1 Hogen, pa echu Jezuz an oll gomzou-ze, e lavar d’e ziskibien : 2 « Gouzoud a rit e tegouez ar Pask a-benn daou zevez : gwerzet e vo mab an den evid beza staget ouz eur groaz. »
3 Neuze ar veleien-veur ha kozidi ar bobl en emvod e palez ar beleg-meur, Kaifaz e ano· 4 En em gleved a reont evid paka krog e Jezuz, dre widre, hag e laza. 5 Med lavared a reent : « Arabad henn ober e-pad ar gouel, gand aon na zavfe trouz e-touez ar bobl ! »
6 Jezuz o veza e Betani, e ti Simon an den lor, 7 e tosta outañ eur vaouez, ganti eul lestr alabastr, leun a louzou-c’hwez-vad ker-ruz. E skuilla a ra war e benn, e-pad m’ema-eñ ouz taol. 8 O weled kement-se, eo kounnaret an diskibien : « Perag, emezo, seurt koll ? 9 Rag an dra-ze a helle beza gwerzet ker-tre, ha roet d’ar re baour. »
10 O houzoud kement-se, e lavar Jezuz dezo : « Perag hegasi ar vaouez-mañ ? Rag eun dra vad he-deus-hi greet evidon. 11 Peorien ho-po atao en ho touez. Med me ne vin ket atao ganeoh. 12 Rag, en eur daoler ar c’hwez-vad-se war ma horv, he-deus greet kement-se evid ma zebeliadur. 13 Amen, lavared a ran deoh : e kement leh ma vo embannet ennañ ar helou-mad-mañ, dre ar bed a-bez, e vo komzet euz ar pez he-deus-hi greet, evid derhel soñj anezi. »
14 Mond a ra neuze unan euz an daouzeg, Judaz Iskariot e ano, da gaoud ar veleien-veur : 15 « Petra, emezañ, ho-peus c’hoant da roi din ? Hag e roi a rain-me etre ho taouarn. » Poueza a reont tregont pez arhant dezañ. 16 Adaleg neuze, e klaske-eñ an tu d’e roi.
17 Da zeiz kenta ar Bara-Dihoell, e tosta e ziskibien ouz Jezuz : « Peleh, emezo, ho-peus c’hoant e pourchasim an traou evidout, da zebri ar Pask ? » 18 Lavared a ra : « Kit e kêr, da di henn-mañ-henn, ha lavarit dezañ : “Tost eo ma amzer, eme ar mestr, en da di e ran ar Pask gand ma diskibien.” » 19 Ober a ra an diskibien evel m’e-neus Jezuz lavaret dezo, ha pourchas ar Pask.
20 Deut an abardaez, ema-eñ ouz taol gand an daouzeg. 21 E-pad m’emaint o tebri, e lavar dezo : « Amen, lavared a ran deoh : unan ahanoh am roio. » 22 Glaharet-braz, e krogont da lavared dezañ, pep hini d’e dro : « Daoust ha me eo, Aotrou ? » 23 Respont a ra : « An hini, emezañ, e-neus soubet e zorn ganin er plad, hennez am roio. 24 Mond a ra mab an den kuit, e-giz m’eo bet skrivet diwar e benn. Reuzeudig a-vad an den-ze m’eo roet mab an den drezañ ! An den-ze a oa gwelloh evitañ ma ne vefe ket bet ganet. » 25 Judaz, hag a zo o vond d’e roi, a respont, en eur lavared : « Daoust ha me eo, rabbi ? » Respont a ra-eñ dezañ : « Te, henn lavared a rez ! »
26 E-pad m’emaint o tebri, e kemer Jezuz bara, e vennig, e dorr, hag e ro d’e ziskibien, en eur lavared : « Kemerit ! Debrit ! Kement-mañ eo ma horv. » 27 Kemer a ra eur haliriad, lavared trugarez, ha roi dezo : « Evit oll anezañ, emezañ, 28 rag kement-mañ eo ma gwad, hini an emgleo, skuillet evid kalz tud, da bardoni ar pehejou. 29 Lavared a ran deoh : ne vin ket mui euz frouezenn-mañ ar winienn, beteg an deiz ma heh evin, nevez, e rouantelez ma Zad. »
30 Goude beza kanet ar zalmou, ez eont er-mêz, war-zu Menez an Olivez. 31 Neuze e lavar Jezuz dezo : « Streboti a reot oll, en abeg din, en noz-mañ. Rag skrivet eo : “Skoi a rin gand ar mesaer, hag e vo strewet dañvadezed an tropell.” 32 Med, goude beza adsavet, e vin en ho raog e Bro-Halile. » 33 Respont a ra Pèr : « Ma strebotfe an oll, emezañ, en abeg dit, biken ne strebotin-me. » 34 Jezuz a lavar dezañ : « Amen, dit e lavaran : en noz-mañ, a-raog ma kano eur hillog, az-po ma nahet teir gwech ! » 35 Ha Pèr da respont dezañ : « Petra bennag ma vefe red din mervel ganit, ne da nahin ket, sur ! » Hag an oll ziskibien a lavar ar memez tra.
36 Dond a ra Jezuz neuze ganto d’eun domani anvet Jetsemani. Lavared a ra d’e ziskibien : « Azezit amañ, e-pad ma ’z in pelloh da bedi. » 37 Kemer a ra gantañ Pèr hag an daou vab da Zebede, ha krogi a ra da veza trist ha leun a anken. 38 Neuze e lavar dezo : « Trist-meurbed eo ma ene, beteg mervel. Chomit amañ ha beillit ganin ! »
39 Mond a ra eun tammig pelloh, koueza, e dal gantañ ouz an douar, ha pedi, o lavared : « Ma Zad, ma ve posubl, ra dremeno ar haliriad-mañ pell diouzin ! Evelato, nann evel ma fell din-me, med evel ma fell dit-te ! » 40 Dond a ra beteg e ziskibien, hag o havoud kousket. Lavared a ra da Bèr : « Evel-se, n’ho-peus ket bet nerz a-walh da veilla ganin, e-pad eun eurvez nemetken ? 41 Beillit ha pedit, evid na gouezot ket en tentadur ! Birvidig eo ar spered, dinerz avad eo ar horv. »
42 Evid an eil gwech, ez a pelloh da bedi : « Ma Zad, emezañ, ma n’eo ket posubl e tremenfe an dra-mañ heb din e eva, ra vo greet da volontez ! » 43 Dond a ra en-dro hag o havoud kousket, rag ponnerreet e oa o daoulagad. 44 O lezel a ra, mond kuit adarre, ha pedi evid an trede gwech, en eur lavared ar memez komzou. 45 Neuze e teu war-zu e ziskibien hag e lavar dezo : « Bremañ, kouskit ha diskuizit ! Setu : tost eo an eur ma vo roet mab an den etre daouarn ar beherien… 46 Dihunit ! Deom ! Setu m’eo tost an hini hag am roio ! »
47 O komz ema-eñ c’hoaz pa zegouez Judaz, unan euz an daouzeg, ha gantañ eur boblad-tud niveruz o tougen klezeier ha bizier, euz perz ar veleien-veur ha kozidi ar bobl.
48 An hini hag a zo o vond d’e werza e-neus roet dezo eur zin, en eur lavared : « An hini a roin eur pok dezañ, hennez eo. Tapit krog ennañ ! » 49 Kerkent e tosta ouz Jezuz, en eur lavared : « Salud, rabbi ! » hag e ro eur pok dezañ. 50 Jezuz a lavar dezañ : « Ma mignon, evid an dra-ze emaout amañ ! » Tostaad a reont neuze, taoler o daouarn war Jezuz, ha tapoud krog ennañ.
51 Ha setu unan euz ar re a zo gand Jezuz oh astenn e zorn, hag o tihouina e gleze. Skoi a ra gand servicher ar beleg-meur, ha troha dezañ beg e skouarn. 52 Neuze e lavar Jezuz dezañ : « Lak da gleze en e blas en-dro. Rag an oll hag a gemer ar hleze a vo kollet dre ar hleze. 53 Pe kavoud a ra dit ne hellan ket erbedi ma Zad ? Hag e kasfe din dioustu daouzeg strollad êlez. 54 Penaoz e vefe neuze sevenet ar skridou hag a lavar eo red d’an traou beza evel-se ? » 55 D’an eur-ze e lavar Jezuz d’ar bobl : « E-giz evid eun torfetour oh deut er-mêz, gand klezeier ha bizier, da dapoud krog ennon. Bemdez e oan azezet, o kelenn en templ, ha n’ho-peus ket tapet krog ennon. 56 Kement-mañ a hoarvez evid ma vo sevenet skridou ar brofeted. » E leze} a ra neuze an oll ziskibien, ha tehed a reont kuit.
57 Ar re o-deus tapet krog e Jezuz, e gas da di Kaifaz, ar beleg-meur, el leh m’eo bodet ennañ ar skriverien hag ar gozidi. 58 Pèr a ya war e lerh, a-bell, beteg porz ar beleg-meur. Ha mond a ra e-barz da azeza gand ar vevelien, evid gweled ar fin.
59 Ar veleien-veur hag ar zanhedrin a-bez a glaske eur falstesteni a-eneb Jezuz, evide lakaad d’ar maro. 60 Ne gavont tra ebed e-touez ar falstestou niveruz hag a dosta. 61 A-benn ar fin, e teu daou : « Hemañ, emezo, e-neus lavaret : “Bez’ e hellan distruja santual Doue, hag e lakaad en e zao, a-benn tri devez !” » 62 Sevel a ra ar beleg-meur ha lavared dezañ : « Ne respontez netra d’ar pez a desteniont a-eneb dit ? » 63 Med tevel a ree Jezuz.
Hag e lavar ar beleg-meur dezañ : « Da aspedi a ran, dre an Doue beo : lavar deom ha te eo ar Hrist, Mab Doue ? » 64 Jezuz a respont dezañ : « Henn lavared a rez-te ! Koulskoude e lavaran deoh : hiviziken e welot mab an den, azezet en tu dehou d’ar Galloud, hag o tond war goabrennou an neñv. »
65 Neuze e rog ar beleg-meur e zillad, en eur lavared : « Blasfemet e-neus ! Peseurt ezomm oneus c’hoaz da gaoud testou ? Setu m’ho-peus klevet ar blasfem bremañ ! 66 Petra ’zoñjit c’hwi ? » Respont a reont : « Meritoud a ra ar maro ! »
67 Neuze e tufont war e veg, hag e roont skouarnadou dezañ. 68 E skourjeza a ra reou all, en eur lavared : « Gra da brofet evidom, Krist ! Piou e-neus skoet ganit ? »
69 Pèr a oa azezet en diavêz, er porz. Tostaad a ra eur vatez outañ : « Te ive, emezi, a oa gand Jezuz ar Galilean. » 70 Med naha a ra-eñ, dirag an oll, en eur lavared : « N’ouzon ket petra a lavarez ! » 71 Krogi a ra da vond er-mêz, war-zu an nor-borz. Unan all e wel hag hi da lavared d’ar re a zo eno : « Hemañ a oa gand Jezuz an Nazorean. » 72 Hag adarre e nah-eñ, en eur doui : « N’anavezan ket an den. » 73 Eun tammig goude, e tosta ar re a oa eno hag e lavaront da Bèr : « E gwirionez, te ive a zo en o zouez ; forz penaoz, gwerzet out dre da bouez-mouez ! » 74 Neuze e krog da doui gand mil malloz : « N’anavezan ket an den ! » Ha kerkent e kan eur hillog.
75 Ha dond a ra soñj da Bèr euz ar pez e-noa Jezuz lavaret : « A-raog ma kano eur hillog, az-po ma nahet teir gwech. » Mond a ra er-mêz, ha gouela c’hwero.