An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

 Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze – Troet e brezoneg gand Herve Danielou, 2003

Pennad kenta

Adaleg Abraham beteg David

1 Leor orin Jezuz, Krist, mab da Zavid, mab da Abraham. 2 Abraham a oe tad da Izaak ; Izaak da Jakob ; Jakob da Juda ha d’e vreudeur. 3 Juda a oe tad da Farez ha Zara, euz Tamar ; Farez da Ezrom ; Ezrom da Aram ; Aram da Aminabad ; 4 Aminabad da Naason ; Naason da Zalmon ; 5 Salmon da Vooz, euz Rahab. Booz a oe tad da Obed, euz Ruth ; Obed da Jese ; 6 Jese da Zavid, ar roue.

Adaleg David beteg an harlu

David a oe tad da Zalomon, euz an hini a oe bet pried Uri ; 7 Salomon da Roboam ; Roboam da Abia ; Abia da Azaf ; 8 Azaf da Jozafat. Jozafat a oe tad da Joram ; Joram da Ozias ; 9 Ozias da Joatam ; Joatam da Akaz ; Akaz da Ezekiaz. 10 Ezekiaz a oe tad da Vanase ; Manase da Amos ; Amos da Jozias ; 11 Jozias da Jekonias ha d’e vreudeur, en amzer an harlu e Babilon.

Adaleg an harlu beteg Jezuz

12 Ha goude an harlu e Babilon, e oe Jekonias tad da Zalatiel ; Salatiel da Zorobabel ; 13 Zorobabel da Abioud ; Abioud da Eliakim ; Eliakim da Azor. 14 Azor a oe tad da Zadok ; Sadok da Akim ; Akim da Elioud ; 15 Elioud da Eleazar ; Eleazar da Vatan. Matan a oe tad da Jakob ; 16 Jakob da Jozef, pried Mari, an hini m’eo bet ganet anezi Jezuz, anvet Krist.

17 Setu an oll rummadou eta : pevarzeg rummad adaleg Abraham beteg David, pevarzeg rummad adaleg David beteg an harlu e Babilon, pevarzeg rummad adaleg an harlu e Babilon beteg ar Hrist.

Kemennadur da Jozef

18 Evel-henn eo bet orin Jezuz ar Hrist : Mari, e vamm, a oa danvez-pried da Jozef. A-raog beza bevet asamblez, en em gav-hi dougerez dre ar Spered Glan. 19 Jozef, he fried, a zo eun den direbech. Ne fell ket dezañ he dismegañsi ha divizoud a ra he has kuit dre guz. 20 P’ema o soñjal e kement-se, setu ma teu eun êl d’an Aotrou dirazañ, en e gousk, hag a lavar dezañ : « Jozef, mab da Zavid, bez dizaon o kemer ganit Mari da bried : ar vuhez a zo krouet enni a zeu euz ar Spered Glan. 21 Genel a raio eur mab. Roi a ri dezañ e ano : Jezuz, rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou. »

22 C’hoarvezet eo an oll draou-mañ evid ma vefe kaset da benn ar pez a zo bet lavaret gand an Aotrou, dre ar profet : 23 « Setu ma vo ar werhez dougerez, ha ma hano eur mab. Lakaad a raint dezañ e ano : “Emmanuel”, ar pez a vez troet : “Doue ganeom”. » 24 Dihunet Jozefeuz e gousk, e ra evel m’e-neus êl an Aotrou kemennet dezañ : kemer a ra e bried gantañ. 25 Ha n’he anavez ket a-raog ma lak-hi eur mab er bed. Roi a ra-eñ dezañ e ano : Jezuz.


1/28

FaLang translation system by Faboba