Pedennou

Gand ar bedenn e vez diskouezet pegen stard eo an darempred etre mab-den hag an Aotrou Doue. Drezi e teu da veza splann karantez an Aotrou Doue e diabarz kement den a zo. Bez’ ez eo ar bedenn ar mên-diazez euz buhez ar gristenien.
Evid eur c’hristen, eur vuhez n’eus pedenn ebed enni a zo dre harz beza kras ha sec’h. Koulskoude, pedi n’eo ket eun dra êz. Dond a ra ar bedenn da veza tenn, hag e vez kavet hir an amzer, hag e vezer digalonekeet. Red eo ober en-dro abalamour d’ar boaz.

FaLang translation system by Faboba