1 Gelver a ra davetañ e zaouzeg diskib, hag e ro dezo galloud war ar sperejou dihlan, evid o kas er-mêz, hag evid parea pep kleñved ha peb gwander.
2 An daouzeg abostol, setu o ano : an hini kenta Simon, anvet Pèr, hag Andreo, e vreur ; Jakez, mab da Zebede, ha Yann, e vreur ; 3 Filip ha Berteleme, Tomaz ha Maze, ar publikan ; Jakez, mab da Alfe, ha Tadde ; 4 Simon ar Hananean ha Judaz Iskariot, an hini end-eeun e-neus e werzet.
5 Kas a ra Jezuz an daouzeg-se, gand ar homzou-mañ : « N’it ket war heñchou ar baianed. N’antreit ket en eur gêr a Zamaritaned. 6 Med it kentoh war-zu an deñved kollet euz ti Izrael. 7 En eur vond, embannit ha lavarit : “Tost ema rouantelez an neñv”. 8 Pareit ar re vahagnet. Lakit ar re varo da zevel da veo. Glannait ar re lor. Kasit an diaouled kuit.
Roet ez eus bet deoh evid netra : roit evid netra. 9 Chomit heb klask kaoud aour nag arhant, na gwenneg ebed evid ho kouriz, 10 na bisah ebed evid an hent, na diou zae, na skasou, na baz ebed, rag reiz eo e vefe roet e voued d’ar micherour.
11 Ar gêr pe gêriadenn m’en em gavit enni, klaskit gouzoud piou a zo dign d’ho tegemer. Ha chomit en e di beteg ma ’z eot kuit. 12 En eur vond en ti, lavarit dezañ : “Peoh !” 13 Ma ’z eo dign an ti, ra zeuio ho peoh warnañ ! Ha ma n’eo ket, ra zeuio ho peoh warnoh en-dro !
14 Nep piou bennag n’ho tegemer ket, ha ne zelaou ket ho komzou, hejit poultrenn ho treid en eur zond e-mêz an ti-ze pe ar gêr-ze. 15 Amen, lavared a ran deoh : êsoh e vo deiz ar varn da houzañv evid Sodom ha Gomor eged evid ar gêr-ze ! 16 Setu m’ho kasan evel deñved e-kreiz ar bleizi. Bezit eta war evez evel naered, eeun a-vad evel koulmed. »
17 « Diwallit diouz an dud : ho roi a raint d’al leziou-barn, hag ho foueta a raint er zinagogennou. 18 En abeg din-me, e viot kaset dirag gouarnourien ha rouaned, en testeni evito hag evid ar broiou. 19 Pa viot barnet, arabad deoh beza nehet : “Petra da lavared ? Ha penaoz ?” Rag kement-se : petra lavared, a vo roet deoh d’an eur-ze. 20 N’eo ket c’hwi hag a lavaro, med Spered ho Tad eo a gomzo ennoh.
21 Eur breur a roio e vreur d’ar maro, eun tad e vugel ; ar vugale en em zavo a-eneb o herent, hag o lakaio da vervel. 22 Kasoni a vago an oll ouzoh, en abeg d’am ano. Med an hini a zalho mad beteg ar fin, hennez a vo salvet.
23 « Ma vezit heskinet ganto en eur gêr, tehit d’unan all. Amen, lavared a ran deoh : n’ho-po ket echuet gand kêriou Izrael ma vo deut mab an den en-dro.
24 « N’eus diskib ebed a-uh d’e vestr, na mevel ebed a-uh d’e aotrou. 25 Tra-walh eo d’an diskib dond da veza evel e vestr, ha d’ar mevel evel e aotrou. M’o-deus greet “Beelzeboul” euz mestr an ti, na pegement muioh e raint euz re e di ! »
26 « N’ho-pet ket aon razo ’ta : netra holoet ne jomo heb beza dizoloet, netra guzet ne jomo heb beza anavezet. 27 Ar pez a lavaran deoh en deñvalijenn, lavarit-eñ dindan lagad an heol. Ar pez a glevit e pleg ho skouarn, embannit-eñ war al leurennou-toenn.
28 N’ho-pet ket aon rag ar re a laz ar horv, ha ne hellont ket laza an ene. Ho-pet aon kentoh rag an hini a hell kas ene ha korv d’ar jehenn. 29 Daoust ha ne vez ket gwerzet daou filip evid eur gwenneg ? Ha ne gouez nikun anezo war an douar heb gouzoud d’ho Tad. 30 Evidoh, peb blevenn zoken euz ho penn a zo bet kontet. 31 N’ho-pet ket aon eta : talvoud a rit-c’hwi dreist eun nijad filiped.
32 Setu perag : nep piou bennag en em zisklêrio a-du ganin, dirag an dud, en em zisklêrin-me a-du gantañ ive, dirag ma Zad a zo en neñv. 33 Ha nep piou bennag am naho, dirag an dud, a vo nahet ganin ive, dirag ma Zad a zo en neñv. »
34 « Na gredit ket on deut da zegas ar peoh war an douar : n’on ket deut da zegas ar peoh med ar hleze. 35 Rag dond a ran da zispartia an den diouz e dad, ar verh diouz he mamm, ar vaouez diouz he mamm-gaer. 36 Ha tud e di e-no an den da enebourien.
37 Piou bennag agar e dad pe e vamm dreiston-me, n’eo ket dign ahanon. Piou bennag a gar e vab pe e verh dreiston-me, n’eo ket dign ahanon. 38 Hag an neb na gemer ket e groaz ha ne gerz ket war ma lerh, n’eo ket dign ahanon. 39 Piou bennag a gav e vuhez, he hollo. Piou bennag a goll e vuhez, abalamour din, he havo. »
40 « Piou bennag ho tegemer, am degemer, ha piou bennag am degemer, a zegemer an hini m’on bet kaset gantañ. 41 An neb a zegemer eur profet, evel profet, a resevo gopr eur profet. Piou bennag a zegemer eun den just, evel den just, a resevo gopr eun den just. 4 Piou bennag a ro, dre ma ’z eo diskib din, eur werennad dour fresk hepken da eva da unan euz ar re vihan-mañ, amen, lavared a ran deoh : ne gollo ket e hopr. »