Accueil  -  Les évangiles en breton  -  An Aviel hervez Sant Yann  -  Traduction Kenvreuriez  -  Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann – Notennou

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann
Notennou

Notennou aviel Sant Yann

1 Al latin a lavar « Verbum » da lavared eo « Komz Doue ». Doue n’e-neus nemed eur « Gomz » hag eo e Vab. Dre ar Gomz-se Doue e-neus krouet ar béd (kement tra a zo). Dre ar Gomz-se e ro sklêrijenn da galon an dén. Ar Gomz-se eo a zo deuet da veza dén e Jezuz-Krist. E nebleh e-béd ne gaver eur seurt taolenn euz Mister Doue hag an Dasprenedigez. Marteze eo bet an dra-mañ, da genta, eur veulgan evid ar gristenien genta

2 Re all a dro : Ar re a gréd en e ano, en ha n’eo ket ganet euz ar gwad…, med euz Doue.

3 En n’eo ket Eliaz, emezañ ; bez’ ez eo koulskoude evel eun eil Eliaz. Jezuz eo bel lavar (Mark 9, 13).

4 Ar Profet Izaiaz e-noa komzet euz eur « zervicher da Zoue » hag a en em leze da veza kaset d’ar maro evel eun oan, warnañ oll behejou ar béd ? (Iz. 53,7).

5 — « … An degved eur » : Peder eur diouz an noz.

6 Sant Yann, en e Aviel, a gomz aliez euz « va eur ». An eur-ze eo eur e varo hag e adsao da veo, an eur ma tle kas da benn ar pez m’eo deuet da ober. En eur drei an dour e gwin, Jezuz a roio eur « sin », eur skeudenn, euz ar jeñchamamt a zeuio er halonou dre halloud ar Spered-Santel hag a vo frouez e Zakrifis.

7 Daou-ugent litrad pe wardro en eur muzuliad.

8 Pa ra Sant Yann ano euz ar Juzevien, eo, aliez, euz ar re a nah komzou Jezuz.

9 « An avel » hag « ar Spered » : an daou hér-mañ a zo ar meniez hini er yéz a gomze Jezuz, evel ma oa ive e gresianed hag e latin.

10 Gweled notenn 12 e Sant Vaze.

11 An naer : skeudenn eun naer, bet savet gand Moizez er goueleh, pa zortias pobl Israël euz an Ejipt, a roe ar yehed d’ar re a zelle outi gand feiz. Evel-se ive Jezuz, staget ouz ar groaz.

12 Muioh c’hoaz eged an avielerien all, e tiskouez Sant Yann ema erruet dija Rouantèlèz Doue. An neb a gréd a zo dija salvet. A hini ne gréd ket a zo kondaonet.

13 Bro-Zamaria, etre Bro-Halilea ha Bro-Judea, a oa bel, seiz kant vloaz a-raog, hanter zalhet gand ar bayaned. Ablamour da ze, ar Zamarita-ned, evid ar Juzevien, a oa hanter bayaned. Adori a reent ar meniez Doue hag ar Juzevien, med war Menez Garizim, just a-zioh Puñs Jakob.

14 En eur gomz gand ar Zamaritanez, Jezuz a ra dezi pignad a nebeudou euz prederiou an douar da Vister ar Spered-Santel a zeu e kalon an dén, hag a laka da ziwan ennañ ar Vuez peurbaduz.

15 « Ar zeizved eur » : eun eur goude kreisteiz.

16 Moarvad, ar pennadou 5 ha 6 a zo bet eilpennet evid eun abeg bennag. Red e vefe neuze lenn da genta ar pennad 6 a-raog ar pennad 5. Evel-ze e komprener gwelloh an hent heuliet gand Jezuz. Klota gwelloh a ra ive evel-se gand an avielerien all.

17 « Ha bremañ eo dija » : Ar re a gréd e Jezuz a zo dija, koulz lavared, savet a varo da veo (Gweled not. 12).

18 Doue an Tad eo a ro testeni da Jezuz, er Skritur-Zakr, hag ive dre ar burzudou a ra dre e halloud, ha dreist-oll e kalonou an dud a fell dezo selaou e vouez.

19 Gand burzud ar bara kresket, Jezuz a ro dija eur skeudenn euz ar pez e vo Pask Nevez ar gristenien : ar gwir vara a vuez, a gomzo anezañ goude d’ar Juzevien.

20 « Lenn Jenezared » : Gweled not. 16 e St-Mark !

21 « Eur stad » : Daou hant metr pe war-dro.

22 Jezuz e-unan eo ar bara a ro ar Vuez peurbaduz. Kredi ennañ a zo debri euz ar bara-ze. Hag ar bara-ze eo a gaver e Sakramant an Aoter.

23 « Va horv evid buez ar béd » : E gorv staget ouz ar groaz, hag e gorv prezant e Sakramant an Aoter en eun doare misteriuz.

24 « Spered ha buez » : Kement-se ne hell c’hoarvezoud nemed dre halloud ar Spered-Santel, ha ne hell beza komprenet nemed ouz Sklêrijenn ar Spered-Santel.

25 Tri houel braz ar Juzevien ’oa : Pask, ar Pantekost hanter kant devez diwezatoh, ha Gouel an Teltennou e Miz-Here… Evid arGouel-mañ, an dud a ree lochennou gand bodou hag a veve enno e-pad eiz devez, e koun euz o dieubidigez diouz daouarn an Ejipsianed hag an amzer tremenet dindan teltennou e-kreiz ar goueleh.

26 « E vreudeur » : Da lavared eo e gendirvi.

27 « … dén ne ouezo » : Hervez eur gredenn hag a gavede-touez tud a oa.

28 Ar Spered-Santel ne dlie beza kaset d’an dud, nemed goude ma vefe peurechu e labour gand Jezuz, ha goude ma vefe pignet da azeza en tu dehou d’an Tad.

29 « Ez On » : Ouspenn beza « Mab an dén » Jezuz a zo Doue. Bez’ ez eo an hini a lavare da Voizez : « An hini a zo eo ez on ».

30 Beza Samaritan ha beza dalhet gand an diaoul a zo daou zismegañs grevuz war vuzellou ar Juzevien.

31 En e feiz, Abraham a oa leun a joa, ablamour d’ar promesaou e-noa Doue greet dezañ da venniga e ziskennidi.

32 « Pare an dén dall » : Sant Yann e-neus skrivet an danevell-mañ gand nerz ha fent. Eun dudi eo he lenn. Ar gentel a-vad a zo pouezuz : ar sklêrijenn wirion ne deu nemed euz Doue.

33 Ar pehed eo kredi e weler sklêr, hag evel-se nah reseo ar wir sklêrijenn digaset gand ar Hrist.

34 « Deñved all am-eus » : Ar poblou payan hag a vo, d’ezo ive, prezeget an Aviel.

35 « Gouel an Dedi » : hag a veze lidet e Miz-Kerzu, e koun euz an deiz, daou hant vloaz a-raog, ma oa bet sakret an Templ a-nevez, goude beza bet dizakret gand ar bayaned.

36 « 15 stad » : war-dro 3 km.

37 « Me eo an adsav da veo » : Marta a grede e dasorh ar re varo da ’fin ar béd. Jezuz a respont dezi eo Eñ e-unan dija dasorh ar re a gréd ennañ.

38 E-touez an diavêzidi, e oa meur a hini hag a oa gounezet da ’feiz ar Juzevien, hag o-doa zokén digemeret o giziou e-keñver ar Relijion.

39 Jezuz a ouie mad e oa deuet e eur da zavetei ar béd, dre e varo war ar groaz, evid gloar Doue e Dad.

40 An diaoul, an hini ma sent outañ ar béd dre ar pehed.

41 « Gwalhi ho treid an eil d’egile » : Da lavared eo rei servich an eil d’egile gand izelègèz ha kalon vad.

42 Hervez giz koz ar Juzevien an diskibien a oa astennet ouz taol war dorchennou, ha Yann moarvad a oa en tu dehou da Jezuz.

43 An Hent da vond da Zoue ; ar Wirionez a-zivoud Doue ha Mister ar Zilvidigez ; ar Vuez peurbaduz evid ar re a gréd ennañ.

44 « Eur Skoazeller » : Ar gér gresianeg amañ eo « Paraclet ». Jezuz a oa dija eur « Skoazeller » evid e ziskibien.

45 « Deom a-hann » : amañ e tle beza moarvad geriou diweza Jezuz da lavared kenavo. Ar pez a zeu war-lerh a dle beza bet lavaret a-raog.

46 Heñvel a-walh eo houmañ ouz eur barabolenn. An dén a gav pep tra e Jezuz : ar bara, ar sklêrijenn, an hent, ar wirionez, ar vuez, an dasorh. Bez’ ez eo ive ar winienn wirion a ranker reseo diganti ar vuez da helloud dougenn frouez.

47 « Ar varnedigez » : Ar Spered-Santel a ziskouezo eo pehed chom hep kredi er Hrist, eo justis d’ar Hrist beza savet en tu dehou d’an Tad, hag eo Satan kondaonet hiviziken.

48 « Pedenn Jezuz » : Jezuz a béd e Dad evitañ e-unan, evid e ziskibier neuze hag ar re da zond, hag evid ma vo unanet kenetrezo ha gand Doue ar re oll o-deus feiz. Ar bedenn-mañ eo kaerra tra a gaver en Testamant-Nevez.

49 « Eun diskibl all » : Yann moarvad. Pe marteze Mark, rag anaveze oa an dén-ze gand ar Beleg-Braz.

50 Difenn o-doa da antreal e ti eur payan. Prederiet e oant da zenti o ar poent-se euz al Lezenn, hag e keid-se e kondaonent eun dén just !

51 Ar pennadureziou roman hepkén a helle kondaoni d’ar maro. Ar gwir-ze ’oa o hini, ha war ar poent-se ne varhatent ket. Pilad a oar mad kement-se. N’eus ennañ a-vad nemed disprij evid ar Juzevien. Med souez ha skoet eo gand Jezuz. Re a laoskentez a zo ennañ koulskoude, ha dre-ze i e teuio ar Juzevien a-benn anezañ.

52 « Eur gorzenn hizop » : Lod a lavar kentoh troad eur goaf, eul lañs ar pez a zo êsoh da gredi.

53 « Kaoud ar vuez en e ano » : Evid an dra-ze eo ez eo deuet Jezuz ; ha setu aze Rouantèlèz Doue en he-féz… Amañ eo ema klozadur genta Aviel Sant Yann. Ar pez a zo war-lerh a zo bet laket ouspenn, nebeud diwezatoh.

54 « Evid an trede gwech » : Pèr e-noa nahet teir gwech e Vestr. Jezuz a ra dezañ anzav teir gwech ive e garantez evitañ.