Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 O veza komzet evél-se, ez eas Jezuz, e ziskibien ouz e heul, en tu all d’ar froud Sedron. Eno e oa eul liorz hag eh antreas enni, Eñ hag e ziskibien.
2 Judaz, an trubard, a anaveze ive al leh-se, rag meur wech e oa bet Jezuz eno gand e ziskibien.
3 Judaz, o veza kemeret gantañ ar gompagnunez soudarded ha gwarded, roet dezañ gand ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, a zeuas di gand leterniou, torchadou-goulou hag armou.
4 Jezuz o houzoud kement a oa da erruoud gantañ, a yea etrezeg enno.
— « Piou a glaskit ? », emezañ dezo.
5 Hag int-i respont :
— « Jezuz a Nazared ».
Jezuz a lavaras dezo :
— « Me eo ! »
Judaz, an trubard, a oa ganto. 6 P’e-noa lavaret dezo « Me eo ! » ez ejont war a-dreñv hag e kouezjont d’an douar. 7 Eur wech c’hoaz e houlennas outo :
— « Piou a glaskit ? »
Hag int-i lavared :
— « Jezuz a Nazared ».
8 Jezuz a respontas :
— « Hel lavaret am-eus deoh, Me eo. Mar d-eo Me eo a-glaskit, lezit ar re-mañ da vond kuit ».
9 Evel-se e teuas da wir ar pez e-noa lavaret Jezuz : « N’am-eus kollet nikun euz ar re az-poa roet din ».
10 Simon-Pèr a dennas ar hleze a oa gantañ, hag e skoas mevel ar Beleg-Braz, o troha dezañ e skouarn dehou ; Malkuz ’oa ano ar mevel-se.
11 Med Jezuz a lavaras dezañ :
— « Lak da gleze er feur. Penaoz ! Daoust ha ne evin ket ar halirad roet din gand va Zad ? »
12 Neuze ar gompagnunez gand he ofiser ha gwarded ar Juzevien a grogas e Jezuz hag e liammas.
13 Kas a rejont anezañ da genta da di Annaz ; hemañ a oa tad-kaer da Gaifaz, Beleg-Braz er bloavez-se. 14 Kaifaz eo an hini e-noa roet d’ar Juzevien an ali-mañ : « Gwelloh eo deom e varfe eun dén hepkén evid ar bobl ».
15 Hogen, da heul Jezuz e oa deuet Simon-Pèr hag eun diskibl all [49]. An diskibl-mañ a oa anavezet gand ar Beleg-Braz. Antreal a reas gand Jezuz e porz ar Beleg-Braz.
16 Pèr a-vad a oa chomet e-tal an nor er-mêz ; an diskibl all, an hini anavezet gand ar Beleg-Braz, a yeas er-mêz, a gomzas d’ar borziéréz, hag a reas da Bèr antreal. 17 Neuze, ar borziéréz yaouank a lavaras da Bèr :
— « Ha n’out ket, te ive, unan euz diskibien an dén-ze ? »
Hag e respontas :
— « N’on ket ! »
18 Ar zervicherien hag ar warded a oa o tomma ouz eun tan glaou o-doa greet, rag yen ’oa an amzer. Pèr a oa ive ganto o tomma.
19 Ar Beleg-Braz a reas goulennou ouz Jezuz diwar-benn e ziskibien ha diwar-benn e gelennadurez.
20 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Komzet am-eus sklêr d’ar béd, kelennet am-eus bepréd er zinagog hag en templ, el leh m’en em vod ar Juzevien, ha n’am-eus lavaret netra e kuz. 21 Perag eo ouzin me e rez goulennou ? Goulenn ouz ar re o-deus klevet ar pez am-eus lavaret dezo. Ar re-ze a oar mad ar pez am-eu : lavaret ».
22 O kleved kement-se, unan euz ar zoudarded a oa war a leh a roas eur garvanad da Jezuz, en eur lavared :
— « E-giz-se eo e respontez d’ar Beleg-Braz ? »
23 Hag e respontas Jezuz dezañ :
— « M’am-eus komzet fall, diskouez perag ; med m’am eus komzet mad, perag skei ganin ? »
24 Neuze e kasas Annaz anezañ, liammet, da Gaifaz ar Beleg-Braz.
25 Hogen, Pèr a oa war al leh, o tomma. Lavared a rejont dezañ :
— « Ha n’out ket, te ive, unan euz e ziskibien ? »
Nah a reas hag e lavaras :
— « N’on ket ! »
26 Unan euz servicherien ar Beleg-Braz, kar d’an hini e-noa Pèr trohet dezañ e skouarn, a lavaras :
— « Ha n’eo ket te eo am-eus gwelet el liorz asamblez gantañ ? »
27 Hag adarre e nahas Pèr. Raktal e kanas ar hillog.
28 Neuze e oe kaset Jezuz euz ti Gaifaz da di ar gouarnour, a-bréd diouz ar mintin. Ar re o-doa e zigaset ne antrejont ket gand aon da veza saotret, hag evid gelloud debri ar Pask [50].
29 Pilad a zeuas eta er-mêz d’o havoud hag a lavaras :
— « Petra’damallit d’an dén-ze ? »
30 Respont a rejont :
— « Ma ne vije ket eun torfetour n’or-bije ket e laket etre da zaouarn ».
31 Ha Pilad dezo :
« Kemerit anezañ, c’hwi hoh unan, ha barnit anezañ hervez ho Lezenn ».
Ar Juzevien a lavaras dezañ :
— « N’on-eus ket a zroad da lakad eun dén d’ar maro » [51].
32 Evel-se e tlee dond da wir ar pez e-noa lavaret Jezuz da verka dre beseurt maro e tlee mervel.
33 Neuze e tistroas Pilad e diabarz an ti-lezvarn. Gelver a reas Jezuz, ha lavared dezañ :
— « Ha bez’ ez out-te roue ar Juzevien ? »
34 Respont a reas Jezuz :
— « Hag ahanout da unan e lavarez kement-se, pe re all o-deus hel lavaret dit diwar va ’fenn ? »
35 Respont a reas Pilad :
— « Daoust hag eur Juzeo on-me ? Da bobl ha Priñsed ar Veleien o-deus da laket etre va daouarn. Petra az-peus greet ? »
Ha Jezuz d’e dro :
36 — « Va Rouantèlèz n’eo ket euz ar béd-mañ. Ma vije bet va Rouantèlèz euz ar béd-mañ, o-dije va zervicherien stourmet evid mired na vijen lakeet etre daouarn ar Juzevien. Med n’eo ket euz ar béd-mañ va Rouantèlèz ».
37 Hag e lavaras Pilad dezañ :
— « Neuze ’ta ez out roue ? »
Respont a reas Jezuz :
— « Hel lavared a rez, roue on, ha ganet on, ha deuet er béd evid rei testeni d’ar wirionez, ha kement hini a zo dén a wirionez a zelaou va mouez ».
38 Hag e lavaras Pilad dezañ :
— « Petra eo ar wirionez ? »
39 Goude ar homzou-ze ez eas er-mêz adarre da gavoud ar Juzevien, hag e lavaras dezo :
— « Ne gavan ennañ abeg e-béd d’e gondaoni. Med ar hiz a zo ganeoh e rofen e ’frankiz d’eur prizoniad da geñver ar Pask. Daoust ha plijoud a rafe deoh e rofen deoh roue ar Juzevien ? »
40 Neuze e stagjont adarre da grial en eur lavared :
— « N’eo ket hemañ, med Barabbaz ».
Barabbaz a oa eun torfetour.