1 Neuze eo douget Jezuz d’ar goueleh gand ar Spered, evid beza tentet gand an diaoul. 2 Yuni a ra e-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez. Naon e-neus goude-ze.
3 Tostaad a ra an tenter outañ, ha lavared dezañ : « Mar dout mab da Zoue, lavar ma teufe ar vein-mañ da veza bara. » 4 Respont a ra : « Skrivet eo, emezañ : “N’eo ket gand bara hepken e vevo mabden, med gand kement ger o tond euz genou Doue”. »
5 E gas a ra neuze an diaoul gantañ d’ar gêr zantel, e lakaad war lein an templ, 6 ha lavared dezañ : « Mard out mab da Zoue, en em daol d’an traoñ. Rag skrivet eo : “D’e êlez e hourhemenno evidout, ha da zougen a raint war o daouarn, gand aon na stoki da droad ouz eur mên”. » 7 Jezuz a lavar dezañ : « Skrivet eo c’hoaz : “Ne denti ket an Aotrou da Zoue !” »
8 E gas a ra an diaoul gantañ adarre war eur menez uhel-meurbed, o tiskouez dezañ oll rouanteleziou ar bed hag o gloar. 9 Hag e lavar dezañ : « An oll draou-ze a roin dit, ma kouezez da stoui dirazon. » 10 Neuze e lavar Jezuz dezañ : « Kerz kuit, Satan ! Rag skrivet eo : “Dirag da Zoue e stoui, ha ne adori nemetañ.” » 11 Hag an diaoul d’e lezel, ha setu ma tosta an êlez outañ, evid e zervicha.
12 Pa glev Jezuz eo bet taolet Yann er prizon, en em denn-eñ e Bro-Halile. 13 Kuitaad a ra Nazared ha dond da jom e Kafarnaom, war vord ar mor, e broiou Zabulon ha Neftali ; 14 evid ma vo sevenet komzou ar profet Izai : 15 « Douar Zabulon ha Douar Neftali, hent ar mor, d’an tu all d’ar Jourdan, Galile ar baianed ! 16 Ar bobl azezet en deñvalijenn a wel eur sklêrijenn vraz, hag war an dud azezet e bro ha skeud ar maro, e sav eur sklêrijenn. »
17 Adaleg neuze, e krog Jezuz da embann ha da lavared : « Cheñchit buhez ! Rag ema tost rouantelez an neñv. »
18 O vale war vord Mor ar Galile, e wel-eñ daou vreur : Simon, anvet Pèr, hag Andreo, e vreur ; bez’ emaint o taoler eur roued, rag pesketêrien int. 19 Lavared a ra dezo : « Deuit war ma lerh, hag e rin pesketêrien-tud ahanoh. 20 Dioustu e laoskont o rouejou ha mond d’e heul.
21 O vond pelloh alese, e wel-eñ daou vreur all : Jakez, mab da Zebede, ha Yann, e vreur, en eur vag, gand o zad Zebede. O tidoulla o rouejou emaint. O helver a ra, 22 ha dioustu e tilezont o bag, hag ez eont d’e heul.
23 Foueta a ree Bro-Halile a-bez, evid kelenn er zinagogennou, embann kelou mad ar rouantelez, parea pep kleñved ha peb namm e-touez ar bobl. 24 Mond a ra e vrud dre Vro-Ziria a-bez. Diskouez a reont dezañ an oll dud kouezet eun droug warno, hag a zo gwasket gand poaniou ha kleñvejou a bep seurt : tud skoet gand an droug-spered, loarieg, seizet ; hag o farea a ra.
25 Ha mond a ra d’e heul pobladou-tud niveruz, euz Bro-Halile, euz an Deg-Kêr, euz Jeruzalem, hag euz an tu all d’ar Jourdan.