Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 Goudeze en em ziskouezas adarre Jezuz d’e ziskibien war ribl mor Tiberiad ; ha setu amañ penaoz e tremenas an traou.
2 Simon-Pèr, Tomaz lesanvet ar Gevell, Natanael euz Kana e Bro-Halilea, mibien Zebede, ha daou ziskibl all a oa asamblez.
3 Lavared a reas Simon-Pèr :
— « Da besketa emaon o vond ».
Ar re all a lavaras dezañ :
— « Mond a reom, ni ive ».
Hag ez ejont er-mêz, ha pignad er vag ; med e-pad an nozvez-se ne bakjont netra.
4 Deuet e oa dija ar mintin pa zeuas Jezuz war an aot ; an diskibien a-vad ne ouient ket e oa Eñ.
5 Lavared a reas dezo :
— « Paotred, n’ho-peus ket a besked ? »
— « Nann » emezo dezañ.
6 Lavared a reas dezo :
— « Taolit ar roued en tu dehou d’ar vag hag e kavoh ».
E daoler a rejont, hag e oa kement a besked, ma ne oent ket evid o zacha ganto.
7 Neuze e lavaras da Bèr an diskibl karet gand Jezuz :
— « An Aotrou eo ! »
O kleved e oa an Aotrou, e wiskas Pèr eun tamm dillad — rag en noaz edo — hag e lammas er mor. 8 An diskibien all a zeuas gand ar vag, o stleja ar roued leun a besked ; n’edont ket gwall bell diouz an douar : eur hant metrad bennag. 9 Pa oent diskennet en douar, e weljont eun tan glaou beo, ha warnañ pesked ha bara.
10 Jezuz a lavaras dezo :
— « Digasit euz ar pesked emaoh o paouez paka ».
11 Simon-Pèr a bignas en-dro er vag hag a zachas d’an douar ar roued leun a besked braz, a oa anezo kant tri hag hanter kant ; ha daoust dezo da veza ken niveruz ne oa ket roget ar roued.
12 Jezuz a lavaras dezo :
— « Deuit d’ho tijuni ».
Nikun euz an diskibien na grede goulenn outañ :
— « Piou out ? »
Med gouzoud a reent mad ez oa en an Aotrou.
13 Neuze e teuas Jezuz, e kemeras bara hag her roas dezo, ha kement-all a reas gand ar pesked.
14 An trede gwech a oa da Jezuz d’en em ziskouez d’e ziskibien abaoe m’oa savet a-douez ar re varo.
15 Goude ar préd, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr :
— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ ? »
Respont a reas :
— « Ya, Aotrou, te a oar e karan ahanout ».
Ha Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñvedigou ».
16 Evid an eilved gwech, e houlennas Jezuz outañ :
— Simon, mab Yann, ha kared a rez ahanon ? »
Respont a reas :
— « Ya, Aotrou, te ’oar e karan ahanout ».
Hag e lavar Jezuz, dezañ :
— « Bez pastor va deñved ».
17 Evid an trede gwech, e lavaras :
— « Simon, mab Yann, ha kared a rez ahanon ? »
Pèr a oa glaharet, o veza m’e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech [54] : « Ha karet a rez ahanon », hag a respontas dezañ :
— « Aotrou, te anavez peb tra ; goud a houzoud mad e karan ahanout ».
Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñved.
18 « E gwirionez, e gwirionez, m’he lavar dit : pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d’al leh ma karez ; med pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag unan all a lako dit da houriz, hag a gaso ahanout d’al leh ne fell ket dit ».
19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e tlee Pèr renta gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c’hoaz :
— « Deus d’am heul ».
20 O veza distroet, Pèr a welas o tond war e lerh an diskibl karet gand Jezuz, an hini e-noa, e-pad ar goan, soublet war e vruched ha goulennet outañ : « Piou eo an hini a zo o vond da werza ahanout ? »
21 P’her gwelas e lavaras Pèr da Jezuz :
— « Hag evid hemañ, petra ’zigouezo gantañ ? »
22 Jezuz a respontas :
— « Ma fell din e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra ’ra an dra-ze dit ? Evidout-te, deus d’am heul ».
23 Diwar ar gomz-ze e savas ar vrud e-touez ar vreudeur ne varvfe ket an diskibl-se. E gwirionez, n’e-noa ket lavaret dezañ ne varvfe ket, med : « Ma fell din e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra ’ra an dra-ze dit ? »
24 An diskibl-se a ro testeni euz an traou-ze, hag e-neus o skrivet, ha gouzoud a reom eo gwirion e desteni.
25 Kalz traou all a zo bet greet c’hoaz gand Jezuz, ha ma vefent skrivet hini hag hini, ne hellfe ket ar béd a-béz, a gav din, rei plas d’al levriou a vefe réd skriva.