Oberou Ebestel,
Liziri Paol,
Lizer d’an Hebreed
Liziri Jakez, Pèr, Yann ha Jud,
Diskuliadur sant Yann
Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon
dindan renerez an Aotrou ’n Eskob Visant Fave, eskob skoazeller Kemper ha Leon († 1997),
gand an Aotrou Chaloni Fañch Elard († 1988), an Aotrou Gabriel Cabon († 2000).
Nihil obstat
Porspoder, d’an 3 a viz meurz 1988
Pierre Guichou, censor deputatus.
Imprimatur
Quimper, 9 mars 1988,
Francis Barbu, Evêque de Quimper et de Léon.
Kenta lizer d’an Tesalonisianed
Pennad-kinnig
Dispar eo bet an digemer bet greet d’an droidigez vrezoneg euz ar Pevar Aviel, a-drugarez d’eun tropad tud dibabet ha kaset war-raog gand an Aotrou ’n eskob FAVE : bet eo bet kement-se eun nerz-kalon evid kas pelloh al labour boulhet. Nebeud amzer goude ma teuas er-maez troidigez ar Pevar Aviel, kennerzet gand va gourhemennou, e stagas an droerien gand al labour adarre, en eur gas war-raog, kerkent, an droidigez euz Lizer an Abostol sant Paol d’ar Romaned, eun amprou mad a zeblantas beza reiz. Hini hag hini e voe troet d’o zro, al Liziri all euz an Ebestel, Oberou an Ebestel, hag an Diskuliadur.
War-lerh meur a zizunvez hag a vizvez labour urziet, hag a skridou lakeet keñver-ha-keñver rik-ha-rik, setu peurechu an oberenn ha kaset d’ar mouller. Ar pennaennou ma oa bet renet ganto an droerien zo bet a memes re hag a oa bet lakeet da dalvezoud pa oad o kempenn al levrenn genta, ha ma ’z eo ar geriou difetisoh ha teologekoh, ez eo abalamour d’eun doare lennegel, hag a zo luziadusoh eged n’eo stumm ar Pevar Aviel.
An oberourien ez eo bet an droidigez evito eun oberenn a feiz, eun enor rentet d’an Iliz m’eo he fealded da Jezuz-Krist lakeet amañ war wel en he lamm kenta, dindan eur renerez war evez, hini an Ebestel. An oberourien e oa ive o zra renta enor d’ar yez vrezoneg, eur yez bet gouest da zisplega oll binvidigez an dalh kristen, bet gouest c’hoaz da zerhel beo beteg en on amzer ar skiant-prenet kristen, ken a-berz ar merhed, ken a-berz ar baotred, ha kement-se oll evel ma oa bet greet a-hed ar hantvejou.
Evid an Aotrou ’n eskob FAVE, hag eñ en e c’hweh vloaz ha pevar ugent, ez eo bet an droidigez-se evel eur ziell lakeet war eur vuhez en he fez, eur vuhez oh analan eur fealded dezi daou benn : ne helle ket rei deom gwelloh testeni. Rei a ran dezañ da houzoud oll anaoudegez-vad eskopti Kemper ha Leon, ma talho evel-se da renta servij dezañ epad hir amzer c’hoaz. Gourhemennou ive d’an Aotrou chaloni ELARD, e genvroad euz Kleder, d’an Aotrou Gabriel CABON, eul Leonad eñ ive, hag a zo bet evid an Aotrou ’n eskob FAVE kenlabourerien euz an troh kenta, dindan daoulagad dalhmad digor an Aotrou Pêr GUICHOU, anezañ eur barnour akuit. Dezo oll ive e roan da intent va anaoudez-vad ar hweka.
Ra vo brudet, ha ollvrudet, an droidigez-mañ. A drugarez dezi e hello kement hini, paotr pe blah, a zo o klak kaoud eur feiz donnoh, puñsa war-eeun e-barz ar vammenn, ma teuio al lennerien gouest da zisplega d’o zro « en o yez o-unan burzudou an Aotrou Doue ».
† Francis BARBU
Eskob Kemper ha Leon
Trugarez d’a re o-deus roet deom o skoazell e 2016 evid niverekaed, adlenn pe bizskriva adarre an destenn embannet e 1988 : Jean-Luc LE FLOCH, euz Naoned – Cathy LE ROUX, euz an Dreneg – Marguerite LE ROUX, euz Plouvien – Antoine MARZIN, euz an Dreneg – Corentin ha Rosalie MARZIN, euz an Dreneg – hag Annick LABASQUE, euz Plouvien.