1 « Rag heñvel eo rouantelez an neñv ouz eun den, eur penn-tiegez, hag a ya er-mêz, diouz ar mintin, da hopra micherourien evid e winieg. 2 Ober a ra marhad gand ar vicherourien evid eun diner an devez, hag o has d’e winieg.
3 Dond a ra er-mêz d’an trede eur, ha gweled reou all chomet dibreder war el leur-gêr. 4 Dezo e lavar : “It, c’hwi ive d’ar winieg ; roi a rin deoh ar pez a zo just.” 5 Mo nd a reont. A darre ez a-eñ er-mêz d’ar c’hwehved ha d’an naved eur, hag e ra memez tra.
6 War-dro an unnegved eur, ez a c’hoaz er-mêz. Kavoud a ra reou all chomet aze, ha lavared dezo : “Perag e chomit aze dibreder, e-pad an deiz ?” 7 Respont a reont dezañ : “Dre ma n’eus bet den ebed d’on gopra.” Lavared a ra dezo : “lt, c’hwi ive, d’ar winieg”.
8 Deut an abardaez, e lavar aotrou ar winieg d’e verour : “Galv ar vicherourien, ha ro dezo o gopr, en eur grogi gand ar re ziweza, beteg ar re genta”. 9 Dond a ra re an unnegved eur, ha reseo peb unan beb a ziner. 10 Goude-ze e teu ar re genta : soñjal a reont e resevint muioh, ha peb unan anezo a resev an diner ive. 11 En eur reseo hemañ, e hrozmolont a-eneb d’ar penn-tiegez, 12 o lavared : “Ar re ziweza-mañ o-deus greet eun eurvez labour hep ken, hag o lakez par deom-ni hag on-eus douget samm an devez hag ar wrez”. 13 Respont a ra d’unan anezo : “Keneil, emezañ, ne ran ket gaou ouzit : daoust ha n’az-peus ket greet marhad ganin evid eun diner ? 14 Kemer da hini ha kerz ! C’hoant am-eus da roi da hemañ, an hini diweza, kement ha dit-te : 15 daoust ha n’em-eus ket aotre d’ober pez a garan gand ma madou ? Pe daoust hag eo fall da lagad en abeg ma ’z on mad ?” 16 Evel-se e vo ar re ziweza da genta, hag ar re genta da ziweza. »
17 War-nez pignad da Jeruzalem, e kemer Jezuz gantañ e ziskibien, o-unan, hag en eur ober hent, e lavar dezo : 18 « Setu ma pignom da Jeruzalem. Gwerzet e vo mab an den d’ar veleien-veur ha d’ar skriverien : kondaonet e vo ganto d’ar maro. 19 E werza a raint d’ar baianed, evid beza mezekeet, skourjezet ha staget ouz ar groaz. Ha, d’an trede deiz, eh adsavo. »
20 Neuze e tosta outañ mamm mibien Zebede, gand he daou vab. Stoui a ra-hi evid goulenn eun dra digantañ. 21 Eñ a lavar dezi : « Petra a garfes kaoud ? » Respont a ra : « Lavar ma vo ar re-mañ, an daou vab-mañ-din, azezet en da rouantelez, unan en tu dehou dit hag unan en tu kleiz. »
22 Jezuz a respont : « N’ouzoh ket, emezañ, petra a houlennit. Ha bez’ e hellit eva ar haliriad emaon o vond da eva ? – Bez’ e hellom », emezo. 23 Lavared a ra dezo : « Ya, eva a reot ma haliriad. Med evid beza azezet en tu dehou din hag en tu kleiz, n’eo ket din-me her roi : bez’ e vo ar plasou-ze d’ar re m’int bet aozet evito gand ma Zad. » 24 O kleved kement-se eo taeret an deg a-eneb an daou vreur.
25 O gelver a ra Jezuz, ha lavared : « Gouzoud a rit e ra priñsou ar broiou paian o mistri warno, hag e lak ar pennou-braz o galloud da goueza warno. 26 Ne vo ket evel-se en ho touez. Med nep piou bennag e-no c’hoant da veza braz, a vo ho servicher. 27 Ha nep piou bennag e-no c’hoant da veza da genta, a vo ho sklav. 28 E-giz mab an den : n’eo ket deut evid beza servichet med evid servicha, ha roi e vuhez evid dasprena kalz a dud. »
29 Pa zeuont er-mêz euz Jeriko, ez a eur boblad-tud niveruz d’e heul. 30 Ha setu daou zen dall, azezet war vord an hent. Kleved a reont ema Jezuz o vond e-biou. Hag e youhont : « Az-pez truez ouzom, emezo, mab da Zavid ! » 31 An dud o gourdrouz, evid ma chomint peoh. Med kreñvoh c’hoaz e youhont, en eur lavared : « Az-pez truez ouzom, mab da Zavid ! »
32 Chom a ra Jezuz a-zao, o gelver, ha lavared : « Petra ho-peus c’hoant a rafen evidoh ? » 33 Respont a reont dezañ : « Aotrou ! Ra vo digoret on daoulagad ! » 34 Fromet e don e galon, e touch Jezuz ouzo malvennou : dioustu e welont. Ha mond a reont d’e heul.