Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann – Pennad 4

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann
Pennad 4

Pennad 4

AR ZAMARITANEZ

1 Pa ouezas Jezuz o-doa ar Farizianed klevet e houneze hag e vadeze muioh a ziskibien eged Yann, — 2 e gwirionez, Jezuz ne vadeze ket, med e ziskibien —, 3 e kuiteas Bro-Judea, hag e tistroas da Vro-Halilea. 4 Hag e ranke treuzi Bro-Zamaria.

5 Digouezoud a reas en eur gêr euz Bro-Zamaria, anvet Sikar, damdost d’an douarou bet roet gand Jakob da Jozef e vab. Puñs Jakob a oa eno.

6 Eet skuiz gand an hent, ez eas Jezuz da azeza war bord ar puñs. War-dro ar c’hwehved eur e oa.

7 Dond a reas eur vaouez euz tud Bro-Zamaria da gerhad dour.

Jezuz a lavaras dezi :

— « Ro din da eva ! »

8 Rag e ziskibien a oa eet e kêr da brena peadra da zebri.

9 Ar Zamaritanez a lavaras dezañ :

— « Petra ! Te, eur Juzeo, a houlenn da eva diganin-me, eur Zamaritanez ? » [13].

N’eus ket a zarempred etre ar Juzevien ha tud Bro-Zamaria.

10 Jezuz a respontas dezi :

— « Ma ’h anavezfes donezon Doue,
ha ma ouezfes piou a zo o lavared dit :
« Ro din da eva »,
Te eo a houlennfe digantañ,
hag eñ a rofe dit dour beo » [14].

11 Ar vaouez a lavaras dezañ :

— « Aotrou, n’az-peus netra evid tenna dour hag eo don ar puñs. Euz peleh eta az-pevez an dour beo-ze ?

12 « Ha brasoh e vefes eged on Tad Jakob e-neus roet deom ar puñs-mañ, hag e-neus bet evet dour anezañ, eñ, e vugale hag e loened ? »

13 Jezuz ar respontas dezi :

— « An neb a év euz an dour a zo amañ
e-no sehed c’hoaz ;

14 An neb, a-vad, a evo
euz an dour a roin dezañ
n’e-no ket sehed biken mui
hag an dour a roin dezañ
a zeuio da veza ennañ
eur stivell hag a darzo
e buez peurbaduz ».

15 Ar vaouez a lavaras dezañ :

— « Aotrou, ro din euz an dour-ze da eva, ma n’am-bo mui sehed, ha ma n’am-bo ket ezomm da zond amañ da gerhad dour ».

16 Jezuz a lavaras dezi :

— « Kerz da helver da bried, ha deus en-dro ».

17 Ar vaouez a respontas :

— « N’am-eus pried e-béd ».

18 — « Gwir a lavarez, eme Jezuz, n’az-peus pried e-béd, rag pemp gwaz az-peus bet, hag an hini a zo ganit bremañ, n’eo ket da bried. Aze az-peus lavaret ar wirionez ».

19 Ar vaouez a lavaras dezañ :

— « Aotrou, gweled a ran ez out eur profet. On Tadou o-deus adoret Doue war ar menez-mañ, 20 Ha c’hwi a lavar eo da Jeruzalem eo mond da adori ».

21 Jezuz a lavaras dezi :

— « Dond a ra an eur
ha ma ne vo na war ar menez-mañ,
nag e Jeruzalem
ho-po da adori an Tad.

22 « C’hwi a ador ar pez n’anavezit ket,
ha ni ar pez a anavezom ;
rag euz ar Juzevien eo e teu ar zilvidigez.

23 « Med dond a ra an eur
— ha bremañ eo —
ma vo an dud a wir relijion
oh adori an Tad a spered hag e gwirionez.
Ar seurt tud-se eo a glask an Tad d’e adori.

24 « Spered eo Doue,
hag an dud a ’fell dezo e adori
a dle henn ober e spered hag e gwirionez ».

25 Ar vaouez a lavaras dezañ :

— « Gouzoud a ran ez eus eur Mesiaz o tond, da lavared eo ar Hrist ; hennez pa vo deuet a zesko deom pep tra ».

26 — « Me eo, eme Jezuz,
me hag a gomz ganit ».

27 Ha d’an ampoent e tigouezas e ziskibien. Souezet e oent o veza ma komze gand eur vaouez. Koulskoude, hini e-béd ne lavaras dezañ : « Petra emaout o klask ? », pe : « Perag emaout o komz ganti ? »

28 Ar vaouez, neuze, a lezas aze he fod dour, hag a yeas e kêr da lavared d’an dud :

29 — « Deuit da weled eun dén, hag e-neus lavaret din kement am-eus greet. Ha ne vefe ket eñ ar Hrist ? »

30 Hag an dud dond er-mêz euz kêr da gavoud Jezuz.

31 E-keid-se, an diskibien a bede Jezuz :

— « Mestr, emezo, deus da zebri ».

32 Med eñ a respontas :

— « Me am-eus da zebri eur bevañs ha ne anavezit ket ».

33 An diskibien neuze a lavaras kenetrezo :

— « Ha bet e vije unan bennag o tigas dezañ da zebri ? »

34 Jezuz a lavaras dezo :

— « Setu amañ va bevañs :
Ober bolontez an hini
e-neus va digaset er béd,
ha kas da benn e labour.

35 « Ha ne lavarit-hu ket :
« Pevar miz c’hoaz hag e vo an eost ? »
Setu e lavaran deoh :
« Savit ho taoulagad ha gwelit ar mêziou
penaoz int gwenn dija evid an eost ».

36 « An eoster a reseo e hopr
hag a zastum frouez
evid ar vuez peurbaduz,
e seurt ma ’z eo laouen
koulz an hader hag an eoster.

37 « Amañ a teu da wir ar pez a vez lavaret :
Unan a had, unan all a ra an eost.

38 « Me am-eus ho kaset, c’hwi, da eosti
ar pez n’ho-peus ket bet a labour gantañ.
Re all o-deus labouret
ha c’hwi a zeu da zastum frouez o labour ».

39 Kalz a Zamaritaned euz ar gêr-se o-doa kredet ennañ, ablamour da gomzou ar vaouez a roe an testeni-mañ : diskleriet e-neus din kement am-eus greet. 40 Rag-se, eur wech erruet beteg ennañ, ar Zamaritaned-se a bedas anezañ da jom ganto. Ha chom a reas eno daou zevez. 41 Kalz stankoh e teujont neuze da gredi ennañ ablamour d’e gomzou e-unan. 42 Hag e lavarent d’ar vaouez :

— « N’eo ket mui diwar da lavarou-te e kredom, rag ni on-unan on-eus e glevet, ha gouzoud a reom eo eñ, e gwirionez, Salver ar béd ».

PAREAÑS MAB AN OFISER

43 Daou zevez goude ez eas kuit Jezuz ahano evid distrei da Vro-Halilea. 44 Evid gwir, diskouezet e-noa Jezuz ne vez ket enoret eur profet en e vro e-unan.

45 Koulskoude, p’en em gavas e Bro-Halilea, e oe digemeret mad gand Galileiz eet int-i o-unan da Jeruzalem evid ar gouel, hag o-doa gwelet kement e-noa greet.

46 Jezuz a zistro eta da Gana a Vro-Halilea, el leh m’e-noa troet an dour e gwin. Eno e oa eun ofiser d’ar roue, klañv e oa e vab e Kafarnaom. 47 O veza klevet e oa deuet Jezuz euz Bro-Judea da Vro-Halilea, e teuas d’e weled ha d’e bedi da ziskenn, ha da barea e vab dare da vervel.

48 Jezuz a lavaras dezañ :

— « Nemed ha gweled a rafeh sinou ha burzudou ne gredoh morse ».

49 An ofiser a lavaras dezañ :

— « Diskenn a-raog na varvo va mab ».

50 Jezuz dezañ :

— « Kerz, beo eo da vab ».

Kredi a reas an dén-se er gomz e-noa lavaret Jezuz dezañ, hag ez eas en hent.

51 P’edo o tiskenn, e teuas e zervicherien en arbenn dezañ hag e lavarjont : « Beo eo da vab ». 52 Goulenn a reas outo da bed eur e oa en em gavet gwelloh. « Deh eo, emezo dezañ, d’ar zeizved eur [15], ez eo eet an derzienn dioutañ ».

53 Gweled a reas an tad eo d’an eur-ze end-eün e-noa lavaret Jezuz dezañ : « Beo eo da vab ». Kredi a reas neuze, eñ hag oll e dud.

54 Setu an eil sin a reas Jezuz goude beza distroet euz Bro-Judea da Vro-Halilea.