveldro a ziskenn war al lenn, ar vag a gemer dour hag emaint en argoll. 24 Tostaad a reont ouz Jezuz hag e zihuni, en eur lavared : « Mestr ! Mestr ! Kollet om ! » Eur wech dihunet, e hourdrouz an avel hag an tarziou : paouez a reont ha kalm-gwenn a zo. 25 Lavared a ra dezo : « Peleh ema ho feiz ? » Aon o-deus, souezet int hag e lavaront an eil d’egile : « Piou eta eo hemañ ? Gourhemenn a ra ive d’an aveliou ha d’an dour. Ha senti a reont outañ ! »
26 Dilestra a reont e bro ar Jerazenianed hag a zo d’an tu eneb da Vro-Halile. 27 Jezuz a ziskenn d’an douar hag en em gav gantañ eun den, er-mêz euz kêr, gand diaouled ennañ. Abaoe eun tamm mat a amzer n’eo ket bet gwisket ha ne jom ket en eun ti med er beziou. 28 Pa wel Jezuz, e krog da huchal, e kouez dirazañ hag e lavar, gand eur vouez kreñv : « Petra ’zo ahanout din, mab da Zoue, an Uhel-Meurbed ? Da aspedi a ran, na ra ket droug din ». 29 Rag lavared a ree Jezuz d’ar spered dihlan dond er-mêz euz an den. Meur a wech e oa bet dalhet gantañ, ha, liammet gand ereou ha chadennou evid e zerhel, e torre al liammou, hag e veze kaset gand an diaoul d’al lehiou digenvez. 30 Goulenn a ra Jezuz digantañ : « Da ano-dit ? » Lavared a ra : « Strollad ! » rag kalz diaouled a zo eet ennañ.
31 E aspedi a reont da jom heb o has d’an islonk. 32 Hogen, bez’ ez eus aze eur mell bandennad a voh o peuri war ar menez. E aspedi a reont da veza aotreet da vond enno. Roi a ra dezo an aotre. 33 An diaouled a zeu e-mêz an den hag a ya e-barz ar moh. Ar vandennad en em daol el lenn, euz lein an tornaod, ha beuzet int.
34 O veza gwelet kement-mañ, ez a o mesaerien kuit da gonta an traou e kêr ha war ar mêz. 35 Dond a ra an dud da weled petra a zo c’hoarvezet. Degouezet e-kichenn Jezuz, e kavont an den a zo eet an diaouled kuit dioutañ, azezet e-harz Jezuz, gwisket ha yah e spered. Spontet int. 36 Ar re o-deus gwelet pep tra a zispleg dezo penaoz eo bet saveteet den e zroug-spered. 37 An oll boblad-tud euz bro ar Jenerazianed a bed Jezuz da vond kuit diouto, rag eur spont braz a zo kouezet warno.
Pignad a ra en eur vag da vond en-dro. 38 An den a zo eet kuit an diaouled dioutañ a houlenn digand Jezuz chom gantañ. Med hemañ e gas kuit en eur lavared : 39 « Kerz d’ar gêr. Embann pep tra e-neus greet Doue evidout ». Mond a ra hag embann e kêr a-bez kement tra e-neus greet Jezuz evitañ.
40 Pa zeu Jezuz en-dro, eo-eñ degemeret gand eur boblad-tud, rag bez’ e oant oll ouz e hortoz. 41 Ha setu ma teu eun den, Jair e ano. Bez’ e oa e penn ar zinagogenn. O koueza e-harz treid Jezuz, e aspede anezañ da zond d’e di, 42 rag eur verh nemeti e-noa, war-dro daouzeg vloaz.