Aviel Jezuz-Krist hervez sant Yann

Index

Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.

An aviel hervez Sant Yann
- Eur pennad-kinnig

 

A BELEH E TEU

An Aviel hervez Sant Yann eo ar pevare hag an diweza euz ar pevar Aviel, bet skrivet moarvad diwezad a-walh, war-dro fin ar hantved kenta.

Eul lodenn anezañ a-vad a hellfe beza bet skrivet abretoh, rag, war a zeblant, eo bet savet e meur a wech.

Ar pez a zo gwir eo ez eus bet kavet e Bro-Ejipt eun tammig « papiruz » euz ar bloavez 120 pe war-dro, warnañ eur frazenn bennag euz Aviel Sant Yann.

N’eo ket mammenn an Aviel-mañ, war a greder, ar memez hini gand mammenn an tri Aviel all. An eñvoriou a gaver amañ euz Jezuz a zeu, a-dra-zur, digand Sant Yann e-unan : « An hini a oa karet gand Jezuz ». Santoud a reer e-neus bet Yann hag e ziskibien prederiet hir-amzer, war gomzou ha war vurzudou Jezuz. Med, moarvad, ar pevare Aviel, evel m’eo bet deuet beteg ennom, n’eo ket bet skrivet war-eun gand Sant Yann, med gand e ziskibien.

PENAOZ EO BET SAVET

Bez’ ez eus, er pevare A viel, meur a bennad hag a gaver en tri Aviel all ; evel Badeziant Jezuz, ar varhadourien kaset er-mêz euz an Templ, burzud ar bara kresket, ar Gambr-lid, ha dreist-oll Pasion ha Rezureksion Jezuz.

Ha ma n’e-neus danevell e-béd war vugaleach Jezuz, evel Sant Vaze ha Sant Lukaz, e-neus, evelato, eur « rag-lavar », el leh ma tisplég deom sklêr e teu Jezuz euz Doue.

Med ar framm euz e Aviel a zo disheñvel mad gand Yann. Gwelloh e-neus kavet ober eun dibab e-touez an darvoudou a gaver e buez Jezuz : Kana, Nikodem, ar Zamaritanez, an dén seizet, ar bara kresket, gouel an Teltennou, an dén ganet dall, Lazar, ar Goan-ziweza, ha lakaad da heul an darvoudou-mañ eur gelennadurez hir o tond anezo.

Tad ar pevare Aviel a implij nebeud a heriou. Aliez e vezont ar memez re. Med gand an niver bihan a heriou-ze, e tigor deom dremweliou dreist-ordinal, beteg mond zokén e diabarz Mister Jezuz gwir Doue.

KEMENNADUREZ

Kelou Mad ar Pevare Aviel a zo en e-béz er « rag-lavar » :

Jezuz eo gwir Vab Doue, krouer ar béd. Bez’ ez eo ar Vuez evid kement hini a gréd ennañ. Dén eo en em hreet, ha roet e-neus deom da anaoud Mister Doue eDad, ha digantañ on-eus bet pep tra...

A-dreuz eun nebeud burzudou dibabet gantañ, adreuz eur gelennadurez don, Jezuz, e gwirionez, en em ziskouez evel Sklêrijenn ar béd, evel an hini a zo deuet da rei ar Spered-Santel, an hini en em hra, dre e varo hag e Rezureksion, buez ar béd ; ar Bara diskennet euz an Nenv hag a vag evid eur Vuez peurbaduz...

Morse ne heller lavared beza peurlennet an Aviel-ze. Kaer e vez e lenn, e kaver ennañ atao traou nevez, donderiou kuzet.

Peseurt respont a houlenn diganeom ? Ar Feiz. Hag an dra-ze eo ar pez a lavar deom al lizer kenta bet skrivet gand ar memez Yann :

« An neb a gréd e Mab Doue, e-neus ennañ testeni Doue. Ha setu amañ pehini eo an testeni-ze : E-neus Doue roet deom ar Vuez peurbaduz, hag ema ar Vuez-se en e Vab. An hini e-neus ar, Mab, e-neus ar Vuez. An hini n’e-neus ket Mab Doue n’e-neus ket ar Vuez. Skrivet am-eus deoh an traou-mañ, deoh-c’hwi hag a gréd en ano Mab Doue, evid ma ouezoh mad ho-peus ar Vuez peurbaduz » (1 Yann, 5, 10-13).


1/23

FaLang translation system by Faboba