1 War-lerh an traou-ze, en em ziskouez Jezuz adarre d’an diskibien war ribl mor Tiberiad. Hag en em ziskouez a ra evel-mañ. 2 Bez’ e oant asamblez : Simon-Pèr, Tomaz, lesanvet Gevell, Natanael euz Kana e Bro-Halile, mibien Zebede ha daou all euz e ziskibien. 3 Simon-Pèr a lavar dezo : « Mond a ran da besketa ». Hag int da respont dezañ : « Mond a reom ganit, ni ive. » Er-mêz ez eont hag e pignont en eur vag ; med en noz-se ne bakont netra.
4 Deut ar mintin dija, ema Jezuz war an aot. Koulskoude ne oar ket an diskibien ez eo Jezuz. 5 Jezuz eta a lavar dezo : « Paotred ! N’ho-peus ket eun dra bennag da zebri ? » Hag int da respont dezañ : « Nann ! » 6 Lavared a ra dezo : « Taolit ar roued d’an tu dehou d’ar vag hag e kavot ». Taoler a reont eta ha n’o-deus ket nerz a-awalh d’e zacha, ablamour da bouez ar pesked. 7 Hag an diskib karet gand Jezuz a lavar da Bèr : « An Aotrou eo ». Pa glev Simon-Pèr eta ez eo an Aotrou, e lak e zae – rag noaz e oa – hag e lamm er mor. 8 Dond a ra an diskibien all gand ar vag ha sacha war ar roued, leun a besked, rag n’emaint ket pell diouz an douar, med war-dro daou hant ilinad.
9 Pa zilestront war an douar eta, e welont eun tan glaou-beo laket eno, gand peskedigou warnañ, ha bara. 10 Jezuz a lavar dezo : « Degasit euz ar peskedigou ho-peus paket bremaig. » 11 Pignad a ra Pèr eta ha sacha beteg an douar ar roued leun a besked braz : kant tri ha hanterkant anezo. Ha daoust ma ’z eus kemend-all, n’eo ket roget ar roued.
12 Jezuz a lavar dezo : « Deuit da zebri ». Nikun euz an diskibien ne gred goulenn outañ : « Piou out-te ? » rag gouzoud a reont ez eo an Aotrou. 13 Jezuz a zav, a gemer ar bara, a ro dezo hag evel-se c’hoaz evid ar peskedigou. 14 Setu dija an trede gwech m’en em ziskouez Jezuz d’e ziskibien, goude beza savet a-douez ar re varo.
15 P’o-deus debret, e lavar Jezuz da Zimon-Pèr : « Simon, mab Yann, ha ma hared a rez, muioh eged ar re-mañ ? » Hag eñ da respont dezañ : « Ya, Aotrou, anaoud a rez ma harantez evidout. » Lavared a ra dezañ : « Kas ma oaned da beuri ». 16 Evid an eil gwech, e lavar dezañ : « Simon, mab Yann, ha ma hared a rez ? » Hag eñ da respont dezañ : « Ya, Aotrou, anaoud a rez ma harantez evidout. » Jezuz a lavar dezañ : « Kas ma deñved da beuri ». 17 Evid an trede gwech, e lavar dezañ : « Simon, mab Yann, daoust hag az-peus karantez evidon ? » Glaharet eo Pèr peogwir e-neus goulennet outañ, evid an trede gwech : « Daoust hag az-peus karantez evidon ? » Respont a ra dezañ : « Te, Aotrou, a oar pep tra : anaoud a rez ma harantez evidout. » Jezuz a lavar dezañ : « Kas ma deñved da beuri. »
18 « Amen, amen, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da houriz hag e kerzes d’al leh a blije dit. Pa vi deut da veza koz, eh astenni da zaouarn, unan all a lako dit da houriz ha da gaso d’al leh na fell ket dit. » 19 Lavared a ra an dra-ze evid diskouez dre beseurt maro e rentfe gloar da Zoue. War-lerh ar homzou-ze, e lavar dezañ : « Deus d’am heul ! »
20 O troi kein, e wel Pèr, o tond d’e heul, an diskib karet gand Jezuz, an hini e-neus soublet war e vruched e-pad ar goan, hag e-neus lavaret : « Aotrou, piou eo an den hag a zo o vond d’az kwerza ? » 21 Ouz e weled, e lavar Pèr eta da Jezuz : « Aotrou ! Evid hemañ ? Petra ? » 22 Jezuz a respont dezañ : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe-eñ beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? Te, deus d’am heul ! »
23 En em skigna a ra eta ar gomzou-mañ e-touez ar vreudeur : ne varfe ket an diskib-se. Med n’e-noa ket Jezuz lavaret dezañ ne varfe ket, med : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe-eñ beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? » 24 An diskib-se eo a ro testeni euz an traou-ze ha gantañ int bet skrivet, ha gouzoud a reom ez eo gwirion e desteni.
25 Bez’ ez eus kalz kalz traou all c’hoaz bet greet gand Jezuz. Ma vijent skrivet, unan hag unan, ne hellfe ket ar bed zoken, d’am zoñj, enderhel al leoriou bet skrivet.