Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 D’an deiz kenta euz ar zizun, da houlou-deiz, pa oa teñval c’hoaz, ez eas Mari Madalen d’ar béz, hag e welas e oa lamet kuit ar mên diwarnañ.
2 D’ar réd e tistro da gavoud Simon-Pèr hag an diskibl all, an hini a oa karet gand Jezuz, hag e lavaras dezo :
— « Lamet o-deus an Aotrou euz ar béz, ha n’ouzon ket e peleh o-deus e lakeet ».
3 Neuze ez eas Pèr hag an diskibl all er-mêz, hag ez ejont d’ar béz.
4 Redeg a reent o-daou asamblez med redeg a reas buannoh an diskibl all, hag eh erruas da genta er béz.
5 Soubla a reas da zelled hag e wél al lurennou lakeet eno. Med chom a ra hep mond tre.
6 D’e dro war e lerh, eh erruas ive Simon-Pèr, hag ez eas e-barz ar béz.
Gweled a reas al lurennou lakeet eno 7 hag al lienenn bet lakeet war ar penn, med houmañ e-leh beza gand al lurennou, a oa rollet brao en eul leh a gostez.
8 Neuze eo eh antreas d’e dro er béz an diskibl all, an hini a oa digouezet da genta. Gweled a reas hag e kredas.
9 Beteg neuze n’o-doa ket c’hoaz komprenet ar Skritur pa lavare e tlee Jezuz sevel a-douez ar re varo.
10 Goudeze e tistroas an diskibien d’ar gêr.
11 Mari a-vad a oa chomet er-mêz, e-tal ar béz, hag a ouele. E ser gouela e soublas e diabarz ar béz, 12 hag e welas daou El, gwisket e gwenn, azezet el leh m’oa bet astennet korv Jezuz, ’unan ouz ar penn hag egile ouz an treid.
13 — « Maouez, emezo dezi, perag e ouelez ? »
Hi a respontas :
— « Kaset o-deus ganto va Aotrou, ha n’ouzon ket e peleh o-deus e lakeet ».
14 E-ser komz evel-se, e tistro hag e wél Jezuz a oa eno, med ne ouie ket e oa Jezuz.
15 Jezuz a lavaras dezi :
— « Maouez, perag e ouelez ? Piou a glaskez ? »
Hi hag a grede dezi e oa al liorzour, a lavaras dezañ :
— « Aotrou, m’az-peus kaset anezañ ganit, lavar din e peleh az-peus e lakeet, ma ’z in d’e gerhad ».
16 Jezuz a lavaras dezi :
— « Mariam ! »
Distrei a reas-hi ha lavared en hebreeg :
— « Rabbouni ! » da lavared eo : « Mestr ».
17 Jezuz a lavaras dezi :
— « N’ez a ket da douch ouzin, rag n’on ket c’hoaz pignet daved va Zad ; med kerz da gavoud va breudeur, ha lavar dezo : « Pignad a ran daved va Zad hag ho Tad, daved va Doue hag ho Toue ».
18 Mari-Madalen a zeuas da gemenn d’an diskibien :
— « Gwelet am-eus an Aotrou, ha setu amañ ar pez e-neus lavaret din ».
19 D’an deiz-se ive, hag a oa deiz kenta ar zizun diouz an noz, ha goude ma oe bet, gand aon rag ar Juzevien, prennet doriou an ti el leh m’edo an diskibien, e teuas Jezuz.
Chom a reas en e-zav en o-zouez, hag e lavaras dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! »
20 E-ser kaozeal, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e gostez. O weled an Aotrou e oe laouen-braz an diskibien.
21 A-nevez e lavaras Jezuz dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! Evel m’e-neus va Zad kaset ahanon, me ho kas d’am zro ».
22 Goude ar homzou-ze, e c’hwez warno en eur lavared :
— « Resevit ar Spered-Santel.
23 « Ar re ho-po pardonet dezo o ’fehejou, e vezint pardonet dezo, hag ar re ho-po o dalhet outo e vezint dalhet outo ».
24 Tomaz a-vad, unan euz an diskibien, an hini anvet Gevell, n’edo ket ganto pa oa deuet Jezuz.
25 An diskibien all a lavaras dezañ :
— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »
Med eñ a lavaras dezo :
— « Ma ne welan ket en e zaouarn ar merk euz an tachou, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou ha va dorn en e gostez, nann me ne gredin ket ».
26 Eiz devez goude, edo adarre an diskibien en ti ha Tomaz a oa ganto. Jezuz a zeuas ; an oll doriou a oa serret ; hag eñ, en o-zouez, a lavaras dezo :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ».
27 Goudeze e lavaras da Domaz :
— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn, tosta da zorn ha lak anezañ em hostez ; paouez da veza diskredig, deus da veza dén a feiz ».
28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme dezañ Tomaz.
29 Jezuz a lavaras dezañ :
— « Ablamour m’az-peus va gwelet az-peus kredet. Eüruz ar re o-deus kredet hep beza gwelet ».
30 Stank eo ar burzudou all bet greet gand Jezuz dirag e ziskibien, ha n’int ket skrivet el levr-mañ.
31 Ar re-mañ a zo bet skrivet ablamour deoh da gredi eo Jezuz ar Hrist Mab Doue, ha ma helloh, o kredi, kaoud ar vuez en e ano [53].