1 Hogen, stank e oa ar boblad-tud en-dro dezañ, evid kleved komz Doue ha bez’ e oa-eñ en e zao war ribl lenn Jenezared. 2 Gweled a ra diou vag a oa war vord al lenn : dilestret o-deus ar besketêrien hag emaint o walhi o rouejou. 3 Pignad a ra-eñ en unan euz ar bagou hag a oa da Zimon, ha goulenn digantañ mond eun tammig pelloh diouz an douar. Azezet er vag, e kelenne an dud.
4 Echu gantañ e brezegenn, e lavar da Zimon : « Sko d’an donvor ha taolit ho rouejou, evid pesketa. » 5 Respont a ra Simon : « Mestr, emezañ, poaniet on-eus e-pad an noz a-bez, hep paka tra ebed. Med, war da houlenn, e taolin ar rouejou. » 6 Henn ober a reont hag e pakont kement a besked ma oa o rouejou war-nez beza roget. 7 Sin a reont d’o heneiled er vag all dond da roi dorn dezo ; dond a reont ha karga an diou vag, ken ma oant prest da vond d’ar strad.
8 O weled kement-se, e kouez Simon war e zaoulin, dirag Jezuz, hag e lavar : « Kerz pell diouzin, Aotrou, rag eun den peher on ». 9 Rag spontet eo hag ar re all gantañ, dirag ar bern pesked o-deus paket.10 Memez tra evid Jakez ha Yann, mibien Zebede, hag a oa keneiled Simon. Jezuz a lavar da Zimon : « Arabad dit kaoud aon : adaleg bremañ, tud eo a besketi beo. » 11 Ha goude beza kaset o bagou beteg an douar, e tilezont pep tra hag ez eont d’e heul.
12 Hogen, pa oa-eñ en unan euz ar hêriou, setu ma teu eno eun den goloet a lorgnez. Pa wel Jezuz, e kouez, e zremm d’an douar, hag e bedi a ra, en eur lavared : « Aotrou, ma fell dit, e hellez ma glannaad. » 13 Astenn a ra Jezuz e zorn ha touch anezañ, en eur lavared : « Me a fell din, bez glanneet. » Kerkent ez a al lorgnez kuit dioutañ. 14 Gourhemenn a ra dezañ : « Chom heb lavared netra da zen ebed. Med kerz d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig, evid da hlanidigez, ar pez e-neus Moizez gourhemennet, evel eun testeni evito. » 15 Ar homzou diwar e benn en em skigne muioh mui. Pobladou-tud niveruz en em vode evid e gleved ha beza pareet diouz o hleñvejou. 16 Evitañ, en em denn a ree er gouelehiou, da bedi.
17 Hogen, eun deiz m’edo o prezeg, e oa azezet dirazañ farizianed ha doktored war al lezenn, deut euz pep kêriadenn e Bro-Halile ha Bro-Jude, hag euz Jeruzalem. Galloud an Aotrou e lakee d’ober pareañsou.
18 Ha dond a ra tud o tougen eur gwaz seizet, war eur gwele. Klask a reont mond tre gantañ hag e lakaad dirag Jezuz. 19 Ha ne gavont ket dre beleh e gas e-barz, abalamour d’an dud. Pignad a reont war al leurenn-doenn hag e ziskenn gand e gravaz, e-kreiz an dud, dirag Jezuz. 20 Hemañ a wel o feiz hag e lavar : « Paotr ! Pardonet eo dit da behejou ». 21 Ar skriverien hag ar farizianed a grog neuze da gomz kenetrezo, en eur lavared : « Piou eo hemañ hag a zo o tisakreal ? Piou a bell pardoni ar pehejou, nemed Doue e-unan ? »
22 Anaoud a ra Jezuz o homzou hag e respont dezo : « Perag, emezañ, seurt soñjennou en ho kalonou ? » 23 Pehini eo an dra êsa ? Lavared : “Pardonet eo da behejou”, pe lavared : “Sav en da zav ha kerz” ? 24 Ahanta ! evid ma ouezfeh e-neus mab an den ar galloud war an douar da bardoni ar pehejou… », e lavar d’an den seizet : « Dit-te, e lavaran : sav en da zav, kemer da gravaz ha kerz d’ar gêr ! » 25 A-daol-trumm, e sav dirazo, e kemer ar pez ma oa bet astennet warnañ, hag ez a kuit d’ar gêr, en eur renta gloar da Zoue. 26 Souezet int oll : renta a reont gloar da Zoue ha leun e oant a aon, en eur lavared : « Traou digreduz on-eus gwelet hirio. »
27 War-lerh kement-se, ez a er-mêz hag e wei eur publikan anvet Levi, azezet e bureo ar maltoutèrèz. Lavared a ra dezañ : « Deus d’am heul ». 28 O veza kuiteet pep tra, e sav hag ez a d’e heul. 29 Ha Levi d’ober evitañ eur mell pred en e di : bez’ e oa eur bern tud, publikaned ha reou all, astennet ganto e-kichenn an daol. 30 Grozmolad a ree ar farizianed hag ar skriverien, a-eneb an diskibien, en eur lavared : « Gand publikaned ha peherien e tebrit hag eh evit-c’hwi ! Perag ’ta ? » 31 Jezuz a respont dezo : « N’eo ket, emezañ, an dud yah o-deus ezomm a vedisin, med ar re a zo klañv. 32 N’on ket deut evid gelver ar re just, med ar beherien da jeñch buhez. »
33 Lavared a reent dezañ : « Diskibien Yann a ra yun aliez ha pedennou hir ; hag evel-se e ra diskibien ar farizianed. Hogen, da re-dit a zebr hag a ev ». 34 Ha Jezuz da lavared dezo : « Keneiled an den nevez, daoust hag e hellit o lakaad da yuni e-pad m’ema an den nevez ganto ? 35 Med dond a ray an deiziou ma vo tennet an den nevez diganto. Neuze e yunint, en deveziou-ze ».
36 Lavared a ra ive dezo eur barabolenn. « Den ebed ne rog eun tamm diouz eur gwiskamant nevez evid peñseliad eur gwiskamant koz ; anez da ze eo roget an hini nevez, evel-just, hag an hini koz ne gloto ket gand ar peñsel tennet diouz an hini nevez ».
37 « Den ebed ne lak gwin nevez e sehier-lèr koz. Anez da ze, e tarzo ar zehier-lèr, evel-just, gand ar gwin nevez : fennet e vo ar gwin ha kollet ar zehier-lèr. 38 Ra vo lakeet gwin nevez e sehier-lèr nevez ! »
39 « Den ebed n’e-neus c’hoant da gaoud gwin nevez, goude beza evet gwin koz. Rag lavared a ra : “Dispar eo an hini koz !” »