Pevare sizunvez ar Horaiz

Euz ar 14 d’an 20 a viz Meurz 2021

Pevare sul ar Horaiz

Yn 3, 14-21 (B)

Lavared a ree Jezuz da Nikodem :

14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ ».

16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.

17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ. 18 An neb a gred ennañ n’eo ket barnet ; an neb ne gred ket ennañ a zo dija barnet, peogwir n’e-neus ket kredet en ano Mab unganet Doue.

19 « Ha setu ar Varnedigez : deuet eo ar sklêrijenn er béd, hag an dud o-deus kavet gwelloh an deñvalijenn kentoh eged ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberou.

20 Rag kement hini a ra an droug e-neus kas ouz ar sklêrijenn : ne zeu ket er sklêrijenn, gand aon na vefe diskuliet e oberou. 21 Med an hini a ra ar wirionez, a zeu er sklêrijenn, evid ma vo anad ez eo e oberou greet e Doue ».

Lun

Yn 4, 43-54

43 Tremenet daou zevez gand Jezuz e kêr ar Zamaritaned, ez eas kuit alese evid distrei da Vro-Halilea. 44 Evid gwir, e-noa diskouezet Jezuz ne vez ket enoret eur profet en e vro dezañ e-unan. 45 Koulskoude, pa en em gavas e Bro-Halilea, e oe digemeret mad gand Galileiz, rag eet e oant int-i ive da Jeruzalem evid gouel Pask, hag o-doa gwelet kement e-noa greet Jezuz eno. 46 Distrei a reas Jezuz eta da Gana-Halilea, el leh m’e-noa troet an dour e gwin. Hogen, eno e oa eun ofiser d’ar roue, ma oa klañv e vab e Kafarnaom. 47 O veza klevet e oa deuet Jezuz euz Bro-Judea da Vro-Halilea, e teuas da weled anezañ. Pedi a ree anezañ da ziskenn da Gafarnaom evid parea e vab dare da vervel.

48 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Nemed ha gweled a rafeh sinou ha burzudou, n’oh ket evid kredi morse ? ».

49 Lavared a reas an ofiser dezañ :

— « Aotrou,diskenn a-raog ma varvo va bugel ».

50 Jezuz dezañ :

— « Kee, beo eo da vab ».

Kredi a reas an dén-ze er gomz e-noa lavaret Jezuz dezañ, hag ez eas en hent. 51 Pa oa war an diskenn, e teuas e zervicherien en arbenn dezañ, hag e lavarjont dezañ e oa beo e vugel. 52 Goulenn a reas outo da béd eur e oa gwelleet dezañ. « Deh eo, emezo dezañ, da eun eur goude kreisteiz, ez eo eet an derzienn dioutañ ».

53 Asanti a reas an tad eo d’an eur-ze end-eün, e-noa lavaret Jezuz dezañ : « Beo eo da vab ».

Kredi a reas neuze, eñ e-unan hag oll dud e diad.

54 Hemañ eo an eil sîn a reas Jezuz, pa zistroas euz Bro-Judea da Vro-Halilea.

Meurz

Yn 5, 1-16

1 Da-geñver eur gouel evid ar Juzevien, ez eas Jezuz da Jeruzalem.

2 E Jeruzalem, e-tal dor an deñved, ez eus eul lennad-dour, Bedzata heh ano en hebreeg, hag a zo pemp porched dezi.

3 Dindan ar re-mañ, e veze war o gourvez e-leiz a dud klañv, tud dall, re gamm, tud seizet.

5 Bez e oa eno eun dén, klañv abaoe eiz vloaz ha tregont. 6 O weled anezañ war e hourvez, hag o kleved e oa er stad-se abaoe hir amzer dija, e lavaras Jezuz dezañ :

— « Ha c’hoant ez-peus da barea ? »

7 — « Aotrou, eme ar hlañvour dezañ, n’em-eus dén e-béd da daoler ahanoun el lenn kerkent ha ma vez bourbouill gand an dour ; hag amzer din da vond, e tiskenn unan all en dour em-raog ».

8 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Sav, kemer da hravaz ha kerz ».

9 Kerkent e oe pareet an dén. Kemer a reas e hravaz : kerzed a ree ! Hogen, eun deiz sabat oa an deiz-se. 10 Setu ma lavaras ar Juzevien d’an hini a oa bet pareet :

— « Sabat a zo ; n’eo ket aotreet dit dougen da hravaz ».

11 Med respont a reas dezo :

— « An hini e-neus pareet ahanon eo e-neus lavaret din : « Kemer da hravaz, ha kerz ! ».

12 Goulenn a rejont outañ :

— « Piou eo an dén e-neus lavaret dit : « Kemer da hravaz, ha kerz » ?

13 Med an hini a oa bet pareet ne ouie ket piou e oa ; hag e oa eet Jezuz pelloh, rag e-leiz a dud a oa war al leh-se.

14 Diwezatoh, e kavas Jezuz anezañ en Templ, hag e lavaras dezañ :

— « Setu te pareet. Arabad dit pehi hiviziken, gand aon na zigouezfe gwasoh ganit ».

15 Mond a reas an dén da gonta d’ar Juzevien e oa Jezuz an hini e-noa pareet anezañ. 16 Setu perag e klaske ar Juzevien heskina Jezuz, abalamour m’e-noa greet kement-se eun deiz sabat.

Merher

Yn 5, 17-30

Pareet eun dén seizet gand Jezuz eun deiz sabat, e lavaras d’ar Juzevien :

17 — « Beteg-henn ema va Zad o labourad, hag emaon-me o labourad ive ».

18 Setu perag, muioh-mui c’hoaz, e klaske ar Juzevien kas anezañ d’ar maro, rag ne oa ket tra-walh dezañ terri lezenn ar zabat, lavared a ree ouspenn e oa Doue tad dezañ e-unan, oh en em lakaad evel-se par da Zoue.

19 Kement-mañ a lavare Jezuz dezo :

— E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Ne hell ar Mab ober netra anezañ e-unan, ne ra nemed ar pez a wél an Tad oh ober. Rag ar péz a ra an Tad, a vez greet gand ar Mab en heveleb doare.

20 « Rag an Tad a gar ar Mab, ha diskouez a ra dezañ kement a ra eñ e-unan. Diskouez a raio dezañ oberou brasoh c’hoaz, ma vezot estlammet ganto.

21 « Evel ma lak an Tad ar re varo da zevel euz ar béz ha da veva, evel-se ive e roio ar Mab buhez d’an neb a gar.

22 « Ne vez barnet dén e-béd gand an Tad. Roet e-neus hemañ d’ar Mab pep galloud evid barn, 23 ma vo enoret ar Mab gand an oll, evel ma ’h enoront an Tad. An neb na rent ket enor d’ar Mab, ne rent ket enor kennebeud d’an Tad m’eo bet kaset gantañ.

24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : An hini a zelaou va homzou, hag a gréd en Hini e-neus kaset ahanon, hennez ema ennañ ar vuhez peurbaduz, ha ne gouez ket dindan ar varnedigez, rag tremenet eo dija euz ar maro d’ar vuhez.

25 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Dond a ra an eur, ha bremañ eo, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag e vevo ar re o-do klevet anezi.

26 « Evel m’ema an Tad ar vuhez ennañ e-unan, evel-se e-neus greet d’ar Mab beza ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag e-neus roet dezañ ar galloud da zisklêria ar varnedigez, peogwir ez eo Mab an Dén.

28 « Arabad deoh beza souezet a gement-se : ema an eur o tond, ma klevo e vouez an oll re a zo er beziou. 29 Dond a raint er-mêz anezo : ar re o-do greet ar mad a zavo a varo da veo evid ar vuhez, ar re o-do greet an droug, evid sevel a varo da veo ha beza barnet.

30 « Ahanon va-unan, ne hellan-me ober netra. Barn a ran diouz ar péz a glevan ; hag ez eo just va barnedigez, rag ne glaskan ket va bolontez din-me, med bolontez an Hini e-neus kaset ahanon.

Yaou

Yn 5, 31-47

Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :

31 Ma roan-me testeni din-me va-unan, n’eo ket gwirion va zesteni.

32 « Med unan all a zo hag a zoug testeni diwar va fenn, ha gouzoud a ran ez eo gwirion an testeni-ze.

33 « Kaset ho-peus kannaded da gaoud Yann-Vadezour, hag e-neus roet testeni d’ar wirionez.

34 « N’em-eus ket ezomm-me euz testeni eun dén, med ne lavaran kement-se nemed evid ma hellot beza salvet.

35 « Bez’ e oa Yann-Vadezour ar houlaouenn war elum, dezi da rei sklêrijenn, ha plijet eo bet ganeoh kemer joa eur pennadig amzer ouz ar sklêrijenn-ze.

36 « Med, bez’ ez eus ganin eun testeni brasoh eged hini Yann : an oberou a ran, ar re-ze end-eün e-neus roet va Zad din da ober ; an oberou o-unan a ran a ziskouez ez on bet kaset gand an Tad.

37 « Hag an Tad, ma ’z on bet kaset gantañ, a ro testeni ive em heñver. C’hwi avad, biskoaz n’ho-peus klevet e vouez, na gwelet e fas ; 38 ne virit ket e Gomzou en o kalon, peogwir ne gredit ket en hini a zo bet kaset gantañ.

39 « Studia a rit dôn ar Skrituriou, dre ma kav deoh kavoud ar vuhez peurbaduz enno ; ar re-man eo a ro testeni ahanon ; 40 koulskoude, ne fell ket deoh dond war-zu ennon evid kaoud ar vuhez peurbaduz.

41 « Ar hloar, n’eo ket digand an dud e resevan anezi.

42 « Ha forz penaoz, anaoud a ran ahanoh : n’ema ket karantez Doue ennoh.

43 « Deuet on-me a-berz va Zad, ha ne fell ket deoh digemer ahanon. Ma teu unan bennag all en e ano dezañ e-unan, hennez avad, e tigemerot anezañ !

44 « Penaoz e hellfeh kredi, c’hwi hag a denn ho kloar an eil re euz ar re all, c’hwi ha n’emaoh ket o klask ar hloar o tond euz Doue hepkén ?

45 « N’it ket da zoñjal e vo me an hini a damallo ahanoh dirag an Tad. Ho tamaller eo Moïzez, ho-peus lakeet hoh esperañs ennañ.

46 « Ma kredfeh e Moïzez, e kredfeh ennon ive, rag diwar va fenn eo e-neus skrivet.

47 « Med ma ne gredit ket er péz e-neus skrivet, penaoz e kredot va homzou ? »

Gwener 19 a viz Meurz
Gouel-meur Sant Jozef, pried ar Werhez Vari

Mz 1, 16.18-21.24a

16 Tad eo bet Jakob da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz anvet ar Hrist.

18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :

— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».

24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret dezañ Êl an Aotrou.

pe : Lk 2, 41-51a

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ? »

50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Sadorn

Yn 7, 40-53

O kelenn e oa Jezuz e Templ Jeruzalem :

40 E-touez an dud o-doa selaouet e gomzou, e lavare lod anezo :

— « E gwirionez, hemañ eo ar profet braz ! ».

41 Lavared a ree lod all :

— « Ar Hrist eo hennez ! ».

Med goulenn a ree lod all c’hoaz :

— « Daoust hag e hell ar Hrist dond euz Bro-Halilea ? 42 Ha ne lavar ket ar Skritur eo euz lignez David hag euz Betleem, kêriadenn David, e teuio ar Hrist ? »

43 Sevel a reas eta dizemgleo e-touez an dud diwar e benn.

44 C’hoant o-doa eun nebeudig anezo da baka krog ennañ, med ne daolas dén e-béd e zorn warnañ. 45 Dond a reas ar warded en-dro da gaoud ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, hag e lavaras ar re-mañ dezo :

— « Perag n’ho-peus ket digaset anezañ deom ? »

46 Respont a reas ar warded :

— « Biskoaz n’e-neus dén komzet evel ma komz an dén-ze ».

47 Lavared a reas ar Farizianed dezo :

– « Daoust ha diheñchet e vefeh bet c’hwi ive ? 48 E-touez ar Pennou-Braz pe euz ar Farizianed, daoust hag unan bennag e-neus kredet ennañ ? 49 N’eus nemed an dud-hont ha ne anavezont ket al Lezenn, tud villiget anezo ! »

50 Lavared a reas Nikodem, unan euz ar Farizianed hag a oa bet o weled Jezuz, nebeud amzer a-raog :

51 — « Daoust ha gelloud a reom, diwar ol Lezenn, kondaoni eun dén heb beza klevet anezañ, a-benn gouzoud petra e-neus greet ? »

52 — « Petra ! emezo, daoust hag euz Bro-Halilea ez out-te ive ? Klask mad, hag e weli ne zav biskoaz profet e-béd euz Bro-Halilea ».

53 Hag ez eas peb hini d’ar gêr.