1 Tostaad a ra neuze ouz Jezuz farizianed ha skriverien euz Jeruzalem : 2 « Perag, emezo, e torr da ziskibien hengoun ar gozidi ? Rag ne walhont ket o daouarn pa gemeront boued. »
3 Respont a ra, ha lavared dezo : « Ha c’hwi, perag e torrit gourhemennou Doue, war zigarez ho kiziou koz deoh-c’hwi ? 4 Rag lavaret e-neus Doue : “Enor da dad ha da vamm” ha : “An neb a villig tad pe vamm, a varvo”. 5 Med lavared a rit-c’hwi : “An neb a lavar d’e dad pe d’e vamm : prov-da-Zoue eo al lodenn euz ma danvez a vefe talvouduz dit, 6 n’e-neus ket da enori e dad pe e vamm”. Kaset ho-peus komzou Doue da get, dre ho kiziou koz deoh-c’hwi.
7 Pilpouzed ! Brao e-neus Izai diouganet diwarnoh, o lavared : 8 “Ar bobl-mañ am enor, gand e ziweuz, med he halon a dro pell ahanon. 9 Goullo eo al lidou a rentont din. Ar henteliou a gelennont n’int nemed gourhemennou an dud”. »
10 Gelver a ra an dud ha lavared dezo : « Klevit ha komprenit : 11 n’eo ket ar pez a ya er genou hag a zaotr an den, med ar pez a zeu e-mêz ar genou, an dra-ze eo a zaotr an den. »
12 Tostaad a ra neuze e ziskibien outañ ha lavared dezañ : « Gouzoud a rez eo bet feuket ar farizianed o kleved ar homzou-ze ? » 13 Respont a ra : « Pep plantenn, emezañ, ha n’eo ket bet plantet gand ma Zad euz an neñv, a vo disgwriziennet. 14 Laoskit-i ! Tud dall int, o heñcha tud dall. Pa vez eun den dall o heñcha eun den dall all, e kouezint o-daou en toull. »
15 Pèr a respont, o lavared dezañ : « Displeg deom ar barabolenn-ze – 16 Bremañ c’hoaz oh-c’hwi heb skiant, emezañ. 17 Ne welit ket penaoz e tiskenn er hov pep tra a ya er genou, hag e vez taolet er-mêz, er foz ? 18 Med euz ar galon e teu ar pez a ya e-mêz ar genou, hag an dra-ze eo a zaotr an den. 19 Rag, euz ar galon e teu komzou droug, muntrèrèz, avoultriez, gastaouèrèz, laeroñsi, falstesteniou, blasfemou. 20 Kement-se eo a zaotr an den. Med debri, heb beza gwalhet an daouarn, ne zaotr ket an den. »
21 Mond a ra Jezuz kuit ahano, ha dond tro-war-dro Tir ha Sidon. 22 Ha setu ma teu eur vaouez, eur Gananeanez euz ar vro-ze. Hopal a ra-hi, en eur lavared : « Bez truez ouzin, Aotrou, mab da Zavid ! Gwallgaset eo ma merh gand an droug-spered. » 23 Med ne respont-eñ ger ebed dezi. Tostaad a ra e ziskibien ha goulenn digantañ : « Kas-hi kuit, emezo, rag krial a ra war on lerh. »
24 Respont a ra-eñ a-vad : « N’on ket bet kaset, emezañ, nemed d’an deñved kollet euz ti Izrael. » 25 Med neuze e teu-hi da stoui dirazañ : « Aotrou ! emezi, ma zikour ! » 26 O respont dezi, e lavar-eñ : « N’eo ket brao kemer bara ar vugale hag e stlepel d’ar chas bihan. – 27 Ya, Aotrou, emezi, med debri a ra ar chas bihan bruzunou o koueza diwar daol o mistri. » Neuze e respont Jezuz : 28 « Maouez, emezañ, braz eo da feiz ! Ra vo greet dit hervez da hoant ! » Ha pareet eo he merh d’an eur-ze.
29 O pellaad alese, e teu Jezuz war vord Mor ar Galile. Pignad a ra war ar menez hag azeza eno. 30 Pobladou-tud niveruz a dosta outañ, ganto tud kamm, dall, mahagnet, mud, ha kalz re all. O lakaad a reont e-harz dezañ, hag o farea a ra-eñ, 31 ken m’eo souezet an dud, pa welont re vud o komz, re vahagnet deut dibistig, re gamm o vale, re zall o selled. Meuli a reont Doue Izrael.
32 Gelver a ra e ziskibien ha lavared : « Trefuet on, evid ar bobl, e don ma halon : abaoe tri devez emaint ganin ha n’o-deus netra da zebri. Ne fell ket din o has kuit war yun, gand aon na zemplfent en hent. » 33 An diskibien a lavar dezañ : « Penaoz or-befe-ni tra-walh a vara en eur goueleh evid roi o gwalh da gement a dud ? – 34 Ped baraenn a zo ganeoh ? » eme Jezuz. Respont a reont : « Seiz hag eun nebeud peskedigou. »
35 Kemenn a ra d’ar bobl azeza war an douar. 36 Ha kemeret gantañ ar zeiz baraenn hag ar pesked, e lavar eur bedenn a drugarez, e ra lodennou, o ro d’e ziskibien, hag e ziskibien d’ar bobl. 37 Debri a reont oll, beteg o gwalh. Gand an tammou chomet da zilerh, e tastumont seiz panerad leun. 38 Ar re o-deus debret a oa pevar mil den, hep konta ar merhed hag ar vugale. 39 Kas a ra kuit ar bobl, pignad er vag, ha dond da harzou Magadan.